Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

hanter

Stummioù :

moitié

  • 👂 🔗 Ha me 'mo an hanter all.

    A mé mo 'n anter all.

    Et moi j'aurai l'autre moitié.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Hopla, oh, an hanter anezhañ zo aet er-maez.

    Opla, o, 'n anter néañ zo èt mês.

    Hopla, oh, la moitié est sortie [s'est renversé].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 hanter ar miz-mañ ec'h arru ar goukoug

    ['hɑ̃ntər 'mi:zmɑ̃ 'hɑj ə 'gukuk]

    le coucou arrivera à la moitié du mois

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

moitié (à –)

  • 👂 🔗 Ha neuze goude neuze, pa vije arri hanter boazh, neuze gant ar sklisenn, a vije graet deus hennezh...

    A neuhé goudé neuhé, pé vijé ai anter boah, neuhé gan skliñsenn, vijé gwèt deus heñs...

    Et alors, quand elle [la crêpe] était à moitié cuite, alors avec la spatule, comme on l'appelait...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 hanter-vrein

    ['hãntər vrɛjn]

    à moitié pourris

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hanter-stag eo

    ['hãntər sta:g ɛ]

    c'est à moitié attaché, fixé

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hanter-dorret 'meus unan

    ['hɑ̃ntər'dɔrət møz yn]

    j'en ai à moitié cassé un, abîmé un [un œuf]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hanter-graet

    [ˌhɑ̃ntər'gwɛt]

    à moitié fait

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket nemet hanter-graet

    [ne kə mɛ ˌhɑ̃ntəˈgwɛt]

    elle n'est qu'à moitié faite

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Arru int hanter valeüruzet tout bepred.

    [aj iŋ 'hãntə valy'ʁuːʒət tut bɔpət]

    Ils [mes doigts] sont arrivés tout amochés.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 n'int ket hanter-debret

    [niɲ cəd ˌɑ̃ntəʁ'dɛ:bət]

    elles ne sont même pas à moitié mangées [compotes]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'neus ket hanter-debret anezhañ

    [nøs kə 'hɑ̃ntəʁ 'dɛ:bəd neɑ̃]

    il n'en a même pas mangé la moitié

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ken e stoke en plafond, kazi n'eus ket moaien... ha bezañ a oa un eskabo, ha 'ba ar baignoire n'onn ket penaos... hag e oa bet a-hed ur vuhez oc'h ober Daniel ! ha 'na graet ha 'na sachet, 'na cheñchet an ampoulenn, ha 'ma lâret da Daniel, met a-hed ur vuhez e oa bet o cheñch an ampoule ! ha goude 'h eo pa 'meus lesivet salle de bain, 'ma gwelet, hopala ! hemañ a oa o vont da gouezhañ ur wech bennaket ! 'oa ket hanter-laket en e blas !

    [ken ˈstɔke̞ ˈnplɑfɔ̃n - ˈkɑhe nøs kə ˈmo̞jən - a ˈbeːɑ̃ wa ne̞sˈkɑːbo - a bah ... nɔ̃ kə pəˈno̞s - a wa be ˌhedəˈvyːe ˈho̞ːbəʁ daˈɲɛl - a na gwe̞t a na ˈʒɛʃət na ˈʃɛ̃ʃə nɑ̃ˈpuːlən - a ma lɑːt tə də daˈɲɛl - mɛ ˌhedəˈvyːe wa be ˈʃɛ̃ʃ nɑ̃mˈpul - a ˈguːde he̞ pa møz leˈsiːvət ... - ma gwe̞l hɔpəˈla - ˈhemɑ̃ zo fɔ̃n tə ˈgweːɑ̃ weʒ bəˈnɑkət - wa kə ˌhɑ̃ntəʁ ˈlɑkə - ni ˈblɑs]

    tellement qu'il touchait le plafond, il n'y a presque pas moyen... et il y avait un escabeau, et dans la baignoire je ne sais comment... et Daniel avait été une éternité à faire ça ! et il avait fait et il avait tiré, il avait changé l'ampoule, et j'avais dit à Daniel, mais il avait été une éternité à changer l'ampoule ! et c'est après quand j'ai lessivé la salle de bain, hop là ! celui-ci allait tomber un jour ou l'autre ! il n'était même pas à moitié fixé [plafonnier]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 unan 'na... hanter-brenet anezhañ ha lesket anezhañ goude... en abandon

    [ˈyˑn na - ˌhɑ̃ntəɹ ˈbɹeːnə ˌneˑɑ̃ a ˈlɛskə ˌneˑɑ̃ ˌguˑde - naˈbɑ̃ːdɔ̃n]

    quelqu'un l'avait... à moitié acheté et laissé ensuite... à l'abandon

    Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.

    Dastumer : Tangi

demi

  • 👂 🔗 C'hwec'h eur, c'hwec'h eur hanter, a-benn seizh eur ordin e vije ar machin da c'horo o tont en-dro heñ. A-benn eizh eur, eizh eur hanter e vije fin da c'horo.

    hwèh eur, hwèh eur anter, bènn sèiz eur ordin vijé machin de horo ton dro eñ. Bènn èiz eur, èiz eur anter vijé fin da horo.

    La machine de traite était en marche pour six heures, six heures et demie, sept heures. Pour huit heures, huit heures et demie, la traite était terminée.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz goude evel just e oa savet, debret lein war-dro eizh eur hanter nav eur, ha feiz, adeured a oa an deiz war-lerc'h aze.

    A fé goudé vèl-just oa savet, dèbe lèin war-dro èiz eur hanter, naw eur, a fé, hadeuret oa ’n dé war-lèrh ahé.

    Et ensuite, bien sûr, on s'était levé, on avait pris notre petit-déjeuner vers huit heures et demi neuf heures, et le lendemain c'était le retour de noces.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Betek, betek... Me ne oaran ket pet eur avat. Teir eur, teir eur hanter, peder eur, deus beure.

    Béték, béték... Mé oarañ ke péd eur ha. Tèr eur, tèr eur hanter, pédér eur, deuz beuré.

    Jusqu'à... Je ne sais pas quelle heure. Trois heures, trois heures et demie, quatre heures du matin.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Betek div eur, div eur hanter deus ar beure.

    Bétêk div eur, div eur anteur deuz beuré.

    Jusqu'à deux heures, deux heures et demie du matin.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Daou vloaz a zo bihan hañ ? (oh ya) Memes daou vloaz hanter a zo bihan.

    [dow lɑː zo ˈbiən ɑ̃ ˈmɛmə dow lɑː ˈhɑ̃təʁ zo ˈbiən]

    Deux ans c'est petit [pour aller à l'école], hein ? Même à deux ans et demi c'est petit.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Amañ a oa partiet dec'h da seizh eur...da seizh eur da noz a oa partiet betek...betek eizh eur hanter evit ar beure.

    [ˈɑ̃mɑ̃ paʁˈtiət deχ də ˈsɛjzəʁ də ˈsɛjzəʁ də nɔ̃ːs wa paʁˈtiət də ˈbekɛ ˈbekə ˈɛjzəʁ ˈhɑ̃ntəʁ wi ˈbœːʁe]

    Ici il est parti hier à sept heure du soir jusqu'à huit heure et demi ce matin. [le courant]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Met bezañ zo a sav abred, bezañ zo a sav... sav... pemp eur hanter c'hwec'h eur, bemdez hañ.

    [mɛ be zo zɑv aˈbʁed be zɑ zɑ ˈpɛməʁ hɑ̃təʁ ˈwɛhəʁ ˈbɑ̃wde ɑ̃]

    Mais il y en a qui se lèvent tôt, il y en a qui se lèvent à cinq heures et demi, six heures, tout les jours hein.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

deux fois

  • 🔗 tremen an hanter muioc'h

    ['tremɛn 'nɑ̃ntər 'myɔh]

    plus de deux fois plus

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi