Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
dont ha mont
Gwelet an tem An dont-ha-mont
aller-retour
-
👂 🔗 1. Un eur etre dont ha mont memestra. 2. Etre dont ha mont ya.
1. 'N eur tré tont a mon mostra. 2. Tré tont a mont ya.
1. Une heure aller-retour quand même. 2. Aller-retour oui.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha evel-se feiz ec'h on bet deut hag aet gant ma breudeur d'ar gêr.
[a vəse fe hõn bə ’dœt ag ’et kãn ma ’bʁœːdəʁ də ’ge̞ːʁ]
Et ainsi je faisais l'aller-retour [entre l'école et la maison] avec mes deux frères.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
aller et venir
-
🔗 o tont hag o vont e welan anezhañ
[tɔ̃n a vɔ̃n ’wɛ:lɑ̃ ’neɑ̃]
je le vois faire des allers-retours
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Me a deue hag ac'h ae.
[me'dea'he]
J'allais et je venais.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Bremañ n'en em wel ket an dud pell pa n'en em anavezont ket hañ. Peogwir... oh, e welez tud o tremen e-barzh an hent met ne oarez ket piv int ha... feiz, n'ez ket da gaozeal gante na mann ebet quoi. Ma'c'h eont d'an oferenn pe un dra bennak, fidedoulle, e deuont ha ec'h eont, an nen a ra memes tra ha mat.
e deuont ha ec'h eont ['dɛŋ a hɛŋ]
Maintenant, les gens ne se voient pas longtemps quand ils ne se connaissent pas. Parce que... Oh, tu vois des gens passer sur la route mais tu ne sais pas qui c'est et... ma foi, tu ne vas pas parler avec eux ni rien. S'ils vont à la messe ou quelque chose, nom d'un chien, ils vont et viennent, on fait pareil et c'est tout.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal