Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

rigenn

Gwelet an tem Ar roudenn

Stummioù :

rangée

  • 👂 🔗 Ret e vije d'an nen mont eeun te, abalamour d'ober ur regenn eeun.

    Rê(d) vijé (d) nén mon eñven té, bañw t'or rigienn eñven.

    Il fallait aller droit, tiens, pour faire une rangée droite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E oa graet ur mañjour, e oa... neuze e vijent e-barzh... e oa graet ur regenn saout quoi ma kerez.

    Oa gwèd mañjour, oa… neuzé vijènt ba… oa gwèt rigienn zowt quoi ma kées.

    On avait fait une mangeoir... On avait fait une rangée de vaches, si tu veux.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh ya, heu, nann, dek a vije peogwir e oa plas da lakat tregont asambles quoi ma kerez e-barzh ar regenn.

    O ya, eu, nann, deg vijé, pegur oa plas te laket trégon sam(l)es quoi, ma kées, bah rigienn.

    Non, il y en avait dix, puisqu'il y avait la place d'en mettre trente, si tu veux, dans une rangée.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ur rigennad goad

    [ə ɾi’ɟenə ’gwɑt]

    une rangée d'arbres

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Amañ zo ur regennad 'hat, ne oaran ket kaer piv int.

    ['ãmã zo ə ʁi'ɟɛnət hat – wa'ʁãkə 'kɛːʁ 'piw iŋ]

    Là il y en a une rangée, je ne sais pas trop qui c'est.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Aze e vije laket ur regennad bankoù. Ha neuze un daol, a vije laket ivez, ha hoñ a vije uheloc'h evit ar reoù all, ha evel-se pe ka... pe... pe kadorioù ha un tamm a bep sort.

    [ahe viʒe ’lakə ʁi’ɟɛnət pã(ŋ)ko – a nœhe n’doːl viʒe lakəd ie – a hõː viʒe u’elɔh wid ʁew’al a vəse pe ka – pe ka’dœʁio a tãm bop ’sɔʁt]

    Là on mettait une rangée de bancs. Et puis on mettait une table aussi, qui était plus haute que les autres, et comme ça... et des chaises et un peu de tout.

    Pour prendre la photo dans un mariage.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hag ar re-mañ a oa o vont war-draoñ hag ar re all o tont war-grec'h, ar reoù all a oa tout 'ba ur rigenn

    [ag 'ɹemɑ̃ wa o vɔ̃n waɹ'dɾo̞w a ɹew al tɔ̃n waɹ'gwex ɹew al wa tud bah 'ɹi:ɟən]

    et ceux-ci étaient en train de descendre et les autres en train de montrer, les autres étaient tous en ligne

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

file

  • 👂 🔗 hir eo ar rigenn

    [hi:r ɛ 'ri:ɟən]

    la file [de gens] est longue

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

série

  • 👂 🔗 Sell aze ur regennad kaozioù drol 'hat hañ ?

    regennad [ʁi'ɟɛnət]

    En voilà une série [litt. rangée] de paroles bizarres, hein ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal