Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
coup
taol
Gwelet an temoù An daol ha Deus taol
Gwelet an tem An taolioù
-
👂 🔗 A-wechoù ne vije ket aezet ivez. Geo, ar c'hezeg 'nije an abitud da vezañ asambles. Met kez da lakat ur gazeg na 'nije ket an abitud da vezañ gant unan all... un taol, un taol troad ha a bep sort, ne vije ket gwall interesant.
Wêjo vijé ked èzet ie. Gè, hézek nijé ’n abitut te véañ sames. Mè kês te laked gazek na nijé ke ’n abitut te véañ gan un all... En tol, en tol troat a bop sort, vijé ke gwèll intérésan.
Ce n'était pas toujours facile. Si, les chevaux habitués à être ensemble. Mais va mettre une jument qui n'est pas habituée à être avec une autre... Un coup de pied et tout, ce n'était pas très agréable.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 eñ eo an taol diwezhañ
[ẽ̞: ɛ nto:l di’weɑ̃]
ça c'est le dernier coup [le pire, aller en maison de retraite]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ eo an taol gwellañ da deskiñ ivez
[hẽ: ɛ to:l 'gwɛlɑ̃ də 'diski 'ijə]
ça c'est le meilleur coup [façon] pour apprendre aussi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ eo an taol gwellañ da deskiñ en bihan
[hẽ: ɛ to:l ’gwɛlɑ̃ də ’diski ɛn ’biən]
ça c'est le meilleur moyen pour apprendre petit
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 a-wezhioù 'mez ket anezhañ en taol kentañ
['we:ʒo me kə neɑ̃ to:l 'kentɑ̃]
parfois je ne l'ai pas du premier coup [lecture]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Hola ! debriñ a ra ur pezh tamm en un taol evel-se ?
[ˈhola ˈdibi ʁa peːs tɑ̃m nɔ̃n tol vəˈsɛ]
Eh ben ! il mange un gros morceau comme ça en une fois ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 laket er-maez a-daolioù botoù
['lɑkə me̞s 'toʎo 'boto]
mis dehors à coups de pieds
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 En em debrouilh a rae gwellañ m'halle met aze 'na graet e daol avat.
[n'debʁuj ə ʁe 'gwɛlã 'male mɛd ahe na 'gwɛd i 'doːl a]
Il se débrouillait du mieux qu'il pouvait, mais là il avait réussi son coup.
Ironie, au sujet de quelqu’un qui s’est blessé.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 En taol kentañ !
Tol kentan !
[tol 'kentã]
Du premier coup !
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Deut eo en un taol.
Doet è oe-n tol.
[dœt ɛ œn tol]
C'est venu d'un coup.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Pas tout en un taol.
Pas tout non-n tol.
[pas tut nõn tol]
Pas tout d'un coup.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Manket e daol.
Mankeut di tol.
[mãkət di tol]
Il a raté son coup.
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 un taol digourdi
[nto:l di’guʁdi]
un coup fumant
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
c'hwistad
-
👂 🔗 me 'ma skoet ur c'hwistad 'ba honnezh, me 'ma skoet ur foñsad 'ba honnezh, ken 'na graet « pouf »
[me ma ’skoəd ə ’hwistəd ba hɔ̃:s me ma ’skoəd ə ’vɔ̃səd ba hɔ̃:s ken na gwɛd ə puf]
j'avais tiré une mine dans celle-là, j'avais tiré une patate dans celle-là, tellement qu'elle avait « bang » [ballon explosé]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
krampouezhenn
Gwelet an temoù Ar c'hrampouezh ha Ar skouarniad
-
🔗 ur grampouezhenn
[ə grãm'pwɛn]
une claque, une baffe
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
krabanad
-
👂 🔗 un tamm bihan evel-se, reiñet 'neus ur grabanad dezhañ kwa
[tɑ̃m 'biən və'sɛ 'rɛ̃jɛ nøz ə gra'bɑ̃:nət teɑ̃ kwa]
un petit peu comme ça, il lui à donner une mandale quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
pavad
-
👂 🔗 pavad
['pɑwət]
un coup de patte
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur pavad
['pɑwət]
une mandale
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi