Frazenn n° 1803
-
👂 🔗 ha Ru Krog, ya, Krog, Ru Krog ya, eñ zo war hent ar gar, ha c'hoazh, ha c'hoazh zo ur groaz du-hont 'ba... hent ar gar, 'teus ket gwelet ar groaz 'ba... pa vezez arri eu... a-raok arriet 'ba ar gar, un tamm mat, un tamm mat... un tamm mat a-raok arriet 'ba ar gar kwa, 'ba beg ar c'hra kazi
[a ɹyˈkɹɔːk - ja ˈkɹɔːk - ɹyˈkɹɔːg ja - ˌhẽˑ zo waɹ hɛn ˈgɑˑɹ - a ˌhwɑs - a ˌhwɑs so əɹ ˈgɹwɑːs ˈtyˑən bah - ? - ˌtøs kə ˈgwe̞ːlə ˈgɹwɑːs bah - pe ve̞z ˌɑj ə - ˌɹo̞ˑg ˈɑjə bah ˈgɑːɹ - tɑ̃ˈmɑt tɑ̃ˈmɑt - tɑ̃ˈmɑt ˌɹo̞ˑg ˈɑjə bah ˈgɑːɹ kwa - ba ˌbeg ˈhɹɑˑ ˌkɑhe]
et Ru Krog, oui, Krog, Ru Krog oui, ça c'est sur la route de la gare, et encore, il y a encore une croix là-bas sur... la route de la gare, tu n'as pas vu la croix à... quand tu es arrivé euh... avant d'arriver à la gare, bien, bien... bien avant d'arriver à la gare quoi, en haut de la côte presque
Bear-Bodlezan
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi