Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

meskañ

Gwelet an tem Meskañ

Stummioù :

mélanger

  • 🔗 meskañ a ran anezhe

    [mesk ə rɑ̃ nɛ:]

    je les confonds

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 meskañ a ra anezhe un tamm

    [mesk ra nɛ: tɑ̃m]

    il les mélange un peu

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa veskez n'eo ket yen

    [pe ’veskɛs nɛ kə ji:n]

    quand tu remues [tu bouges] il ne fait pas froid

    Gant : If Allain, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 lec'h emañ eu... ar machin bremañ, n'eo ket an tennis eu... golf, exact ya, arri on krog da... meskañ anezhe tout

    [ˌle̞x mɑ̃ ə - maˌʃiˑn ˈbo̞mɑ̃ - ne̞ kən tɜˈnis ə - ... ja - ˌɑj ɔ̃ ˈkɹo̞ˑk tə - ˈmeskɑ̃ ˌne̞ ˈtut]

    là où se trouve euh... le machin maintenant, ce n'est pas le tennis euh... golf, exact oui, je commence à... tous les mélanger

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e veskez se ervat aze

    ['veskɛz ze vɑ:d 'ɑhɛ]

    tu mélanges ça bien là

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Me a vesk anezhe tout, ar galleg hag ar brezhoneg a bep sort.

    [me ves nɛ tut ˈgaləg a bʁeˈzɔ̃nək bop sɔʁt]

    Moi je mélange tout, le français et le breton.

    [litt. « moi je les mélange tous, le français et le breton de toutes sortes »]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 mesket ha admesket ha...

    ['meskəd a had'meskəd a]

    mélangé et mélangé de nouveau et...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

brasser

  • 🔗 Ya meskañ an avel hañ, meskañ avel !

    [ja ˈmeskɑ̃ ˈnɑːwəl ɑ̃ ˈmeskɑ̃ ˈɑwəl]

    Oui brasser de l'air, brasser de l'air !

    [gesticuler]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

agiter (s'–)

  • 🔗 arru eo da veskañ

    [ɑj ɛ də 'veskɑ̃]

    le voilà qui commence à s'agiter [bébé]

    Gant : Monik ar Beskont, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hemañ zo o veskañ neuze da vat pa vo... pa vo ar reoù all oc'h achuiñ

    ['hemɑ̃ so 'meskɑ̃ 'nœ:he də'vɑt pe vo pe vo ɹew al ɑ'ʃy:ĩ]

    celui-là s'active pour de bon alors quand... quand les autres finissent

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi