Frazenn n° 98085
-
🔗 Mamm a lâre se, ya 'vat ! hag eñ, feiz, ar gazeg 'na kaozeet bepred ! ya 'vat ! « petra a refomp arc'hoazh ? petra a vo graet arc'hoazh ? » 'na goullet eu... e batron gant ar c'hezeg, war un tamm plouz e oa kousket, ya 'vat ! « oh ! » ar gazeg 'na respontet anezhañ « kas ac'hanout d'an douar ! » an... anterriñ anezhañ, marv e oa en noz-se, gwir e oa, tout an dud 'na bet kredet goude, sell aze kaojoù c'hoazh kar... « kas... kas ac'hanon d'an douar... » Mamm 'na lâret se, ar gazeg 'na kaozeet « petra a refomp arc'hoazh ? » 'na goullet gante « kas ac'hanout d'an douar ! »
[...]
Maman disait ça, mais oui ! et lui, ma foi, toujours est-il que le cheval avait parlé ! mais oui ! « que ferons-nous demain ? qu'est-ce qu'on fera demain ? » avait demandé euh... son patron aux chevaux, il était à dormir sur de la paille, mais oui ! « oh ! » le cheval lui avait répondu « te mener en terre ! » l'en... l'enterrer, il était mort cette nuit-là, c'était vrai, tous les gens avaient cru après, en voilà des racontars encore car... « me... me mener en terre... » Maman avait dit ça, le cheval avait parlé « que ferons-nous demain ? » qu'il leur avait demandé « te mener en terre ! »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)