Temoù
Ar pezh ac'h a e-barzh
-
👂 🔗 al libistr
['li:bis]
mélange d'œuf et de lait à étendre sur les crêpes
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. ya, ar grampouezhenn a oa mat met ar briz a oa ivez 2. ar briz a oa spontus ! 1. eu... ben da... 2. unan ! ur grampouezhenn 1. ur grampouezhenn gwernis... ben ya ! gortoz eu... boñ... 2. priz a werzhez-te un dousenn 1. ya, muioc'h ivez 'vat ! evit ur grampouezhenn gwerniset evel-se ac'hanta... 2. keroc'h evit gwerzh un dousenn ! 1. 'gavi ket kalz... 2. amañ ! ya ! 1. 'gavi ket kalz nebeutoc'h evit eu... dix euros hein !
[...]
1. oui, la crêpe était bonne mais le prix l'était aussi 2. le prix était épouvantable ! 1. euh... ben ta... 2. une ! une crêpe 1. une crêpe garn... ben oui ! attends euh... bon... 2. le prix que tu vends toi une douzaine 1. oui, et plus aussi ! pour une crêpe garnie comme ça eh bien... 2. plus cher que la vente d'une douzaine ! 1. tu ne trouveras pas beaucoup... 2. ici ! oui ! 1. tu ne trouveras pas beaucoup moins que... dix euros hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 krampouezh uoet ! « boñ ! ben... ar reoù diwezhañ, 'h an d'ober reoù uoet », met neuze ar reoù all a vije... feiz, ni a vije leun hom c'hof gant... gant krampouezh, met eu... 'lakee ket sukr, krampouezh sal a rae kwa !
[yˈjowət]
des crêpes à l'oeuf ! « bon ! ben... les dernières, je vais les faire à l'oeuf », mais alors les autres étaient... ma foi, nous avions le ventre plein avec... avec les crêpes, mais euh... elle ne mettait pas de sucre, elle faisait des crêpes salées quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ya met d'ar c'houlz-se e raent krampouezh sal, voilà ! voilà ! gwechall ba ar menajoù e vije graet krampouezh sal ha goude neuze e vije graet prejoù krampouezh, ah, met... ar baotred, n'eo ket gant ur grampouezhenn evel-se... pa vefont o labourat bah ar parkoù, e gargfont o... oc'h estomag, ha setu ma... ma vamm 'meus gwelet oc'h ober pezhioù krampouezh, ha neuze e vije laket un u war-benn, e vije tev 2. 'tije peoc'h gante 1. hag un tamm amann !
[...]
1. oui mais à cette époque-là ils faisaient des crêpes salées, voilà ! voilà ! autrefois dans les fermes on faisait des crêpes salées et après alors on faisait des repas de crêpes, ah, mais... les hommes, ce n'est pas avec une crêpe comme ça... quand ils travaillent dans les champs, qu'ils remplissent leur... leur estomac, et voilà ma... ma mère je l'ai vu faire de grosses crêpes, et alors on mettait un œuf dessus, elles étaient épaisses 2. tu avais la paix avec eux 1. et un peu de beurre !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)