Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
garder
derc'hen
-
👂 🔗 Traoù abalamour da delc'hen anezhe sec'h.
['tʁɛw bãwtə 'dɛʁhɛn nɛ 'seχ]
Des choses pour les garder au sec.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Feiz avat, e-pad ar brezel 'na goulennet gant Papa hag-eñ e oa kontant da derc'hen e douar dezhañ, labourat bepred quoi, abalamour dezhe da nompas mont en friche evel e vez lavaret, ya.
Fé hat, pad brézel na goule gan Papa ag-eñ oa kontan de dèrhen i douar déañ, labouret bopet quoi, bañw tè de nompas mon en friche vèl vé lât, ya.
Pendant la guerre, il a demandé à Papa s'il voulait bien entretenir ses terres, les travailler, pour ne pas qu'elles aillent en friche, comme on dit, oui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ne oant ket kat da derc'hen anezhi
[wɑ̃ɲ kə kat ’dɛrhɛn nɛj]
ils ne pouvaient pas la garder
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'emañ ket aze nemet evit derc'hen an dour kwa
[mɑ̃ kəd 'ɑ:he mɛ wid 'dɛɹhɛn 'du:ɹ kwa]
elle n'est là que pour garder l'eau quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
menel
-
👂 🔗 Bepred e roan un tamm dit da vont d'ar gêr ganit bremañ-souden, ha me a vano an tamm all ganin, ha evel-se...
Boped roan eun tamm dit te vont te gêr bezom, ha mé vano ’n tamm all genin, ha vêl-sé...
En tout cas, je te donne un morceau pour aller à la maison (= chez toi), et moi il restera l'autre morceau avec moi (= je garderai l'autre morceau), et comme ça...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
mirout
-
👂 🔗 Kontant labourat e oa, paour-kaezh loen, met arru e oa re gozh quoi da lavaret miret anezhi, lazhet 'nije anezhi en ur momed, lakat anezhi da labourat ar pezh a oa ezhomm d'ober quoi.
[’kõntãn la’buːʁə wa pɔkəs’lwe̞ːn – mɛ ’aj wa ’ʁegos kwa də ’laːt ’miːʁə ’nɛj – ’lahə niʒe ’nɛj nə ’mɔmət – ’lakə ’nɛj dla’buːʁət ’pes wa ’eːm ’dɔːʁ kwa]
Elle voulait bien travailler, la pauvre bête [jument], mais elle était arrivée trop vieille pour qu'on puisse la garder. Il l'aurait tuée en un instant en la mettant à faire ce qu'il fallait faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 bezañ zo tud hag a vir anezhe
['beɑ̃ zo tyt a vi:r nɛ:]
il y a des gens qui les gardent [les conservent, les châtaignes]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 mir-eñ evitout
[mi:r ẽ witut]
garde-le pour toi
??? anezhañ attendu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e virez se evitout
['vi:rɛs se witut]
tu gardes ça pour toi [ne le divulgue pas]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da viret
[də 'virət]
à garder
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ret eo miret...
[rɛd ɛ 'mi:rət]
il faut garder...
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'meus c'hoant da viret ac'hanout c'hoazh un tamm emezañ
[me mœz hwɑ̃n tə 'vi:ʁəd o̞wt hwɑz ən tɑ̃m meɑ̃]
moi je veux te garder encore un peu [dans l'armée] dit-il
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 miret
['mirət]
gardé
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'meus ket miret an hini mat
[møs kə 'mirəd 'ni:ni mɑ:t]
je n'ai pas gardé le bon
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 partout en em blijen, met 'vijen ket miret
[par’tut nõn 'bli:ʒɛn mɛ vi’ʒɛnkə 'mi:rət]
je me plaisais partout, mais on ne me gardait pas
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'int ket bet miret te
[niɲ cə be ’mi:rət te]
ils n'ont pas été gardés
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da virañ
[də 'vi:rɑ̃]
à garder
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... da virañ anezhe
[də 'vi:rɑ̃ nɛ:]
... pour les garder
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Lucienne ne vira ket anezhe dit ?
[ly'sjɛn 'vi:ra kə nɛ: dit]
Lucienne ne te les garde pas ?
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Miret... miret e int sur a-walc'h met gouzout pelec'h emaint ne oaran ket hañ pe emaint 'ba ar maeri pe 'ba... 'ba Sant Brieg. Unan daou a zo (?).
[ˈmiʁə ˈmiʁəd iɲ ˈzywɑh mɛ gut plɛʁh mɑ̃ɲ waˈʁɑ̃ kəd ɑ̃ pe mɑ̃ɲ ba ˈmɛʁi pe baː pe ba zɑ̃ ˈbʁiək yn dow zo]
Ils sont conservés sans doute mais qu'en à savoir ou je ne sais pas hein s'ils sont à la mairie [de Bear] ou à Sant Brieg. Un des deux (?).
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 miret 'nea traoù dezhañ d'ober
['mi:rə nea trɛw deɑ̃ do:r]
il s'était gardé des choses à faire
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar re-seoù 'na un tamm... miret ur vuoc'h, un tamm douar a oa miret
[a zew na tɑ̃m 'mi:ʁə vyx ntɑ̃m 'du:aʁ wa 'mi:ʁət]
et ceux-là avait un peu... gardé une vache, gardé un peu de terre
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'neuint ket miret ac'hanon aze
[nœɲ cə 'mi:rəd ɑ̃w 'ɑhɛ]
ils ne m'ont pas gardé là [dans l'entreprise]
Gant : Jerar Toudig, ganet e 1962 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 miret 'meus anezhañ dit
['mi:ʁɛ mœz neɑ̃ dit]
je l'ai gardé pour toi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e oa miret plas dezhi deus taol
[wa 'mi:ʁət plɑ:s tɛj dəs to:l]
on lui avait gardé une place à table
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peotramant e virfet anezhe d'ar vugale-vihan
[pə’tɑ̃mɑ̃n ’viʁfə nɛ: də vy’gɑ:le ’vi:ən]
ou sinon vous les garderez pour les petits-enfants
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
maesa
Gwelet an tem Maesañ ar saout
-
🔗 maesa
['mɛsã]
garder, surveiller [aux champs]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha neuze e chomer da vaesa anezhe.
[a nœhe ’ʃomɛʁ də ’vɛsa ’ne̞ː]
Et alors on reste les garder [les vaches].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kar alies e vijemp laket da labourat. Kargañ patatez e-barzh ar vann, evit lakat da boazhat d'ar moc'h. Ha neuze mont da vaesa ar saout, ha traoù evel-se quoi.
Car on nous mettait souvent à travailler. Charger des pommes de terre dans la manne, pour mettre à cuire pour les cochons. Et aller garder les vaches, et des choses comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal