Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
lazhañ
Gwelet an temoù Lazhañ ha Lazhañ ar gouloù
Stummioù :
tuer
-
👂 🔗 lazhañ anezhi, lazhañ ur geliedenn, n'eo ket frikañ anezhi
[’lɑ:hɑ̃ nɛj - ’lɑ:hã gɛ’ʎe:dən - ne̞ kə ’fricã nɛj]
la tuer, tuer une mouche, ce n'est pas l'écraser
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « Ac'hanta, ma deu da vat, emezi, e vo dit. » Deut e oa da vat, met me n'onn ket pelec'h e oa aet, pe e oa lazhet e-barzh ar gêr, pe e oa aet... Me 'ma ket bet anezhañ.
Hanta, ma deu de vat, mèi, vo dit. Deud oa de vat, mè mé n’onn ke plèh oa èt, pé oa lahet bah gêr, pé oa èt... Mé ma ke bêt néañ.
« Eh bien, s'il guérit, dit-elle, il sera à toi. » Il avait guéri, mais je ne sais pas où il était allé, s'il avait été tué à la maison ou si... Mais je ne l'avais pas eu.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kontant labourat e oa, paour-kaezh loen, met arru e oa re gozh quoi da lavaret miret anezhi, lazhet 'nije anezhi en ur momed, lakat anezhi da labourat ar pezh a oa ezhomm d'ober quoi.
[’kõntãn la’buːʁə wa pɔkəs’lwe̞ːn – mɛ ’aj wa ’ʁegos kwa də ’laːt ’miːʁə ’nɛj – ’lahə niʒe ’nɛj nə ’mɔmət – ’lakə ’nɛj dla’buːʁət ’pes wa ’eːm ’dɔːʁ kwa]
Elle voulait bien travailler, la pauvre bête [jument], mais elle était arrivée trop vieille pour qu'on puisse la garder. Il l'aurait tuée en un instant en la mettant à faire ce qu'il fallait faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
éteindre
-
👂 🔗 lazhet 'peus ar chofaj memestra ?
[ˈlɑːhɛ pøs ˈʃo̞faʃ mo̞sˈtʁɑ]
vous avez éteint le chauffage quand même ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lazh an tan dindan ar c'hafe
[lah tã:n di’nã:n ə 'hafe]
éteins le feu sous le café
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me ac'h a da lazhañ anezhañ, eñ a vez o tont en-dro amañ e-pad an deiz
[me ha də 'lɑhɑ̃ neɑ̃ hẽ̞: ve tɔ̃n dro 'ɑ̃mɑ̃ pa:n de:]
je vais l'éteindre [radio], elle fonctionne ici toute la journée
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ec'h implijez muioc'h c'hoazh ma lazhez anezhañ libr
[him'plijɛz 'myɔh hwɑs ma 'lɑhɛz neɑ̃ lip]
tu consommes encore plus si tu l'arrêtes complètement [radiateur]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evit lazhañ anezhañ
[wid 'lɑhɑ̃ neɑ̃]
pour l'éteindre [l'appareil]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ya, lazh an tele. Hardi.
[ja lah ən 'tele 'haʁdi]
Oui, éteins la télé, ne te gêne pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal