Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

gant

Stummioù :

avec

  • 👂 🔗 Ya peogwir eñ a oa e-unan gant e vamm ivez.

    Ya pegur eñ oa ihun gan i vamm ie.

    Oui parce qu'il était seul avec sa mère.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-raok e oa e vamm gantañ, ha e vamm a c'horoe quoi.

    Rog oa i vamm gantañ, a i vamm horoé quoi.

    Avant, sa mère était avec lui, et sa mère trayait [les vaches].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Gant petra 'h eo graet ? Gant per pe gant... ?

    Gan pra hè gwèt ? Gan pêr pé gan... ?

    Avec quoi il est fait ? Avec des poires ou avec... ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Riwal zo deut gant ur c'hachenn vat.

    Riwal zo deut gan eu c’hachenn vat.

    Riwal est venu avec un bon gâteau.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Geo, pa on chomet er gêr gant Maman goude, pa...

    Gé, pé on chome gêr gan Mañmañ goudé, pé...

    Si, quand je suis restée à la maison avec Maman, quand...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Surtout war an hent gant... gant an ostilhoù ha tout. Charañ traoù ha neuze gant remorkoù ha traoù.

    Surtout war 'n èn gan... gan ostilhoù a tout. Charañ 'n trèw a neuhé gan reumorkcho a trèw.

    Surtout sur la route, avec les outils et tout. Charroyer des choses, avec les remorques et tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha pikat beterabez a vije graet gant ar machin-se ivez.

    A pikat bétrabes vijé gwèt gan machin zé ie.

    Et on piquait les betteraves avec cette machine aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 An dud goude a rae fagodennoù gant... gant se.

    'N dut goudé rè vagodènnoù gan sé.

    Ensuite, les gens en faisaient des fagots.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah beñ hennezh zo paotr yaouank ivez ha zo e-unan gant e vamm aze ha n'onn ket petra.

    A beñ heñ so pod yowank ie, a zo ihun gan i vamm ahé, a n'onn ke pera.

    Il est célibataire et il est seul avec sa mère.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, gant podoù neuze e vije goroet.

    Ya, gan poujo neuhé vijé goroet.

    Oui, on trayait avec des pots [= les pots de la machine à traire].

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha ne oamp ket arri e-barzh ar bourk c'hoazh, ha e oa ur c'hamion a-drek, pa oan o tont er-maez gant ma saout, deut e oant er-maez tout eüruzamant, ha e oa ar c'hamion war-lerc'h, feut feut feut feut feut feut, n'arete ket un tamm.

    A oam ked ai bah bourk hoas, a oa hamion drék, pé oan ton mês, gan me zowt, deud oant mês tout, évuruzaman, a oa hamion war-lèrh, feut feut feut feut feut feut, n’arété ked en tamm.

    Nous n'étions pas encore arrivés au bourg, et il y avait un camion derrière, quand j'étais en train de sortir mes vaches, heureusement elles étaient toutes sorties, et le camion était derrière, tut tut tut tut, il n'arrêtait pas un instant.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Gant n'houla ket gwelet e rez.

    [gɑ̃ ˈnuːl kə gwɛs]

    Puisqu'elle ne veut pas, tu vois bien.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ganti a oari brezhoneg sell !

    [ˈgɑ̃ti ˈwɑʁi bʁeˈzɔ̃nək səl]

    Tu vas apprendre le breton avec !

    [ironique]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Hañ gant... gant Tangi a deski.

    [ɑ̃ː gɑ̃nəː gɑ̃n ˈtɑ̃gi ˈdiski]

    Hein avec Tangi tu vas apprendre.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Hag heñ a vez graet eoul gantañ ha da... alimant a vez... (T : Eoul hag alimant hañ ?) Ya daou, daou seurt e vez graet.

    [a he̞ː ve gɛ ˈiwul ˈgɑ̃tɑ̃ a daː aˈlimɑ̃n ve - ja dow dow sɔʁt ve gɛt]

    Et on en fait de l'huile et... de l'aliment... (T: De l'huile et de l'aliment hein ?) Oui on en fait deux sortes de choses.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 E vanka dezhi mont d'he loch peotramant a vo debret evit an noz gant al louarn.

    [ˈvɑ̃ŋka dɛj vɔ̃n di loʃ peˈtɑ̃mɑ̃n vo ˈdɛbə wi nɔ̃ːs gɑ̃n ˈluaʁn]

    Elle a intérêt à rentrer sinon elle risque d'être mangée par le renard cette nuit.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Just ya. (Vez klevet diouzhtu an aksant.) Gant an aksant e vez gouvezet ya. (Ya, ya dre se oarez.) Ha me a gaoze brezhoneg dionte neuze, neuze e vez lorc'h en enne, sur ya, ne chomont ket pell !

    [ʒys ja - gɑ̃n ˈnaksɑ̃n ve guˈveət ja - a me ˈgoze bʁeˈzɔ̃nək ˈdɔ̃tɛ a ˈnœe ˈnœe ve loʁh ˈnenɛ zyʁ ja ʃoˈmɛɲ cə pɛl]

    Oui exactement. (On entend tout de suite l'accent.) Avec l'accent on sait [tout de suite] oui. (Oui, oui tu sais comme ça.) Et moi je leur parles en breton alors ils sont contents, oui certainement, ils ne restent pas longtemps ! [démarchage téléphonique]

    [bezañ lorc'h en ennañ [ˈbeɑ̃ loʁs ˈnenɑ̃] signifie « être content » d'après le locuteur; et non pas « être fier » ]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Gant soñjal deus pelec'h emañ hemañ o tont !

    [gɑ̃n ˈʒɔ̃əl døs plɛχ mɑ̃ ˈhemɑ̃ tɔ̃n]

    Ils se demandent d'où est-ce qu'il sort !

    [en parlant de lui même, car il s'adresse en breton aux télévendeurs]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Gant traoù evel-se a vez dañjer quoi.

    [gɑ̃n tʁɛw veˈsɛ ve ˈdɑ̃jəʁ kwa]

    Il y a un danger [des risques d'intoxication] avec ce genre de choses. [poêles]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Daou bred gant unan ?

    [dow bʁeːd gɑ̃ yn]

    Deux repas en un [dis-tu] ? [sauter un repas]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Gant an doureier hag an avelaj.

    [gɑ̃n duˈʁejəʁ a naˈwelaʃ]

    À cause des pluies et du vent incessant.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Kouezhet eo ar vur gant an avelaj.

    [kwet ɛ vyːʁ gɑ̃ naˈwelaʃ]

    Le mur est tombé à cause du vent incessant.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Aet eo ar vur e-traoñ gant an doureier hag an avelaj.

    [ɛd ɛ vyːʁ tʁow gãn duˈʁejəʁ a naˈwelaʃ]

    Le mur s'est écroulé à cause des pluies et du vent incessant.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Bern charre gant honnezh.

    [bɛʁn ˈʃɑʁɛ gɑ̃n hɔ̃ːs]

    Beaucoup de remue-ménage avec elle !

    [lors d’un déménagement]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Gant se n'aio ket a-bell.

    [gãn ze ˈnɛ tʲə bɛl]

    Avec ça il n'ira pas loin. [dans la vie]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Goulenn a rin ganti.

    [ˈgulə rĩ ˈgɑ̃ti]

    Je lui demanderai.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Eñ a oa prizioù evel-se gantañ.

    [hẽ wa ˈpʁiʒo vəˈsɛ ˈgɑ̃tɑ̃]

    Il proposait, il pratiquait des prix comme ça. [litt. « il y avait des prix comme ça avec lui »]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Me ne gomprenan ket mann ebet gant tout stal-se !

    [me gɔ̃pʁeˈnɑ̃ kə mɑ̃n bet gɑ̃n tut stɑːl ze]

    Je ne comprends rien à tout ce bazar !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Ne teus mann ebet da welet gant se.

    [tøs mɑ̃n bet də ˈwɛlət gɑ̃n ze]

    Tu n'as rien à voir avec ça, ça ne te regarde pas, tu n'es pas concerné.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

par

  • 👂 🔗 A-raok e oa al lieuz e vijent troc'het gant an dud, ne vije ket ?

    Rog oa lieuz vijènt trohet gan ’n dud, vijé ket ?

    Avant d'avoir la lieuse, ce sont les gens qui les coupaient, non ?

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me n'on ket bet jenet gant ar machin da c'horo.

    Mé n'on ke bé jénet gan machin de horo.

    La machine de traite ne m'a pas gênée, dérangée.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Beuzet e vefez gant tout al laezh-se.

    Beue véfes gan toud lês-sé.

    Tu te noierais dans tout ce lait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 da gentañ 'na graet ur BTS... koñvers, 'ba Sant-Brieg

    [... - ... - ... zɑ̃mˈbɹiˑɛk]

    au début il avait fait un BTS... commerce, à Sant-Brieg

    Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
    Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.

    Dastumer : Tangi

cause (à – de)

  • 🔗 Oh ya, X 'neus bet d'ober a-wezhioù, gant an trakteur-se.

    [o ja X nøs pe 'dɔːʁ 'wɛːjo gãn 'tʁaktœʁ ze]

    Oh oui, X a eu du tracas parfois, avec ce tracteur.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

à

  • 👂 🔗 Met bepred a-wezhioù, pa 'nije ezhomm da c'houzout un dra bennak, e deue da c'houlenn gant Papa du-mañ.

    Mè boped (a)wêjo, pa nijé émm de hoût 'n dra bénnak, dé de houl gan Papa du-mañ.

    Mais aprfois, quand il avait besoin de savoir quelque chose, il venait demander à Papa chez nous.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me 'meus soñj, feiz, ma vamm-gaer a oa aze c'hoazh hañ, ha 'mijemp, 'meump triwec'h buoc'h da c'horo gant an dorn.

    Mé meus choñch, fé, me vamm-gèr oa ahé hoaz añ, a mijèm, meum triwèh buh te horo gan dorn.

    Je me souviens, ma mère était encore là, et nous avions dix-huit vaches à traire à la main.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah nann, marteze 'meus bet graet gant ma daouarn, ya.

    A nann, martéé meus pé gwèt gan me dowarn, ya.

    Ah non, peut-être que je l'ai fait à la main [traire].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

tellement

  • 👂 🔗 e veze bailhore, ne veze ket moaien da... da gerzhal gant an druz a veze an traoù ordin

    [viʃe ba'ʎɔ:r viʃe kə 'mojən də də 'gɛrzəl gɑ̃n dry: wa ntrɛw ɔr'din]

    il y avait de la boue, il n'y avait pas moyen de... de marcher tellement c'était gras tout le temps

    cf bailhore, DBAV, « boue (de pluie) »

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hemañ 'h eo (vin ?) emezañ dre ar blijadur emezañ gant ar mat eo emezañ

    ['hemə hɛ ? meɑ̃ dre bli'ʒɑ:dyr meɑ̃ gɑ̃n mɑ:d ɛ meɑ̃]

    celui-ci c'est (?) dit-il, par le plaisir dit-il tellement il est bon dit-il [cidre]

    ???

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a skofe an telefon-se n'onn ket pelec'h gant an droug zo ennon

    [me ’skofe tele’fɔn ze nɔ̃ kə ple̞h gɑ̃n druk so enɔ̃]

    moi je jetterais ce téléphone-là je ne sais où tellement je suis en colère

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ar boan 'nije en e gein

    [gɑ̃n bwɑ̃:n niʒe ni gɛɲ]

    tellement il avait mal au dos

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ar start e oa

    [gɑ̃n ə stɑrd wɑ]

    tellement c'était serré

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant klañv on bet

    [gɑ̃n klɑ̃: ɔ̃ bet]

    tant j'ai été malade

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ar gros e oa

    [gɑ̃n groz wa]

    tellement il était gros

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... e oa ju o verañ deus e c'henou gant an druz oa

    [wa ʒy: 've:rɑ̃ døz i 'he:no gɑ̃n dry: wa]

    ...il y avait du jus qui coulait de sa bouche tellement c'était gras

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant an aon din

    [gɑ̃n 'nowən dĩ]

    tellement j'avais peur

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ar riv 'meump

    [gɑ̃n riw mœm]

    tellement nous avions froid

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha den ebet ne gre... ne dremene gant an aon

    [a den'bed ne gre nə dre'me:nɛ gɑ̃n 'ɔwən]

    et personne n'os... ne passait de peur [de croiser les fantômes du carrefour de Kroaz An Ni]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ar start eo

    [gɑ̃n ə stɑrd ɛ]

    tellement il est dur [à ouvrir]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ...gant ar bihan oa

    [gɑ̃n ə 'bijən wa]

    ...[on ne le voyait pas] tellement il était petit

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ar vif int

    [gɑ̃n ə vif iɲ]

    tellement ils sont vifs

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ar skuizh e oan

    [gɑ̃n skwiz wɑ̃n]

    tellement j'étais fatiguée

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... e torri ar c'harlaj gant ar poner eo

    [’toi ’hɑrlaʒ gɑ̃n ə ’pɔ̃ˑnər ɛ]

    ... tu casseras le carrelage tellement elle est lourde

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant ar riv

    [gɑ̃n riw]

    avec le froid

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 he fri gant ar c'hwezhet a oa a oa aet a-dreuz

    [i vɾi: gɑ̃n 'hwe:əd wa wa ɛd dɾœ:s]

    son nez était de travers tellement elle était enflée [zona]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 rampat a ra gant ar sonn eo

    [ʁɑ̃mp ə ʁa gɑ̃n zɔ̃n he̞]

    ça glisse tellement c'est raide [pente, pour un tracteur]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

condition (à – de)

  • 🔗 gant paeañ anezhañ

    [gɑ̃n 'pɛɑ̃ neɑ̃]

    à condition de le payer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

pendant

  • 👂 🔗 Ha neuze gant pardon Trezelan, ha boked Trezelan quoi, ha evel-se e vije...

    [a nœhe gãn 'paːn tʁe'zelən a 'bokət tʁe'zelən kwa – a vəse vije]

    Et à l'occasion du pardon de Trézélan, et de la fête du bouquet de Trézélan, et comme ça il y avait...

    Boked : petite fête profane ayant lieu au printemps

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Libr e vi gant pardon Trezelan ? Ya ya, emezon-me, me ac'h arrio

    [’lib vi gãn ’pɑːn tʁe’zeːlən – ja ja mõme me ’hajo]

    Tu seras libre pour le pardon de Trézélan ? Oui oui, que je dis, je viendrai.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal