Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
beaucoup
kalz
Gwelet an tem Kalz
-
🔗 kalz loened
[kalz 'lwɛ:nət]
beaucoup d'animaux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Nann, n'eo ket ken tev se amañ. Met se ne cheñch ket kalz.
Nann, n’è ke kén tèw zé amañ. Mè zé cheñch ke kals.
Non, il n'est pas aussi épais ici. Mais ça, ça ne change pas grand chose.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Anfin, ya, ne oas ket da-unan evel se. Nann, kalz reoù all a oa. Tremenet dre aze ivez.
Añfin ya, oas ket tehun vesé. Nann, kales réw all oa. Tréménet dré ahé ie.
Enfin oui, tu n'étais pas la seule comme ça. Non, il y en avait beaucoup d'autres qui en étaient passées par là aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met se ne oa ket kalz a-raok e oan dimezet ivez.
Mè zé oa ke kales rok oan diméet.
Mais ça c'était peu avant que je me marie.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'Meus ket c'hwitet kalz... da c'horo, heu, beñ pa sellan se, beñ...
Meus ke hwitet kales de horo, eu, beñ pé zèllañ zé, beñ…
Je n'ai pas souvent manqué la traite, quand j'y pense...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kar a-hend-all, eñ 'na ket tud a-hend-all quoi dre amañ met kendirvi ha traoù evel se, ha c'hoazh kalz anezhe ne wele ket anezhe kement-se, peogwir e oant e-barzh Landebaeron pe Kervoc'h, pe un tu bennak evel se, fidedoulle, e oa e-unan penn aze quoi.
Ka hèndall, heñ na ke tut hèndall quoi, dré amañ, mèt kindirwi a trèw vesé, a hoas kales nè wélé ke nè kémésé, pegur oant bah Lanbèron pé Kèrvoh, pé tu bénnak vesé, fidedoullé, oa ihun pènn ahé quoi.
Car sinon, lui n'avait pas de parents par ici, seulement des cousins et des gens comme ça, et encore, il ne les voyait pas tant que ça, parce qu'ils habitaient à Landebaëron ou Kermoroc'h, ou quelque part comme ça, nom d'un chien, il était vraiment tout seul.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma vije war ar faucheuse e vije en e goazez war ar skabell, ma vije... Kalz ostilhoù a vije, a vije ur skabell warne quoi. Hag aze an hini a vije o konduiñ a vije trankil. Ya, ma sente e gezeg diontañ met...
Ma vijé war faucheuse vijé ni goazé war skabell, ma vijé... Kalz ostilho vijé, vijé skabell warnè quoi. Ag ahé ’n ni vijé konduiñ vijé trankil. Ya, ma sènté i gézek tiontañ, mèt...
Quand il conduisait la faucheuse, il était assis sur le siège... Il y avait beaucoup d'outils [de machines] sur lesquels il y avait un siège. Et alors celui qui le conduisait était tranquille. Oui, à condition que ses chevaux lui obéissent, mais...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ne gleve ket kalz met ingal eo. Bepred e vije war ar plas, e vije lavaret, huchet dezhañ petra... ma vije ezhomm da lavaret dezhañ petra a vije ezhomm d'ober quoi.
Glêwé ke kals, mè ingal è. Bopet vijé war plas, vijé laat, guchet téañ pra... ma vijé émm de laat téañ pra vijé émm d’or quoi.
Il n'entendait pas bien, mais peu importe. Il était sur place en tout cas, on lui disait, on lui criait ce que... s'il y avait besoin de lui dire ce qu'il fallait faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 met ar goukoukoù ne veze ket klevet kalz ken
[mɛ gu'kuku viʒe kə 'klɛwət kɑls ken]
mais les coucous on ne les entendait plus beaucoup
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Riagad se n'eus ket kalz avat. Ne ma ket klevet an anv-se gwech ebet c'hoazh.
