Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

mal (faire –)

gloaziañ

Gwelet an tem En em c'hloaziañ

Gant ar paotr-saout feiz ne vefont ket ken gloaziet, tamm e vefont marteze ha e reont ul lamm pelloc'h ha neuze e droc'hont an orjalenn.

[gãn pot’sɔwt fe võŋ kə ken ’glaːʒət – tãm võŋ ma’tee a ʁɛŋ ə lãm ’pɛlɔχ a nœhe ’dʁɔhõŋ nɔʁ’jɑːlən]

Le fil électrique ne leur fait pas si mal, juste un peu peut-être, et elles [les vaches] font un saut plus loin et alors elles coupent le fil de fer.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)