Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

arranger

arañj

E-barzh ar menaj eo se : pep hini a renk arañj e labour deus 'nez d'ober quoi.

Bah ménach é zé : pop ini (a) rèng arañj i labour deus né d’or quoi.

C'est comme ça à la ferme : chacun doit adapter son travail en fonction de ce qu'il a à faire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Se a areñj ac'hanon.

Sé harinch an.

[se aʁɛ̃ʃ ã]

Ça m'arrange.

Ivona Toudig, 1934, Bear (dastumet gant Julien)

rekouriñ

Gwelet an tem En em sikour

Feiz, darn anezhe a oa re yaouank c'hoazh da vont da labourat ma kerez, da-heul ar baotred a-hend-all d'ar park ha tout an traoù-se, ha evel se feiz e vijent rekouret kaout plas evel se, d'ober un tamm a dout quoi.

Fé, darn nè oa ré yowank hoas de von de labouret ma kées, de heul botet hèndall de park a tou ’n trèw-sé. A vesé fé vijènt rikouret kaout plas vesé, d’or un tamm dout quoi.

Ma foi, certains étaient encore trop jeunes pour aller travailler, si tu veux, en compagnie des hommes aux champs et tout, et alors ça les arrangeait d'avoir une place [un emploi] comme ça, à faire un peu de tout.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)