Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

partir

mont a-raok

  • 🔗 ar reoù all 'h ae tout a-raok

    [rew al hɛ tud ə'ro:k]

    les autres partaient tous

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'ma ket c'hoant 'h afe a-raok

    [ma kə hwɑ̃n 'hɑfe ro:k]

    je ne voulais pas qu'il parte

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kae a-raok !

    [kɛ: ro:k]

    pars !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an dud a-wechoù ac'h arrie ha... pa ne vezent ket servijet ec'h ae a-raok kwa

    [ən dyd 'we:ʒo 'hɑjɛ a pe viʒɛɲ kə zɛr'vi:ʒəd hɛ rok kwa]

    les gens parfois venaient et... quand ils n'étaient pas servis ils partaient quoi

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aet eo a-raok diouzhtu

    [ɛd ɛ rok di'sty]

    il est parti tout de suite

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 arru eo prest da vont a-raok, evit an deizioù adarre

    [ɑj ɛ pre̞st tɔ̃:n ə’ro:k win ’dɛjo 'ɑe]

    elle est prête à repartir, ces jours-ci de nouveau [le coucou]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met ma zad a lâre din « ar reoù all a derc'h da vont a-raok emezañ, ha ma ne chomez ket te amañ emezañ, me zo oblijet da gaout un devezhier amañ emezañ »

    [mɛ mə zɑ:d 'lɑ:rɛ dĩ rew ɑl dɛrh tə vɔ̃n ə'ɾok meɑ̃ a ma 'ʃomɛs kə te 'ɑ̃mɑ̃ meɑ̃ me zo o'bli:ʒəd də gɑ:d de'we:ʒər 'ɑ̃mɑ̃ meɑ̃]

    mais mon père me disait « les autres continuent de partir dit-il, et si toi tu ne restes pas ici dit-il, je suis obligé d'avoir un journalier ici dit-il »

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kae a-raok !

    [kɛs ro:k]

    va devant !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kae a-raok !

    [kɛ ro:k]

    pars, vas-y !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 barrek oc'h ? kae a-raok neuze !

    ['barɛg ɔh kɛ ro:k 'nœhe]

    vous êtes parés ? pars alors !

  • 👂 🔗 an deiz war-lerc'h ec'h aent a-raok neuze

    [de waʁ'lɛʁh hɛɲ ʁo̞g 'nœ:he]

    le lendemain ils partaient alors

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o vont a-raok out ?

    [vɔ̃n ə'ʁo̞g ut]

    tu t'en vas ?

    Gant : Herve ar Beleg, ganet e 1957 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me a oa aet a-raok deus ar barrouz

    [me wa ɛd ɹo:g dəz 'bɑɹus]

    moi j'étais parti de la commune

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze e oa podoù... podoù-laezh evel-se, ha zo bet aet c'hwec'h a-raok

    ['ɑ:he wa 'pu:ʒo ˌpuˑʒo'lɛ:s və'se a zo bed ɛt hwɛx ɹok]

    là il y avait des pots... pots à lait comme ça, et six ont été emportés [volés]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

mont kuit

  • 👂 🔗 Pa vijen arriet e-barzh ar park e renke digoriñ ar robinet abalamour dezhañ da flistrañ, met a-wezhioù... e vije ret din diwall nompas mont re brim kuit, peotramant 'mije arozet anezhañ.

    Pé vijèn ai(et) bah park rènké dioiñ robinet bañw téañ de flistañ, mè (a)wêjo vijé rét tin diwall nompas mon ré brim kuit, pétaman mijé arozet néañ.

    Quand j'arrivais au champ, il fallait que j'ouvre le robinet pour éclabousser, mais parfois je devais faire attention de ne pas partir trop vite, sinon je l'aurais arrosé.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 an hini gozh ac'h ae kuit pa gleve trouz kwa hein

    [n:i go:z hɛ kwit pa 'glɛwɛ tru:s kwa ɛ̃]

    la vieille [la perdrix adulte] partait, quand elle entendait du bruit quoi hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bepred 'ma ket gallet derc'hen mat dezhe, aet e oant kuit paotr

    ['bopəd ma kə 'gɑləd 'dɛrhɛn mɑt tɛ: ɑ̃ ɛd wɑ̃ɲ kwit pot]

    toujours est-il que je n'avais pas pu les tenir hein, elles étaient parties mon gars [couleuvres]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 c'hwi zo o vont kuit ?

    [hwi zo vɔ̃n kwit]

    vous partez ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 emañ o vont kuit, sell

    [mã võn kwit sɛl]

    il s'en va, regarde

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma 'h an kuit eo bu garage

    [ma hɑ̃ kwid e by garaʒ]

    si je m'en vais c'est par le garage

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o vont kuit out ?

    [vɔ̃n kwid ut]

    tu pars ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me zo o vont kuit !

    [me zo vɔ̃n kwit]

    moi je pars !

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag ar reoù a veze aet kuit e veze d'ober klask anezhe

    [a rew viʒe ɛt kwit viʒe do:r klɑs nɛ:]

    et ceux qui étaient partis il fallait les chercher

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kez kuit alese !

    [ke̞s kwit 'lese]

    pousse-toi de là !

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kez kuit alese ! kez... kuit... alese !

    [ke̞s kwit 'lese - ke̞s - kwit - 'lese]

    dégage de là ! dégage... de là !

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha ne 'ma ket 'met hast da welet o... kein o borpant o vont kuit.

    [a ma kə mɛt 'hast tə 'wɛlt o – kɛjn o 'bɔʁpãn võn 'kɥit]

    Et je n'avais qu'hâte de voir le dos de leur veste partir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 oc'h esa mont kuit emañ ?

    ['hɛsa mɔ̃n kwid mɑ̃]

    il essaye de partir ?

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 savet eo, aet eo kuit

    ['zɑ:vəd e̞ - ɛd e̞ kwit]

    elle s'est envolée, elle est partie [mouche]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha goude, « oh non de die ! emezon-me, boñ ! hag e vo ret din kerc'hat an dépanneur, ar reoù all 'h a war-raok, les autres chaines, boñ ! 'h an kuit, 'dalv ket ar boan chom aze peogwir eu... n'a ket war-raok », marteze e oa un evn war an... war eu... an antenne, met geo 'vat peogwir a-benn ur c'hard eur goude e oan addeut da welet parce que... ma n'eus ket e vo ret din mont da... mont... telefoniñ da... da Bercot da dont, et puis euh... euh... neuze e oa addeut, donc e oa un dra bennaket war an anten

    [a ˈguːde - o nɔ̃n de ˈdiːe ˈmɔ̃me̞ - bɔ̃ - a vo ʁe̞t tĩ ˈkɛhəd depaˈnəʁ - ʁew ˈɑl ha waˈro̞k - ... - bɔ̃ hɑ̃ kwit - ˈdɑl kə ˈbwɑ̃ːn ʃo̞m ˈɑhe̞ pəˌguˑʁ ə - ˈna kə waˈʁo̞k - mɛˈtehe wa ən ˈe̞wn waʁn - waʁ ə nɑ̃ˈtɛn - mɛ ge̞w ha pəˈguʁ be̞n ˈhɑʁdəʁ ˈguːde wɑ̃ ˈhɑdːɛd də ˈwe̞ːlət paskə - ma ˈnøs kə vo ʁe̞t tĩ mɔ̃n tə - mɔ̃n - ˌteleˈfɔnĩ də də ˈbɛʁko dɔ̃n - ... - ˈnœhe wa ˈhadːœt - dɔ̃ŋk wa ˌndʁa məˈnɑkə waʁ ˈnɑ̃tɛn]

    et après, « oh nom de dieu ! dis-je, bon ! et je vais devoir aller chercher un dépanneur, les autres fonctionnent, les autres chaines, bon ! je pars, ce n'est pas la peine de rester là puisque euh... ça ne fonctionne pas », peut-être qu'il y avait un oiseau sur le... sur euh... l'antenne, mais si puisque un quart d'heure plus tard j'étais revenue voir parce que... s'il n'y a pas je devrai aller... aller... téléphoner à Bercot pour qu'il vienne, et puis euh... euh... alors c'était revenu [chaines télé], donc il y avait quelque chose sur l'antenne

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

partiañ

Gwelet an tem Partiañ

  • 👂 🔗 Feiz goude, pa oant partiet quoi goude, Marcel a oa retornet neuze, ha neuze petra a soñjez ?

    Fé goudé, pé oant partiet quoi goudé, Marcel oa rétornet neuzé, a neué pra joñjes ?

    Ensuite, quand ils sont partis, Marcel est revenu. Alors qu'est-ce que tu en penses ?

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kamaradezed 'da en he gichen ha maleüruzamant he gamaradezed a oa partiet, ha feiz, e oa en em gavet he-unan.

    Kañmaradézet da ni gichen, a maleuruzaman i gañmaradézed oa partiet, a fé, oa non gâd ihun.

    Elle avait des amies à côté de chez elle, et malheureusement ses amies étaient parties, et elle s'était trouvée seule.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ur bannac'h all ha ur bannac'h all ha ur bannac'h all, met ur bannac'h all pa vezer partiet evel se koura, fidedoulle avat, ha e vez graet... 'h eve hep gouzout dezhañ.

    Bañh all a bañh all a bañh all, mè bannah all pé vèr partiet vesé koura, fidedoullé hat, a vé gwèt... évé èp koût téañ.

    Un verre et un verre et un verre, mais un autre verre quand on est parti comme ça... Il buvait sans s'en rendre compte.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 e oa aet da gerc'hat ar garg delioù hag e oa serret an delioù pell a oa, ha pa oa arri evit serriñ anezhe, e oa naered e-barzh, « daonet e vo », eñ o komañs darc'hañ traoù 'ba ar c'harr, e oa komañset an naered da fiñval hag arriet ur gaerell emezañ, 'tije gwelet an naered o partial tout deus partout, karzhet e oant emezañ gant euh... hoñ a groge en enne hag e varvent hañ, « tak », ken prim-se

    [wa ɛt tə ’gɛrχəd gɑrg ’dɛʎo a wa ’zɛrə ’ndɛʎo pɛl ə wa a pe wa ɑj wid ’zɛrĩ nɛ: wa ’ɛ:rət bɑrs ’tɑ̃wnə vo ẽ̞: ’komɑ̃z ’dɑrχɑ̃ trɛw bah χɑr wa ko’mɑ̃səd ’nɛ:rɛd də ’vĩwəl ag ɑj gɛrl meɑ̃ tiʒe ’gwɛ:ləd ’nɛ:rɛt par’tiəl tut dəs par’tut ’kɑrzə wɑ̃ɲ meɑ̃ gɑ̃n ə hɔ̃: ’grɔ:ge nenɛ a ’vɑrwɛɲ ɑ̃ tɑk ken ’prymze]

    il était allé cherché son chargement de feuilles et il avait ramassé ses feuilles depuis longtemps, et quand il était arrivé pour les ramasser, il y avait des serpents dedans, « nom de dieu », lui de commencer balancer des choses dedans, les serpents avaient commencé à bouger et une belette était arrivée dit-il, tu aurais vu les serpents tous partir de partout, ils avaient détalé avec euh... elle les mordait et ils mourraient hein, « tac », aussi vite que ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze zo bern brankoù hag a barti diwar hennezh aze

    ['ɑhe zo bɛrn 'brɑ̃ŋko a 'bɑrti diwar hẽ̞:z 'ɑhe]

    là il y a plein de branches qui partent de celui-là là [bûche de l'extrémité du têtard]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 alese e deu... ec'h a da... ec'h a da... honnezh a barti deus Bodlezan aze, hag ec'h a dre traoñ... dre traoñ euh... pa 'h ez da Blouared du-hont 'ba 'ba Mabinizan du-hont, e terc'h da vont hag ec'h arru 'ba 'ba... 'ba Lanneven aze

    [ə ’lese da a hɑ də hɔ̃:s hɑ də hɑ də hɔ̃:z ’bɑrti dəz bo’leən ’ɑhe a hɑ dre trɔw dre trɔw ə pe hɛs də blu’ɑrəd ’dyən bah bah ˌmabi’ni:zən ’dyən dɛrh tə vɔ̃n a hɑj bah bah ə bah lɑ̃’newən ’ɑhe]

    de là elle vient... elle va... elle va... celle-là part de Bodlezan là, et elle va par le bas... par le bas euh... quand tu vas à Plouared là-bas à... à Mabinizan là-bas, elle continue d'aller et elle arrive à... à Lanneven là

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Amañ a oa partiet dec'h da seizh eur...da seizh eur da noz a oa partiet betek...betek eizh eur hanter evit ar beure.

    [ˈɑ̃mɑ̃ paʁˈtiət deχ də ˈsɛjzəʁ də ˈsɛjzəʁ də nɔ̃ːs wa paʁˈtiət də ˈbekɛ ˈbekə ˈɛjzəʁ ˈhɑ̃ntəʁ wi ˈbœːʁe]

    Ici il est parti hier à sept heure du soir jusqu'à huit heure et demi ce matin. [le courant]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 den ebet 'respont, sur a-walc'h... sur a-walc'h 'h int partiet... da... da vale

    ['denbe 'ʁespɔ̃n - zyʁ'wɑh zyʁ'wɑh iɲ paʁ'ti:ət - də - də 'vɑ:le]

    personne ne répond, ils ont dû partir se promener

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 neuze oan partiet deus Saint Bernard

