Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

toujours

bepred

adv. bepred bopet [bo̞'pət]

Gwelet an tem Bepred

Kit bepred da gomañs e-barzh heu... e-barzh ar park, me zo arru bremañ-souden ivez.

Kêt bopet de gomañs bah eu... bah park, mé zo ai bomzom ie.

Allez-y toujours commencer dans le champ. J'arrive tout à l'heure aussi.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

bepred 'ma ket gallet derc'hen mat dezhe, aet e oant kuit paotr

['bopəd ma kə 'gɑləd 'dɛrhɛn mɑt tɛ: ɑ̃ ɛd wɑ̃ɲ kwit pot]

toujours est-il que je n'avais pas pu les tenir hein, elles étaient parties mon gars [couleuvres]

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

Bepred arri traoù evel-se a-wezhioù, arri e ra se a-wezhioù gwech ha gwech all.

[ˈbopəd aj tʁɛw vəˈsɛ ˈweʒo aj ʁa ze ˈweʒo gweʒaˈgweʒal]

Ça arrive encore parfois, ça arrive de temps en temps. [intoxications]

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

ordin

Gwelet an temoù Ordin ha Abaoe ordin

Evel e vez lavaret, n'eus ket 'met traoù mat e-barzh, han-se eo oblijet da vezañ mat, met se, se, ne gerzh ket ordin bepred.

Vèl vé lât, neus ke mé trèw mat bars, ansé è oblijet te véañ mat, mèt sé, zé, gèrs ked ordin bopet.

Comme on dit, il n'y a que des bonnes choses dedans, par conséquent il est obligé d'être bon, mais ça, ça ne marche pas toujours.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

1. Eñ a vije dornet e-barzh ar gêr goude. Peotramant e vije dornet e-barzh ar park a-wezhioù marteze. 2. Nann, e-barzh ar gêr e vijent degaset ordin.

1. Eñ vijé dornet bah gêr goudé. Pétaman vijé dornet bah park (a)wêjo matéé. 2. Nann, bah gêr vijènt diêsed ordin.

1. Ensuite, on le battait [le blé] à la maison. Ou bien on le battait parfois dans le champ peut-être. 2. Non, on l'amenait toujours à la maison.

1. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
2. Plac'h, 1946, Pederneg
(dastumet gant Riwal)

E-barzh ar solier, me a lavar dit, a-wezhioù ne vije ket brav mont e-barzh ar solier ordin hañ. Ne vije ket brav ordin mont e-barzh ar solier.

Bah zoier, mé lâr dit, (a)wêjo vijé ke braw mon bah zoier ordin añ. Vijé ke braw ordin mon bah zoier.

Dans le grenier, je te dis, ce n'était pas toujours agréable d'aller dans le grenier.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

1. 'Tije ur vatezh pe unan bennaket ordin. 2. Ur vatezh, ya.

1. Tijé vates pé un bénnaked ordin. 2. Vates, ya.

1. Tu avais toujours une servante ou quelqu'un. 2. une servante, oui.

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

1. Te ne 'ta ket bet ur machin da c'horo bepred. 2. Nann ? 1. Nann avat. Te a c'horoe gant da daouarn ordin.

1. Té ta ke bé machin de horo bopet. 2. Nann ? 1. Nann vat. Té horoé gan de dawarn ordin.

1. Toi tu n'as jamais eu de machine à traire en tout cas. 2. Non ? 1. Non alors. Toi tu as toujours trait à la main.

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

Pa vije d'ober mont d'ar gare da gas patatez pe un dra bennak evel se, e vije ret din mont gantañ ordin. Peogwir ne glevje ket an otoioù oc'h arruout na mann ebet.

Pé vijé d'or mon te gare de gas patates pé en dra benna vesé, vijé rét tin mon gantañ ordin. Pegur glèwché ket 'n otoio 'h aiet na mann bét.

Quand il fallait aller à la gare apporter les pommes de terre, ou quelque chose comme ça, il fallait toujours que je l'accompagne. Parce qu'il n'aurait pas entendu les voitures arriver ni rien.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Kazi ordin e vije, e lakae he zan tro-ha-zro evel se, ha e-barzh ar c'hreiz 'h arrue un tamm deus pep tu, ha evel se ne vije ket rostet ar c'hreiz bepred kement, ma 'nije boutet anezhe tout e-barzh ar c'hreiz e vije bet rostet kreiz ar grampouezhenn.

Karjé ordin vijé... laké i zan tro-a-zo vesé, a bah hrèis ’h aié ’n tamm deus pop tu, a vesé vijé ke rostet hrèis bopet kémèn. Ma nijé boutet nè toud bah hrèis vijé bé rostet krèiz grampouenn.

Elle mettait presque toujours son feu tout autour comme ça, et un peu [de chaleur] arriver au milieu de chaque côté, et comme ça le milieu ne cramait pas. Si elle les avait toutes mises [les petites bûches] au milieu, le milieu des crêpes aurait été cramé.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

oh, se a zo bet ordin 'vat

[o ze zo bed ɔr'din hat]

oh, ça a toujours existé [les moustiques]

Frañswa ar Bihan, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

me 'meus gwelet honnezh gros ordin

[me møz 'gwɛ:lə hɔ̃:s gros 'ɔrdin]

je l'ai toujours vu gros [grand, l'arbre]

Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)

Gwelet frazennoù all...