Klask
« a-wechoù »
Frazennoù kavet : 483
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25
-
🔗 1. ya, itañsion a vez d'ober a-wechoù kwa, ya ! arri eo strikt hañ ! evuruzamant ! 2. arri eo strikt met arri eo poent ivez, gant tout ar pezh a arri, a soñj din eo... n'eo ket « arri eo strikt » 1. taolioù kontell a vez ! arri eo an taolioù kontell bremañ, eo an gwashañ !
[...]
1. oui, il faut faire attention parfois quoi, oui ! c'est devenu sévère hein [sécurité routière] ! heureusement ! 2. c'est devenu sévère mais il est temps aussi, avec tout ce qui arrive, je pense que c'est... ce n'est pas « devenu sévère » 1. il y a des coups de couteaux ! voilà les coups de couteau maintenant, c'est le pire !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 met me... a-wechoù e vezan o soñjal se, pa 'h an d'ober hom c'homisionoù, « nom de diou ! emezon-me, damen ! 'welan ket nemet tud livet partout, dam ! ar re-se, emezon-me, 'gleont ket kaozeal brezhoneg kalz, 'soñj ket din »
[...]
mais moi... parfois je pense à ça, quand je vais faire nos courses, « nom de dieu ! dis-je, dame ! je ne vois que des gens de couleur partout, dame ! ceux-là, dis-je, ne doivent pas savoir beaucoup parler breton, je ne pense pas »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 me 'meus bet klevet ma vamm o lâret... a-wechoù, gwechall e vije... boñ, kannet ha neuze e vije bervet an dilhad ba al lessiveuse evel-just, hag eu... a-benn an deiz war-lerc'h ar beure 'vije ket ken al lessiveuse war... war an trebez, hag e vije arri war... war... war al leur e-lec'h e vije bervet an dilhad
[...]
moi j'ai entendu ma mère dire... parfois, qu'autrefois on... bon, battait et aussi on bouillait les habits dans la lessiveuse bien sûr, et euh... pour le lendemain matin la lessiveuse n'était plus sur... sur le trépied, et elle était arrivée sur... sur... sur l'aire où l'on bouillait les habits [croyance surnaturelle]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. peotramant neuze, a-wechoù... gwechall 'meus bet klevet anezhi o lâret... a... a sante unan... unan bennak o sachal an niñselioù 2. daon ya 'vat ! traoù drol a vije klevet ar reoù gozh o lâret
[...]
1. ou sinon alors, parfois... autrefois je l'ai entendue dire... que... qu'elle sentait... quelqu'un qui tirait sur les draps 2. dame oui ! on entendait les anciens dirent des choses bizarres
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. me, pa 'h aen... du-mañ, pell zo... e oan yaouank, feiz, 'oa ket... 'oa ket kole ebet du-mañ pe... a-wechoù e vije ur c'hole ivez, a-wechoù 'vije ket amañ ba... ba ar menajoù a oa, daou pe dri all, kas ar vuoc'h d'ar c'hole, ha goude neuze da dont d'ar gêr e vije lâret « ma 'peus c'hoant da... e derc'ho... ma 'peus c'hoant... ar... ar vuoc'h a derc'ho deus da c'hole, e vo laket mailh dezhi war he c'hein da vont d'ar gêr ! » sell aze traoù drol hañ kar... te 'teus gwelet ober ? 2. 'meus ket 1. 'teus ket 2. se 'meus ket nann 1. menajoù xxx ( ?) e vije mailh, xxx ( ?) e dose anezhañ, oc'h esa pegañ anezhañ, hag e lârent dimp « grit intañsion e gouezho ar mailh hañ ! ma 'h a betek ar gêr eo mat »
[...]
1. moi, quand j'allais... chez moi, il y a longtemps... j'étais jeune, ma foi, il n'y avait pas... il n'y avait pas de taureau chez moi ou... parfois il y avait un taureau aussi, parfois il n'y en avait pas ici à... dans les fermes il y en avait, deux ou trois autres, emmener la vache au taureau, et après alors pour revenir à la maison on disait « si vous voulez que... qu'elle garde... si vous voulez... la... la vache garde [la semence] de ton taureau, on lui met de la boue sur son dos pour revenir à la maison ! » en voilà des choses bizarres car... toi tu as vu faire ? 2. non 1. non 2. ça je n'ai pas vu, non 1. des fermes xxx ( ?) il y avait de la boue, xxx ( ?) il la tassait, essayant de la coller, et ils nous disaient « faites attention que la boue ne tombe hein ! si elle va jusqu'à la maison c'est bon »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. betek bezañ zo... 2. petra ? daou vloaz ? 1. tri bloaz ? 2. tri bloaz ? 1. daou pe dri bloaz, aze 'oa ket kat ken hañ, hag e... e vrec'h, boñ, e vrec'h... 'nea ket nemet unan ! c'hoazh eo ret gwelet ! petra a ra gant ur vrec'h ! 2. ya 1. hag eu... ar vrec'h kleiz koulskoude kwa 2. a-wechoù e vije laket xxx ( ?) 1. inkomprenabl !
[...]
1. jusqu'à il y a... 2. quoi ? deux ans ? 1. trois ans ? 2. trois ans ? 1. deux ou trois ans, là il ne pouvait plus, et son... son bras, bon, son bras... il n'en avait qu'un ! et encore il faut voir ! ce qu'il fait avec un bras ! 2. oui 1. et euh... le bras gauche pourtant quoi 2. parfois on mettait xxx ( ?) 1. incroyable !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. nann, a-wechoù 'vez ket nemet un tamm... 2. pa 'vez ket nemet eu... 1. a-wechoù 'teus un tamm aksidant bihan 2. ya 1. ha out... ifomet pe lazhet...
[iˈfomət]
1. non, parfois ce n'est qu'un petit... 2. quand il n'y a que euh... 1. parfois tu as un petit accident 2. oui 1. et tu es... défiguré ou tué...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 « daonet e vo ma ene, emezañ ! graet 'nea trizek barrikenn chistr, emezañ, ha n'eus... hag... n'eus... 'dapfont ket, emezañ, d'ar chistr nevez ! » « n'eo ket posupl e oant kat d'evañ kement-se ! » « me a lâr dit eo ! emezañ, n'eus ket nemetañ oc'h evañ ba ar gêr, emezañ, me 'h a da welet anezhañ a-wechoù, ec'h evan ur bannac'h... ur bannac'h, hag unan bennak... a dremen, emezañ, » na pa 'h afe ur varrikenn gant an dremeniri, 'na ket... 'na ket james... eñ 'na lonket anezhe tout ! ya, ah, ya ! tout ! eñ 'na lâret se din, « tout... n'out ket kat da gompren, emezañ ! » tout 'na lonket anezhe, ur varrikenn ar miz war e gont !
[...]
« que mon âme soit damnée, dit-il ! il avait fait treize barriques de cidre, dit-il, et il n'y a... et... il n'y a... ils ne feront pas, dit-il, la jonction avec le cidre nouveau ! » « ce n'est pas possible qu'ils puissent boire tant que ça ! » « je te dis que si ! dit-il, il n'y a que lui qui boit à la maison, dit-il, moi je vais le voir parfois, je bois un coup... un coup, et quelques-uns... passent, dit-il, » même si une barrique était consommée par les gens de passage, il n'avait... il n'avait jamais... il les avait toutes bues ! oui, ah, oui ! toutes ! il m'avait dit, « toutes... tu ne peux pas comprendre, dit-il ! » il les avait toutes bues, une barrique par moi pour sa pomme !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 e gêr e oan eu... plijout a rae din ober, ober a raen a-wechoù, unan bennak 'neus bet tañveet anezhe, « oh, n'out ket kat d'ober un dousenn ? n'out ket kat d'ober div dousenn eviton ? » et puis voilà ! partiet evel-se, de fil en aiguille
[aˈweʃo]
à la maison j'étais euh... j'aimais bien faire [des crêpes], je faisais parfois, quelques-uns ont goûté, « oh, tu ne peux pas m'en faire une douzaine ? tu ne peux pas m'en faire deux douzaines ? » et puis voilà ! c'est parti comme ça, de fil en aiguille
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 Tad Yvon Briand, Yvon, e vab zo ba ar menaj. En retred emañ bremañ. Ha feiz, e oa vont da dimeziñ. E dad a oa o vont da dimeziñ, an deiz-se. Me a oa e skol e Rospez. Hag e oamp... feiz, e oamp aet da welet ivez war... pa vije un eured a-wechoù pe xxx ( ?), e vije skoet pejoù, xxx ( ?) ur pezh bennak.
[...]
Le père d'Yvon Briand, Yvon, son fils est dans la ferme. Il est en retraite maintenant. Et ma foi, il allait se marier. Son père allait se marier, ce jour-là. Moi j'étais à l'école à Rospez. Et nous étions... ma foi, nous étions aller voir aussi sur... quand il y avait une noce parfois ou xxx ( ?), on jetait des pièces, xxx ( ?) une pièce ou deux.
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 a-wechoù e vez ar Fod Vihan hag ar Fod Vras, da dizanavezout anezhe
[... vodˈviˑən a vodˈvɻaˑz̥ - ...]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 da c'hwec'h eur 'h aer... 'h aer e-barzh, ya ! ya, ya ! ya met... 'vez ket debret diouzhtu ivez, a-wechoù ivez, ur c'hard eur pe ugent munutenn a-raok ma komañser, met... da c'hwec'h eur e vezer sañset da vont bepred, ha... da greistez e vez eu... e vez merenn ya, ya, ya... ha sell aze ! evel-se emañ ma buhez
[...]
