Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
petra
Stummioù :
qu'est-ce que
-
👂 🔗 Ha neuze ar gazeg a-wezhioù 'h arete, petra a c'hoari da homañ, a-wezhioù e vije lavaret, homañ a aret.
A neuhé gazek (a)wêjo 'h arété, pra hoai de homañ, (a)wêjo vijé lâret, homañ arèt.
Et alors parfois la jument s'arrêtait. Il disait : « Qu'est-ce qu'il lui arrive à celle-ci ? Elle s'arrête. »
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Feiz goude, pa oant partiet quoi goude, Marcel a oa retornet neuze, ha neuze petra a soñjez ?
Fé goudé, pé oant partiet quoi goudé, Marcel oa rétornet neuzé, a neué pra joñjes ?
Ensuite, quand ils sont partis, Marcel est revenu. Alors qu'est-ce que tu en penses ?
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Moc'h a oa ivez. Ya. Ya. Div... Petra a oa, div pe deir wiz, pe evel se, ha neuze moc'h bihan ha...
Moh oa ie. Ya, ya. Diw… Pra oa, diw pé dèr wis, pé vesé, a neuhé mox pïen ha…
Il y avait des porcs aussi. Oui, oui. Deux... Qu'est-ce qu'il y avait, deux ou trois truies environ, et des porcelets et...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn 'nije roet boued d'ar re-se ha neuze me a oar petra 'nije d'ober, lakat plouz dindan ar saout a vije d'ober ivez ha neuze heu...
Bènn nijé roe bwét te ré-hé, a neuhé mé oar pra nijé d’ober, lake plous tinan zowt vijé d’or ie, a neuhé eu…
Pour quand il les avait nourries, et fait tout ce qu'il avait à faire, je ne sais pas, il fallait mettre de la paille sous les vaches aussi et...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Petra a zo ?
[pra zo]
Qu'est-ce qu'il y a ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Petra eo se c'hoazh ?
[pʁa ɛ ze wɑːs]
Qu'est-ce que c'est que ça encore ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Hag evel-se e vez lâret petra a lârez ouzhpenn ?
[a veˈsɛ ve laːʁ pʁa ˈlaːʁes spɛn]
C'est comme ça que ça se dit, qu'est-ce que tu dis de plus ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 petra eo ar machin-se ?
[pra ɛ maʃin'ze]
qu'est-ce que c'est que ce truc ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra eo ret ober ?
[pra ɛ rɛd 'o:bər]
qu'est-ce qu'il faut faire ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra a soñjez deus se ?
[prɑ 'ʒɔ̃:ʒɛs døs se]
qu'est-ce que tu penses de ça ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 o vont d'ober petra out ?
[võn do:r pra ut]
qu'est-ce que tu vas faire ?
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra a lârez ?
[pra 'lɑ:rɛs]
que dis-tu ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra a rin bremañ ?
[pra rĩ 'bremɑ̃]
qu'est-ce que je vais faire maintenant ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra zo arru ganit ?
[pra zo aj 'gɑ̃nit]
qu'est-ce qui t'arrive, t'es arrivé ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra a lârez ?
[prɑ 'lɑ:rɛs]
que dis-tu ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra eo ?
[prɑ hɛ]
qu'est-ce que c'est ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra eo hennezh ?
[prɑ ɛ hẽ:s]
qu'est-ce que c'est celui-là [quel animal est-ce] ?
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra oan o c'houll ganit dec'h aze ?
[prɑ wɑ̃n hul gɑ̃’nid deh ’ɑhe]
qu'est-ce que je t'avais demandé hier là ?
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Ne oaran ket petra sinifi met se eo mann ebet.
[waˈʁɑ̃ kə pʁa ziˈnifi mɛ ze ɛ mɑ̃n bet]
Je ne sais pas ce que ça signfie mais ce n'est rien.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 petra 'h an d'ober bremañ emezañ ?
[pʁa hɑ̃ do̞:ʁ 'bomɑ̃ meɑ̃]
qu'est-ce que je vais faire maintenant dit-il ?
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha petra ac'h ae da gerc'hat 'ba ar parkeier
[a pa'ʁɑ: he də 'gɛʁhəd bah paʁ'kɛjəʁ]
et qu'est-ce qu'elle allait chercher dans les champs
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra emaint o c'hortoz, al labourerien-douar ?
[prɑ mɛɲ 'hɔrtos ˌlabu'rɛrjən 'duar]
qu'est-ce que les paysans attendent là ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
ce que
-
👂 🔗 1. Ha feiz, hennezh na renket kemer... 2. La suite goude. 1. La suite goude neuze, da arat an douar ha d'ober tout an traoù ha da c'houzout petra lakat pelec'h ha tout.
1. A fé, heñ na rènke kémèr… 2. La suite koudé. 1. La suite koudé neuhé, da ared ’n douar a d’or tou ’n trèw, a de hoût pra laket plèh a tout.
1. Et il avait du prendre... 2. La suite après. 1. La suite après, pour labourer la terre et tout, et pour savoir ce qu'il fallait mettre où et tout.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Te a oar se... petra a oa du-mañ !
Té oar zé... pra oa du-mañ !
Toi tu sais ça ? Ce qu'il y avait chez nous. [ironique]
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 « Met, emezon-me, delc'hen a ri mat dezhañ ? » « Ya ya, emezi, me a dalc'ho mat dezhañ, ne sellin ket petra a vi oc'h ober, met... ne vin ket kat d'ober marteze, met me a dalc'ho mat dezhañ ervat. »
Mèt, moñmé, dèrhèn ri mat téañ ? Ya ya, mèi, mé derho mat téañ. Zèllin ke pra vi ’h or, mèt... Vin k’ kat t’or matéé, mèt mé derho mat téañ vat.
« Mais, dis-je, tu le tiendras bien ? » « Oui oui, dit-elle, moi je le tiendrai bien, je ne regarderai pas ce que tu feras, mais... Je ne pourrai peut-être pas le faire [regarder], mais je le tiendrai bien. »
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 goût a ran petra eo neuze
[gu:d ə rɑ̃ para ɛ 'nœhe]
je sais ce que c'est alors
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
quoi
-
👂 🔗 Gant petra 'h eo graet ? Gant per pe gant... ?
Gan pra hè gwèt ? Gan pêr pé gan... ?
Avec quoi il est fait ? Avec des poires ou avec... ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kar ar gachenn peurvuiañ a-hend-all e vezont graet, e vez graet kazi ordin trempañ anezhe e-barzh... e-barzh un alkol bennak. Ya, ar re-mañ a drempez anezhe e-barzh petra ? E-barzh petra 'ta trempet da gachenn un tamm ?
Ka gachenn pèrvuiañ hènd-all vènt gwèt, vé gwèt karjé ordin trèmpañ né barh... barh 'n alkol bénnak. Ya, ré-mañ drèmpès nè barh para ? Barh para ta trèmpet te gachenn tamm ?
Car les gâteaux en général sinon, on les trempe presque toujours dans... dans de l'alcool. Oui, tu as trempé ceux-ci dans quoi ? Dans quoi as-tu trempé tes gâteaux un peu ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah beñ hennezh zo paotr yaouank ivez ha zo e-unan gant e vamm aze ha n'onn ket petra.
A beñ heñ so pod yowank ie, a zo ihun gan i vamm ahé, a n'onn ke pera.
Il est célibataire et il est seul avec sa mère.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze e roe... 'Meus aon e roe boued d'ar moc'h pe 'meus ket soñj petra.
A neuhé roé... Meuz owen roe bwét te moh, pé meus ke joñj pra.
Et alors il donnait... Je crois qu'il donnait à manger aux cochons ou je ne me rappelle plus quoi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 petra teus ezhomm ?
[pra tøz e:m]
de quoi à tu besoin ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra ?
[pa'ra]
quoi ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra 'teus ezhomm ?
[pra ts e:m] [pra tøz e:m]
de quoi as-tu besoin ?
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evit ober petra ?
[wid o:r pra]
pour faire quoi ?
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra ?
[pə'ra]
quoi ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh zo evit petra ?
[hẽ:s so wit pə'ra]
celui-là [ça] est pourquoi faire ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an deiz-se, ni oa o vont d'ober petra ?
['ndese nim wa vɔ̃n to:r pə'ra]
ce jour-là nous allions faire quoi ?
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... a vez lâret petra ?
[ve lɑ:r pə'ra]
... on dit quoi ?
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oa goulennet ganin gant medesin Majer 'ba Gwengamp euh... ya met... petra micher a raen
[a wa ’gu:lə gə’nĩ gɑ̃n mœ’dœsin ’mɑ:ʒər ba ’gwɛngɑ̃m ə ja mɛ pɾɑ ’miʃər rɛn]
et on m'avait demandé, le médecin Mager à Gwengamp euh... oui mais... quel métier je faisais
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha te a lâr petra ?
[a te lɑ:r pra]
et toi tu dis quoi ?
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 petra
[pe'tɾɑ]
quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 petra ?
[prɑ:]
quoi ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gant petra eo graet ?
[gɑ̃n pra ɛ gɛt]
avec quoi [quel matériau] il est fait ?
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket aezet goût petra d'ober ken kwa
[nɛ kəd 'e̞:zɛd gu:t pɾa do̞:ʁ ken kwa]
ce n'est pas facile de savoir quoi faire quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi