Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

tous les jours

bemdez

Gwelet an tem Bemdez

Ya ya, X eo an hini a deue da sikour ac'hanon da c'horo bemdez.

[ja ja X hɛ n 'ni 'de də 'ʒikuʁ 'ãw də 'hoːʁo 'bãwde]

Oui, c'est X qui venait tous les jours m'aider à traire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Oh ma Doue, div wezh bemdez ha... ordin.

O ma doué, diw wèch bañwdé a… ordin.

Oh mon Dieu, deux fois par jour, tous les jours.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

An hini 'neus ket c'hoant da vezañ re bourdet gante e vez ret dezhañ ober kement all, kement bemdez ha kement...

Ni neus ke hoan te véañ ré bou(r)det gantè vé rét téañ or kémènd all, kémèn bañwdé a kémèn...

Celui qui ne veut pas être débordé à cause d'eux, il faut qu'il en fasse autant chaque jour.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Goude ar brezel neuze, pa oa arru er gêr, 'na goulennet gant Papa hag-eñ e oa kontant da reiñ e verenn dezhañ bemdez.

Goudé brézel neuhé, pé oa ai gèr, na goulet gan Papa ag-eñ oa kontan de reugn i vèrn déañ bañwdé.

Après la guerre, quand il est revenu à la maison, il a demandé à Papa s'il voulait bien lui donner son repas du midi tous les jours.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Daon ya avat, eme Papa, 'teus ket 'met dont d'az merenn aze bemdez, ma kerez, ha neuze, feiz, e deue quoi.

Dañwn ya ha, mé Papa, teus ke mé don d’eus mèrn ahé bañwdé, ma kées, a neuhé fé, dé quoi.

Dame oui, dit Papa, tu n'as qu'à venir manger le midi ici tous les jours, si tu veux, et donc, il venait.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya, pa oa arru er gêr deus an Allemagne 'nea goulennet hag-eñ e oa kontant Maman da reiñ e goan dezhañ bemdez.

Ya, pé oa ai gèr deuz n’ Almagn néa goulet ag-eñ oa kontan Mamañ de reugn i goan déañ bañwdé.

Oui, quand il est revenu d'Allemagne, il a demandé à Maman si elle voulait bien lui préparer son repas du soir tous les jours.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ekremiñ al laezh a vije graet bemdez. Ha neuze e vije koaven bemdez.

Ékrémi lềz vijé gwèt bañwdé. A neuhé vijé koaven bañwdé.

On écrémait le lait tous les jours. Et comme ça il y avait de la crème tous les jours.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Bemdez e vezer o teskiñ.

[ˈbɑ̃wde vɛːʁ ˈtiski]

On en apprend tout les jours.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Met bezañ zo a sav abred, bezañ zo a sav... sav... pemp eur hanter c'hwec'h eur, bemdez hañ.

[mɛ be zo zɑv aˈbʁed be zɑ zɑ ˈpɛməʁ hɑ̃təʁ ˈwɛhəʁ ˈbɑ̃wde ɑ̃]

Mais il y en a qui se lèvent tôt, il y en a qui se lèvent à cinq heures et demi, six heures, tout les jours hein.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Amañ a vez memes meuz da debriñ bemdez.

[ˈɑ̃mɑ̃ ve ˈmɔ̃məs mœːz də ˈdibi ˈbɑ̃wde]

Ici il y a tout les jours le même mets, la même chose à manger.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

ordin

Gwelet an temoù Ordin ha Abaoe ordin

Ne oa ket brav bezañ e-kichen ar skol evel se, evel se e vije gouvezet pegoulz e vije e pinijenn peogwir me a ouie pegoulz e finise ar skol ordin.

Oa ke braw béañ kichen te skol vesé, vesé vijé gouvéet pégoulz vijé pinijenn, pégwir mé ouié pegouls finisé skol ordin.

Ce n'était pas bien d'être à côté de l'école comme ça, [car] comme ça on [les parents] savaient quand on [les enfants] était punis. Parce que moi je savais à quelle heure finissait l'école chaque jour.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Oh ma Doue, div wezh bemdez ha... ordin.

O ma doué, diw wèch bañwdé a… ordin.

Oh mon Dieu, deux fois par jour, tous les jours.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

N'eus ket bet accident ebet, na mann ebet diwar ar saout na mann ebet, goude bezañ ordin war an hent gante.

N'eus ke béd aksidan pét, na mann bét diwar zowt na mann bét, goudé béañ ordin war 'n èn gantè.

Il n'y a eu aucun accidnet ni rien à cause des vaches, bien qu'elles étaient constamment sur la route.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

sul gouel pemdez

Gwelet an tem Sul gouel pemdez

sul gouel pemdez

[zy:l gwe:l 'pomde]

tous les jours de l'année

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)