à six heures on va... on y va [au réfectoire], oui ! oui, oui ! oui mais... on ne mange pas tout de suite non plus, parfois non plus, un quart d'heure ou vingt minutes avant qu'on ne commence, mais... à six heures on est censés y aller, et... à midi il y a euh... le déjeuner oui, oui, oui... et voilà ! ma fille est ainsi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Terez Fulub (ar C'halvez), ganet e 1927 e Lanleñv, o chom e Pempoull, tud bet ganet e Lanleñv / Lanleñv.Dastumer : Tangi (2026-08-29)
-
👂 🔗 bremañ zo arri graet tier all, reoù marc'hadmat aze un tamm a-wechoù, met aze e oa eu... ur plas, à droite, evel 'h ae d'Yvias, a vije graet Kerc'hal dioutañ, ya, Kerc'hal
[... - ... - ... - ... - ... - ... iˈvjas - ... kɛꝛˈhaːl ... - ja - kɛꝛˈhaːl]
Lanleñv
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Terez Fulub (ar C'halvez), ganet e 1927 e Lanleñv, o chom e Pempoull, tud bet ganet e Lanleñv / Lanleñv.Dastumer : Tangi (2026-08-29)
-
👂 🔗 eu... ya, Kervaria an Iskuid, an Iskuid hein ! n'eo ket an Is... a-wechoù e vez skrivet « an *Iskid » met dre fazi
[... - ja - kɛꝛˌvaʁjaˈniskwit - ˈniskɥit ... - ... - ...]
Plouha
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsez Favro, ganet e 1948 e Plelin, o chom e Gwengamp, tud bet ganet e Plelin / Plelin.Dastumer : Tangi (2024-11-25)
-
👂 🔗 unan doute 'na en em suisidet, 'na ket nemet 49 ans pa 'na en em suisidet, ya, hag eu... egile, egile a oa ur feneant eu... egile 'h ae da welet eu... ti eu... ti ur voisine, daoust hag-eñ 'dihe ket ezhomm komisionoù, douzh ar vilajenn met... met... met se 'oa ket o rol sañset ivez ! machin eu... machin hein ! neuze e arrient... e arrient amañ a-greiz-tout eu... a-wechoù e arrient en-dro kreistez, a-wechoù e arrient goude-merenn, 'da... 'da eur ebet eu... 'da eur ebet d'arriet na mann ebet hein !
[...]
l'un d'eux s'était suicidé, il n'avait que 49 ans quand il s'était suicidé, oui, et euh... l'autre, l'autre était un fainéant euh... l'autre allait voir euh... chez euh... chez une voisine, est-ce qu'elle n'avait pas besoin de courses, du village mais... mais... mais ça ce n'était pas leur rôle en principe non plus ! machin euh... machin hein ! alors ils arrivaient... ils arrivaient ici tout à coup... parfois ils arrivaient vers midi, parfois ils arrivaient l'après-midi, ils n'avaient... ils n'avaient pas d'heure euh... ils n'avaient pas d'heure pour arriver ni rien hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 ben ya eu... e dremene ba ar c'hafe, ar pezh... a-wechoù e livrent... ur sac'had gwinizh, met hennezh a tremene ba ar c'hafe !
[...]
ben oui euh... il passait dans le bistro, ce que... parfois ils livraient... un sac de blé, mais celui-là passait dans le café [était dépensé au bistro] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 met a-wechoù, machin, e soñjan-me... e soñjan-me, « met penaos e arrien-me d'ober tout an traoù-se ? »
[...]
mais parfois, machin, je crois... je crois, « mais comment arrivais-je à faire toutes ces choses-là ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 nann, a-wechoù ya ! ya, gant... gant Maiwenn, Maiwenn on dit « rez ur pok da mamm... da mammig-kozh ! »
[...]
non, parfois oui ! oui, avec... avec Maïwenn, à Maïwenn on dit « fais un bisou à grand... à grand-mère ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ah, ya, sur ! te a vez pa... douar evit ar re all 2. ya, (klea ?), ya... 1. se zo arri ganin ya 2. tud futoc'h evit ar re all a-wechoù, kalz
[...]
1. ah, oui, assurément ! toi tu es quand... des terres pour les autres 2. oui, xxx ( ?), oui... 1. ça m'est arrivé oui 2. des gens plus futés que les autres parfois, beaucoup [profiteurs du remembrement]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Remond Konan, ganet e 1937 e Ploueg-ar-Mor, o chom e Ploueg-ar-Mor, tud bet ganet e Plouriou / Plouriou.
– Mari-Madelen Mengi, ganet e 1946 e Eviaz, o chom e Ploueg-ar-Mor.Dastumer : Tangi (2026-05-20)
-
👂 🔗 Milin Taviou, ya ! met me eu... n'on ket yaouank ha 'meus poan eu... a-wechoù e ankouaan, met Milin Taviou, ya, emichañs ! peogwir 'meus bet adgraet Pont Taviou
[ˌmiˑlinˈtaˑvju - ja - ... - ... - ... - ... ˌmiˑlinˈtaˑvju - ... - ... põnˈtaˑvju]
Goudelin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi (2024-06-05)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25