    ['nœhe wãn par'tiət dəs sɛ̃bɛrnar]

    alors j'étais parti à Saint Bernard

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 alies e veze cheñchet skolaerien dimp, ar skolaerien oa bet partiet d'ar brezel

    [a'liɛz viʒe 'ʃɛ̃ʃɛt sko'lɛ:rjɛn dim sko'lɛ:rjɛn wa be par'tiət tə 'bre:zəl]

    on nous changeait souvent d'instituteurs, les instituteurs étaient partis à la guerre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kalz Bretonezed oa partiet da labourat da Bariz

    [kɑlz ˌbrœtɔ̃'ne:zəd wa par'tijɛt ta la'bu:rət də 'bɑ:ris]

    beaucoup de Bretonnes étaient parties travailler à Paris

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 da Roazhon oa partiet unan all

    [də 'rwɑɔ̃n wa par'tiə nɑl]

    un autre était parti à Roazhon

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a wel se ivez, partiet mat eo evit se

    [me wɛ:l ze 'ije par'tiə mɑ:d ɛ wit se]

    je vois ça aussi, il est bien parti pour ça

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Partiet eo ar c'hraoñ !

    [ˈpaʁti ɛ ʁow]

    Les noix ont disparu ! [elles ont été rangées à son insu]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 Ya, bezañ e oa reoù ha... pa 'dije... heu, a vije preset partiañ a-raok diouzhtu hep paeañ. Oh ya, ret e vije d'an nen bezañ gant se gante. Se a oa un dra bennaket te.

    [ja ’beã wa ’ʁew a – pe diʒe – ø viʒe ’pʁe̞sə paʁ’tiã ’ʁoːk dysty hep ’pe̞ã – o ja ’ʁed viʒe dən ’nen ’beã gãn ’seː ’gante̞ – ze wa ən be’nakət te]

    Oui, ils y en avait qui étaient pressés de s'en aller tout de site sans payer. Oh oui, il fallait être vigilant, attentif, à cause d'eux. C'était quelque chose.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Eben emezañ n'onn ket petra emezañ a rafe ma skofen warni abalamour d'ober dezhi kerzhet emezañ, marteze e fachfe ha e bartife evel un tenn. Ne oa ket ken sur deus honnezh.

    [i'beːn meã nõŋkə 'pʁaː meã 'ʁafe ma 'skofɛn 'waʁni bãw tɔʁ 'dɛj 'kɛʁzəd meã – ma'tee 'vaʃfe a baʁ'tife vɛl 'tɛn – wa kə 'kenzyʁ døs 'hõːs]

    L'autre, dit-il, je ne sais pas ce qu'elle ferait si je la tapais pour la faire avancer, elle se fâcherait peut-être et elle partirait comme une flèche. Il n'était pas aussi sûr de celle-là.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 goude e oa partiet gant ar jañdarmed c'hoazh

    ['gu:de wa paɹ'ti:əd gɑ̃n ʒɑ̃'dɑɹməd hwɑs]

    après il s'était enfui des mains des gendarmes encore

    Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.

    Dastumer : Tangi

mont

  • 👂 🔗 koulskoude n'eo ket diaes da euh... troc'hañ anezhe met ret eo dit euh... dirañsañ (?) anezhe, aze ma ne droc'hez ket nemet a-rez ar wezenn 'teus ezhomm da dennañ anezhi gant an trañch peotramant n'a ket deus an douar, ha neuze 'tez peoc'h, neuze an iliavenn ne sava ket war ar wezenn

    [kus’ku:de nɛ kə ’diɛs tə ə: ’trohə nɛ: mɛ rɛd ɛ did ə di’rɑsə nɛ: ’ɑe ma ’drohɛs kə mɛ ə rɛz ’weən tøz e:m da dɛn nɛj gɑ̃n ən tɾɛ̃jʃ pe’tɑ̃mɑ̃n nɑ kəd dez ən ’duar a ’nœe te pœh ’nœhe ni’ʎɛwən ’zɑ:va kəd war ’werən]

    pourtant ce n'est pas difficile de euh... les couper mais tu dois euh... les arracher (?), là si tu ne fais que les couper au ras du sol, il te faut les arracher avec la houe ou sinon elle ne part pas de la terre, et alors tu as la paix, alors le lierre ne monte pas sur l'arbre

    ???

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 o vont out ?

    [fɔ̃n ut]

    tu es parti ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'h eomp da vont diouzhtu evit arriout en avañs

    [hãm tə võn dy’sty wid ’ajut ’navãs]

    partons tout de suite pour que j'arrive en avance

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ben oui ! bezañ aet deus ar beure ha chom e-pad an deiz ! ya ! ma vije bet aet just du-se, nompas ober ma komisionoù ganin-me, met ya ! hag eviton-me hag evitout-te ! ha neuze petra 'ma ket lâret dezhi !

    [bɛ wi - ˈbeːɑ̃ ɛd dəs ˈbœːʁə - a ʃo̞m paˑnˈdeː - ja - ma ˈviʃe bed ɛd ʒys ˈdyhe - nɔ̃ˈpaz o̞ːʁ mə ko̞misjɔ̃ːno gəˈnĩme̞ - mɛ ja - a ˈwitɔ̃me̞ a ˈwitutːe̞ - a ˈnœːhe̞ pʁa ma kə ˈlɑːʁəd dɛj - ...]

    ben oui ! il aurait fallu être parti le matin et rester toute la journée ! oui ! si elle était juste allée chez toi, ne pas faire mes commissions avec moi, mais oui ! et pour moi, et pour toi ! et alors, qu'est-ce que je n'avais pas dit !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 c'hwi zo o vont ?

    [hwi zo fɔ̃n]

    vous partez ?

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ale, 'h amp da vont emezañ

    ['ɑle hɑ̃m tə vɔ̃n 'meɑ̃]

    allez, nous partons dit-il

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'h amp d'ar gêr

    [hɑ̃m tə ge̞:r]

    nous allons à la maison

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aet on !

    [ɛd õ]

    je suis parti !

    Gant : Herve ar Beleg, ganet e 1957 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met ya 'vat, arru int aet tout

    [mɛ ja hɑt ɑj iɲ ɛt tut]

    mais oui bien sûr, ils sont tous partis [ironique, chéquier presque vide]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oan ket e-sell da vont deus ar gêr

    [wɑ̃ŋ kə zɛl də vɔ̃n dəz ge̞:r]

    je n'avais pas l'intention de partir de la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'houlo ket mont deus ar gêr

    ['nu:lo kə mɔ̃n dəz ge̞:r]

    il ne voudra pas partir de la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha goude... goude n'ae ket deus ar gêr

    [a 'gu:de 'gu:de nɛ kəd dəz ge̞:ʁ]

    et après... après elle ne partait pas de la maison

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me n'an ket deus ar gêr

    [me nɑ̃ kə dəz ge̞:ʁ]

    moi je ne quitte pas la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

dont kuit

  • 🔗 me oa deut kuit hañ

    [me wa dø kwit ɑ̃]

    moi j'étais partie

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

karzhañ

  • 🔗 hennezh zo karzhet e-unan

    [hẽ:s so 'kɑrzəd i'hyn]

    il est parti tout seul

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-benn ar fin e oa karzhet kazi tout an dud kuit

    [bɛn’fi:n wa ’kɑʁzət ’kɑhe tun dyt kwit]

    finalement tout le monde était parti

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ale, karzh 'ta !

    ['ɑle kɑrs ta]

    allez, dégage [fous le camp] !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 karzh du-se 'ta !

    [kɑrs ’tyhe tɑ]

    file chez toi !

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Poagn a rez. Poagn a rez. Arri eo poent dit karzhañ ?

    ['pwãɲ ə ʁɛs – 'pwãɲ ə ʁɛs – aj e̞ 'pwɛn dit 'kaʁzã]

    Tu te donnes du mal [= tu te dépêches]. Il est temps que tu t'en ailles ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya peogwir neuze e vijent prest da... karzhañ a-raok deus ar park, peotramant lampat war ar reoù all ha... a bep sort

    [ja pə’gyːʁ nœhe viʒɛŋ ’pʁest tə – ’kaʁzã ’ʁoːk tøs ’paʁk – pe’tãmãn ’lãmpə waʁ ə ʁew’al a bɔp’sɔʁt]

    Oui, car alors elles étaient capables de déguerpir du champ, ou bien de sauter sur les autres et tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 me zo o vont da garzhañ

    [me zo vɔ̃n tə ’gɑʁzɑ̃]

    je m'en vais

    Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.

    Dastumer : Tangi

mont war-raok

  • 🔗 prest eo da vont war-raok

    [pre̞st e dɔ̃:n wa'ro:k]

    il est prêt à partir

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kae war-raok !

    [kɛ wa'ro:k]

    file, pars !

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Deomp war-raok.

    Dèm wa rok.

    [dɛm wa ʁok]

    Allons-y.

    Gant : titourer dizanv

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 deomp war-raok !

    [dɛm wa'rok]

    partons !

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi