Klask
« bepred »
Frazennoù kavet : 1186
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55 56 57 58 59 60
-
🔗 ha me... me... me zo o chom ba an traoñ aze, ba ar menaj du-hont, hag e oa... e oa brein ar c'hoad, e oa graet kofraj simant tro-a-zro dezhañ, evit ordin, hag e oa ba ar porzh « ha hennezh 'vreino ket bepred, ale ! mat eo jeu ! » pa oan aet a-raok, 'ma troc'het ar viñs, diwarneañ, hag ar viñs d'ar ferraille, ha graet un toull ba an douar ba ar porzh, sachet gant an trakteur neuze... aze emañ ! ba an donder-se emañ ba an douar, ar presouar, aze e chomo ! ya 'vat ! ya, feiz, ur blok simant 'ma graet, simant-tout kazi, simant ha mein
[...]
et moi... moi... moi j'habit[ais] dans le bas là, dans la ferme là-bas, et il [pressoir] était... le bois était pourri, on lui avait fait un coffrage en ciment tout autour, pour toujours, et il était dans la cour « et celui-là ne pourrira pas toujours, allez ! impeccable ! » quand j'étais parti, j'avais coupé la vis, de dessus lui, et la vis à la ferraille, et j'avais fait un trou dans la terre dans la cour, tracté avec le tracteur alors... il est là ! il est enfoncé de cette profondeur-là dans la terre, le pressoir, il restera là ! mais oui ! oui, ma foi, j'avais fait un bloc de ciment, tout en ciment quasiment, en ciment et en pierres
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ya, en em grouget e oa, ya, gwelet a rae e oa... feiz, e oa o vont da vezañ poursuivet, ya, ha feiz, an asurañs a gerzhe, ar Buzulier bepred kwa met feiz... laket e oa reoù all ha feiz, goude, eñ a oa marv, feiz, peogwir e oa en em suisidet, en em gavet bec'h warnañ, ah, ya 'vat ! 'oa ket kamarad gant Roje kar...
[...]
oui, il s'était pendu, oui, il voyait qu'il allait... ma foi, qu'il allait être poursuivi, oui, et ma foi, l'assurance marchait, [celle] de Le Buzulier toujours quoi mais ma foi... d'autres [portes] avaient été mises et ma foi, après, il était mort, ma foi, puisqu'il s'était suicidé, il s'était retrouvé sous pression, ah, mais oui ! il n'était pas ami avec Roger car...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 nann, pa oa gouvezet se goude, prest a-walc'h dek vloaz goude, daou vreur-kaer ba ar friko, mezv ! o-daou ! savet jeu etreze, ur pennad-mat goude... oh, e oant... xxx ( ?) an deiz-se ba ar friko, ar boeson 'na graet tout, ya, « serr-te da c'henou bepred loen brein ! te n'out ket nemet un assassin », ya... « petra ? te zo o tretiñ da vreur-kaer deus un assassin ? memestra, emezañ, traiter da vreur-kaer deus un assassin ! te, emezañ, zo xxx ( ?) gros dezhañ ! » « me a lâr dit eo un assassin », ya, dam ! xxx ( ?) kontañ (ur bochad ?) traoù an dud, hemañ 'na krouget gwreg Pier... gwreg Pier Roparzh « 'neus ket graet ! » « met gwir eo se ! me a lâr dit eo gwir ! »
[...]
non, quand on a sû ça après, pratiquement dix ans après, deux beaux-frères au repas, ivres ! tous les deux ! une dispute avait éclaté, un moment après... oh, ils étaient... xxx ( ?) ce jour-là au repas, l'alcool avait tout causé, oui, « ferme ta gueule toujours connard ! tu n'es qu'un assassin », oui... « quoi ? tu es en train de traiter ton beau-frère d'assassin ? quand même, dit-il, traiter ton beau-frère d'assassin ! toi, dit-il, tu lui (l'accuses gravement ?) ! » « moi je te dis que c'est un assassin », oui, dame ! les gens commençaient à raconter (beaucoup ?) de choses, lui il avait pendu la femme de Pierre... la femme de Pierre Ropars « il n'a pas fait ! » « mais ça c'est vrai ! je te dis que c'est vrai ! »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Mamm a lâre se, ya 'vat ! hag eñ, feiz, ar gazeg 'na kaozeet bepred ! ya 'vat ! « petra a refomp arc'hoazh ? petra a vo graet arc'hoazh ? » 'na goullet eu... e batron gant ar c'hezeg, war un tamm plouz e oa kousket, ya 'vat ! « oh ! » ar gazeg 'na respontet anezhañ « kas ac'hanout d'an douar ! » an... anterriñ anezhañ, marv e oa en noz-se, gwir e oa, tout an dud 'na bet kredet goude, sell aze kaojoù c'hoazh kar... « kas... kas ac'hanon d'an douar... » Mamm 'na lâret se, ar gazeg 'na kaozeet « petra a refomp arc'hoazh ? » 'na goullet gante « kas ac'hanout d'an douar ! »
[...]
Maman disait ça, mais oui ! et lui, ma foi, toujours est-il que le cheval avait parlé ! mais oui ! « que ferons-nous demain ? qu'est-ce qu'on fera demain ? » avait demandé euh... son patron aux chevaux, il était à dormir sur de la paille, mais oui ! « oh ! » le cheval lui avait répondu « te mener en terre ! » l'en... l'enterrer, il était mort cette nuit-là, c'était vrai, tous les gens avaient cru après, en voilà des racontars encore car... « me... me mener en terre... » Maman avait dit ça, le cheval avait parlé « que ferons-nous demain ? » qu'il leur avait demandé « te mener en terre ! »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Evel zo bah Kamlez ivez ! Kamlez ha Kroaz ar Skijo, pa 'h ez da Berwenan. Aze e oa ur c'harrefour... aze emañ bepred. Modifiet eo bet. Hag e oa ur person... hag a oa e anv... ankoueet 'meus an anv ar person ! 'Meus ket bet anavezet anezhañ met dre... me a oa yaouank d'ar c'houlz-se. Eñ a oa bev d'ar c'houlz-se c'hoazh a-hervez. Ha eñ a c'honeze partout ! Ar person-se. Partout !
[... kɑ̃mˈle̞ˑz ... - kɑ̃mˈle̞ˑz a ˌkɹ̥waˈskiˑʒo]
Comme il y a à Kamlez aussi ! Kamlez et Kroaz ar Skijo, quand tu vas à Perwenan. Là il y a carrefour... il est toujours là. Il a été modifié. Et il y avait un curé... dont le nom était... j'ai oublié le nom du curé ! Je ne l'ai connu que par... j'étais jeune à cette époque-là. Il était encore vivant à cette époque-là à ce qu'il parait. Et lui il gagnait partout ! Ce curé-là. Partout !
Perwenan
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 nann met bepred zo eu... tri verk oto zo bet eu... gelvet hañ !
[...]
non mais toujours est-il que euh... [les modèles de] trois marques automobiles ont été euh... rappelés !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ya, hennezh zo da Briand, da Louis, Briand ar Skivid gwechall, ha eo dezhañ bepred, ya, ya, Louis *Brigand... Briand ar Ski... e-lec'h zo yer aze, ur bern, eo... ar Skivid, ya, ar Skivid eo anv ar plas, n'eo ket anavezet nemet Louis ar Skivid, Briand... aze zo ur bern Brianted, neuze e vez lâret Louis ar Skivid, deus unan
[ja - ... - ... ˈskiˑvid ... - ... - ja - ja- ... - ... - ... - ... - ... - ˈskiˑvit – ja - ˈskiˑvid ... - ... ˈskiˑvit - ... - ... bɻiˈjɑ̃ntət - ... ˈskiˑvit̚ - ...]
Rospez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ar Boched 'na graet kalz, ba ar batrioted 'oant ket, met kemeret e oant evel patrioted, e oa arri an Almanted, tapet anezhe, kaset anezhe da Grec'h Lagadurien ! unan a oa Jañ Dagorn e anv bepred, ya, 'meus ket anavezet nemet... derc'het 'meus soñj, lakat anezhe e-pign ! gant krigi ! hag... hag amarret o-daou war-dreñv, ha lâret « distokit deus ar re-seoù », 'na lâret ar Boched, (vis kreñv en e c'horf ?), ya, den 'na stoket, 'dant lesket anezhe da vizeriñ ken e oant marvet, e oant bet eizhtez ! en-pign, ya, e oant marvet gant krigi met bepred... ya, ba Krec'h Lagadurien ya, 'meus aon e oa laket tri e-pign, gant an Almanted
[ˌkɹ̥e̞ɣlagaˈdyˑɻjən - ˌkɹ̥e̞ɣlagaˈdyˑɻjən]
les Boches avaient fait beaucoup [d'exécutions], ils n'étaient pas dans les patriotes, mais ils avaient été pris comme patriotes, les Allemands étaient arrivés, [ils] les avaient attrapé, emmené à Krec'h Lagadurien ! un s'appelait Jean Dagorn toujours, oui, je n'ai connu que... je me souviens, [ils] les avaient suspendu ! avec des crochets ! et... et [ils] les avaient attachés par derrière, et [ils avaient] dit « écartez-vous d'eux ! », que les Boches avaient dit, (il était en furie ?), oui, personne n'avait touché, ils les avaient laissé souffrir jusqu'à ce qu'ils décèdent, ils avaient été huit jours ! suspendus, oui, ils étaient morts en raison des crochets mais toujours est-il... oui, à Krec'h Lagadurien oui, je crois qu'ils étaient trois suspendus, par les Allemands
Pleuveur-Bodou
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 1. ya, toet eo en ruz bepred ! gwelet e vez ac'hann, gwelet e vez ac'hann deus ar park 2. teol ! teol 1. teol ruz 2. teol 1. ya, gwelet e vez an ti deus... deus ar park, me a wel anezhañ bemdez pa 'h an ba ar c'horn ar park, sell ! an ti ruz, se zo... adc'hraet eo a-nevez ! bet eo gwerzhet abaoe, ya 'vat !
1. [ja - ... - ... - ...] 2. [ˈtiwl - ˈtiwl] 1. [ˌtiwlˈɻyˑ] 2. [ˈtiwl] 1. [ja - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
1. oui, elle [maison] a une couverture rouge toujours ! on la voit d'ici, on la voit d'ici du champ 2. des tuiles ! des tuiles 1. des tuiles rouges 2. des tuiles 1. oui, on voit la maison du... du champ, je la vois quand je vais dans le coin du champ, tiens ! la maison rouge, ça c'est... elle a été refaite récemment ! elle a été vendue depuis, mais oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 evomp ur bannac'h bepred ! n'eo ket... xxx ( ?)... o vrigouilhat, a-benn ar fin en em gav sec'hed
[...]
buvons un coup toujours ! ce n'est pas... xxx ( ?)... en bavardant, finalement la soif arrive
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ya, he fark a oa... feiz, d'he fried, ha bepred e oa muioc'h acharnet evit he fried, o c'houll arc'hant evit ar park...
[...]
oui, son champ était... ma foi, à son époux, et toujours est-il qu'elle était plus coriace que son époux, en demandant [beaucoup] d'argent pour le champ...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. ar Fod zo unan ivez 2. ar Fod 1. an douar zo gant Petit Pierre 2. ar Fod, ya, gant Le Grand, deus Servel, ar Fod 1. ar Fod, Brelevenez 2. ar menaj zo ba Brelevenez 1. ya 2. oh, ya ! e bord hent eu... 1. ar Fod ! douar gleb 2. war an hent ar Rusked diouzhtu, war an hent ar Rusked da vont da Louaneg, an douar e bord an hent aze 1. an douaroù a-raok, e bord an hent 2. douar gleb, à droite aze 1. ar Fod 2. ya 1. ar Fod ! an hini eo 2. ya, ar Fod a vez lâret 1. ar Fod 2. ar Fod 1. n'eo ket ar Fod 2. ya, ar Fod 1. ar Fod 2. ni a lâr ar Fod bepred kwa !
1. [əˈvoˑd ...] 2. [ˈvoˑt] 1. [...] 2. [ˈvoˑt - ja - ... - ... ˈseɻwəl - ˈvoˑt] 1. [ˈvoˑt - ˌbɛꝛləˈweˑne] 2. [... ˌbɛꝛləˈweˑne] 1. [ja] 2. [... - ...] 1. [aˈvoˑt - ...] 2. [... əˈɻyskəd ... - ... əˈɻyskəd ... luˈɑ̃ˑnək - ...] 1. [... - ...] 2. [... - ...] 1. [aˈvoˑd̥] 2. [ja] 1. [aˈfoˑt̚ - ...] 2. [ja - ˈfoˑd ...] 1. [ˈfoˑt] 2. [ˈfoˑt] 1. [... ˈvoˑt] 2. [ja - ˈfoˑt] 1. [aˈfoˑt] 2. [... ˈfoˑd ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 hag e oa baron, met... bepred e oa... feiz, uhel a-walc'h, hag e wreg... e wreg a oa deus ar C'hruguilho aze, bet ordin, oui, De Lesaleuce
[... - ... - ... - ... - ... - ... hɹyˈgyʎo ... - ... - ... - ...]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 Jean-François Even eo Komanant ar C'higer bepred kar...
[... ko̞mɑ̃nˈhiɟɛꝛ ...]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. gwelet a ran, pa saver Pont ar Stank, ba an hent-se, deus... deus... 2. ba ti Cam... ma... 1. war-grec'h 2. ba ti mab Camille 1. hein ? 2. ti mab... ti mab Camille bepred da gentañ 1. ya met ba an traoñ, ma gomansomp ba Pont ar Stank, goude ti Fransoa Gwilhou 'h aer war hent Kervaria, aze emañ... ar C'hrec'h Uhel ! ar menaj-se, hag e oa les Lamours e-barzh, ba an hini bihan, à gauche pa saver, ar C'hre... Krec'h Uhel, ar C'hrec'h Uhel, Krec'h Uhel
1. [... - ... ˌpõnə̆ˈstɑ̃ŋˤ - ... - ...] 2. [...] 1. [...] 2. [...] 1. [...] 2. [... - ...] 1. [... - ... ˌpõnˈstɑ̃ŋˤ - ... ˌkɛɻvaˈɻija - ... - hɻe̞ˈhuˑəl - ... - ... - ... - ... - hɻe̞ - kɹ̥e̞ˈhuˑəl - hɻe̞ˈhuˑəl - kɹ̥e̞ˈhuˑəl]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 o tornañ e oamp paotr, o tornañ e oamp ba ar menaj e-tal-kichen, ha 'na goullet patron ar menaj gantañ « pelec'h e oas bet dec'h ivez ? » Aflred e oa e anv, « hañ ! dec'h e oan bet e pardon ar Ru Servel, emezañ, ur vilajenn ba Servel, pardon ar Ru, e-kichen an uzinioù, « neuze 'ta... bepred 'ta ket gwelet xxx ( ?)... kar a-hervez e oa ur grammenn gaoc'h-saout... war xxx ( ?), oh, oh, oh ! oh, eñ a oa ur c'hwil ! gwelet 'meus a-bep-sort ba... ya... met 'oa ket rezonabl ! eñ 'na ezhomm e vije kerc'het ar jandarmed war e dro, ya 'vat ! deus Trieux e oa boutet er-maez
[... - ... - ... - ... - ˌɻyˑ ˈzeɻwəl ... - ... ˈzeɻwəl - ... ˈɻyˑ - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ja - ... - ... - ...]
nous étions en train de battre mon vieux, nous étions en traind e battre dans la ferme d'à côté, et le patron de la ferme lui avait demandé « où as-tu été hier ? » il s'appelait Alfred, « ah ! j'ai été au pardon de ar Ru Servel, dit-il, un village à Servel, pardon ar Ru, à côté des usines, « donc tu as... toujours est-il que tu n'avais pas vu xxx ( ?)... car ç ce qu'il parait il y avait une couche de bouse de vache... sur xxx ( ?), oh, oh, oh ! oh, lui c'était une vedette ! j'ai vu de tout à... oui... mais il n'était pas raisonnable ! lui il fallait que les gendarmes s'en occupent, mais oui ! il avait été expulsé du [magasin] Trieux
Servel
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 eñ, an hini 'anav ket hennezh, 'anav ket den ebet bepred !
[...]
lui, celui qui ne le connait pas, ne connait personne toujours !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 met ya, an hini ge... an hini gentañ bepred, e-kichen an Toull Kozh, e-lec'h e oa bet ur skol aze, an Toull Kozh a oa... Le... Temple
[... - ... - ... - ... tulˈkoˑs - ... - ntulˈkoˑz ... - ...]
Lanleñv
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 1. ya, amañ ar pont, à Lanleñv bepred, Moulin de Lanleff, ar Ch... ar Sirk ! 2. c'était le Moulin du Cirque mais en français quoi 1. c'était le... oui !
1. [ja - ... - a lɑ̃ˈlẽˑ ... - ... - ... - ˈsiɻk - ] 2. [...] 1. [... - ...]
Lanleñv
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 ya, pas... pas nemeur, met un tamm bepred, oh, ya ! ya, unan benanket ya, ya ! geus ivez, ya, ya, met peogwir 'meus eu... ur familh vras, 'mez... 'mez un dra bennaket... emaint... emaint deus... deus parroujoù... tost, hag e arriont... bepred un dro bennaket, ya, kazi bemdez, ral eo an deiz 'mez ket
[...]
oui, pas... pas trop [des personnes pour discuter], mais un peu quand même, oh, oui ! oui, quelques-unes, oui ! si, oui, oui, mais puisque j'ai euh... une grande famille, j'ai... j'ai quelque chose... ils sont... ils sont de... de communes... proches, et ils viennent... toujours une fois ou l'autre, oui, presque tous les jours, c'est rare les jours où je n'ai pas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Terez Fulub (ar C'halvez), ganet e 1927 e Lanleñv, o chom e Pempoull, tud bet ganet e Lanleñv / Lanleñv.Dastumer : Tangi (2026-08-29)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55 56 57 58 59 60