[ʁiagat ze ˈnøs kə kɑls ha ˈma kə ˈklɛwə nɑ̃ː se ˈgweʃə be wɑs]
Il n'y a pas beaucoup de Riagad. Je n'avais jamais entendu ce prénom là auparavant.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
bern
-
🔗 bern loened
[bɛrn 'lwɛ:nət]
beaucoup d'animaux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ya, bezañ zo bern rasoù evned
[ja 'beã zo bɛrn 'raso 'ẽwnət]
oui, il y a beaucoup de races d'oiseaux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an evned bihan a veze kavet bern
['newnə 'bijən 'viʒe ka:d bɛrn]
des petits oiseaux on en trouvait plein
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Nann, 'na ket graet se bern. 2. Nann, se 'na ket bet graet bern.
1. Nann, na ke gwèt se bèrn. 2. Nann, zé na ke bé gwèt bèrn.
1. Non, il n'avait pas beaucoup fait ça. 2. Non, il n'avait pas beaucoup fait ça.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, ha boutañ, boutañ o fenn, pa ne vez ket bern e-barzh ar foñs ken...
Ya, a boutañ o vènn, pé vé ke bèrn bah voñs kén.
Oui, et pousser leur tête, quand il n'y a plus beaucoup [de lait] dans le fond [du seau].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze, ni a hade ur bern patatez evel se hañ.
A neuzé, nim hadé bèrn papates vesé añ.
Et alors nous semions beaucoup de pommes de terre comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Abaoe zo bet ur bern cheñchamant heñ, oh ma Doue ya.
Bwé zo bé bèrn cheñchaman eñ, o ma dwé, ya.
Il y a eu beaucoup de changement depuis. Oh mon Dieu oui.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha e oa graet ur robinet, ha neuze gan..., e vije laket un... ha laket un tuyau deus ar robinet, e-barzh... e-barzh an donell, ha 'na ket 'met digoriñ ar robinet d'ober, ha 'h ae ur bern purin e-barzh an donell.
A oa gwè robinet, a neuzé gan… vijé lake ’n tuyau deus robinet, ba… ba ’n donell, a na ke mè dioiñ robinet d’or, a ’h ê bern purin ba ’n donell.
Et on avait fait un robinet, et mis un tuyau qui partait du robinet pour aller dans la tonne, et il n'y avait qu'à ouvrir le robinet pour mettre du purin dans la tonne.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Me 'meus ket c'hoant emezañ da vont e-barzh un ostaleri aze, emezañ, e vez ur bern tud...
Mé meus ke hoan, méañ, de von bah en ostaléri ahé, méañ, vé bèrn tut.
Je ne veux pas aller dans un café, dit-il, il y a trop de monde...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E oa ur bern tud bepred, peogwir e oa tremen daou c'hant.
Oa bèrn tut popet, pugur oa trémèn dow han.
Il y avait beaucoup de monde en tout cas, pusiqu'il y en avait plus de deux-cents.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Oh ya me a zo kat da deskiñ bern traoù d'ar re all !
[o ja me zo kat də ˈdiski bɛʁn tʁɛw də ʁe ɑl]
Oh oui je suis capable d'apprendre beaucoup de choses aux autres !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Se a zo bern tud oc'h ober, hañ !? ma Doue ! ret eo gwelet, war washaat !
[se zo bɛʁn tyt oːʁ ɑ̃ maː ˈdue ʁɛd ɛ ˈgwelət waʁ ˈwasɑːd]
Ça il y en a plein à le faire hein !? bon sang ! il faut voir, de pire en pire ! [dépenser sans compter]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 bezañ zo bern bleuñv 'ba 'r wezenn
['beɑ zo bɛrn blœ̃: bah 'weən]
il y a plein de fleurs dans l'arbre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Bet na bern traoù da lâret Henry (?)... Yves Raoul aze.
[be na bɛʁn tʁɛw də lɑːʁ ɑ̃ʁiyː iv ˈʁaul ˈɑe]
Yves Raoul avait beaucoup de choses à dire.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Bern charre en-dro da honnezh !
[bɛʁn ˈʃɑʁɛ dʁo də hɔ̃ːs]
Beaucoup de remue-ménage pour elle ! [litt. « autour d'elle »]
[lors d’un déménagement]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Bern charre gant honnezh.
[bɛʁn ˈʃɑʁɛ gɑ̃n hɔ̃ːs]
Beaucoup de remue-ménage avec elle !
[lors d’un déménagement]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
toullad
Gwelet an temoù Un toullad ha Un toullad brav
-
👂 🔗 E oa daou c'hant a dud e-barzh an eured, han-se e oa un toullad mat hañ ? Deux-cent personnes. Kreisteiz, ha kement all deus noz. Sell aze hañ ?
Oa dow han dut bah ’n euret, han-sé oa toulled mat añ ? Deux-cent personnes. Krèisté, a kémndall deus nos. Sèll ahé añ ?
Il y avait deux cents personnes au mariage. Par conséquent ça faisait beaucoup de monde, hein ? À midi, et autant le soir. Impressionnant hein ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
tamm (un – mat)
Gwelet an tem Un tamm mat
-
🔗 hemañ 'h eo an hini gwellañ, deus tamm mat a-hervez
['hemɑ̃ he ni 'gwɛlɑ̃ døs tɑ̃'mɑt 'hɛrwe]
celui-ci c'est le meilleur [de beaucoup] à ce qu'il paraît
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 prizioù tamm mat... tamm mat re ger
[ˈpʁiʒo ˈtɑ̃maː ˈtɑ̃mat ʁe geːʁ]
des prix beaucoup... beaucoup trop élevés
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
frank
-
👂 🔗 Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? Bezañ 'to un tamm c'hoazh ? 'To ket ken ? (Nann nann. Debret 'meus re dija.) Ya. Me 'meus graet ivez. Frank ivez.
Bé to tamm c'hoas ? Bé to tamm c'hoas ? To ket kén ? (…) Ya. Mé meus gwèt ie. Vrang ie.
Tu en veux encore un morceau ? Tu n'en veux plus ? (Non, j'en ai trop mangé déjà.) Oui. Moi aussi. Beaucoup aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
kaer
-
👂 🔗 Ne gleve ket ha ne blije ket dezhañ kaer mont war an hent gant an trakteur ivez.
Glèwé ket, a blijé ke déañ kèr mon war 'n èn gan trakteur ie.
Il n'entendait pas, et il n'aimait pas beaucoup aller sur la route avec le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ne deuont ket kaer 'ba 'r jardin
[dɛɲ cə kɛ:r bah ʒɛɲ]
ils ne viennent pas beaucoup dans le jardin [chats]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
hardi
Gwelet an tem Bezañ sur dioutañ
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se e veze e-mesk ar fank an traoù hañ, hardi
[də 'huls:e viʒe mesk ə vɑ̃ŋg ən tʁɛw ɑ̃ 'hɑʁdi]
à cette époque-là ça se faisait dans la boue, beaucoup [cross]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
pitoiabl
-
👂 🔗 Ne 'meus ket soñj petra 'na lavaret din ur wech, ha 'na vekset ac'hanon pitoiapl quoi.
[møs kə ’ʒõʃ pʁa na ’lɑːt tĩ ə’we̞ʃ a na ’vɛksəd ’ãw pi’tɔjəp kwa]
Je ne me rappelle plus ce qu'il m'avait dit un fois, [mais] ça m'avait vexée terriblement.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
da vat
-
👂 🔗 tu-traoñ e oa dour da vat
[ty’tɾo̞w wa du:ʁ də vɑt]
du côté bas il y avait beaucoup d'eau
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... deut da dommañ da vat ma vez...
[dœd də 'do̞mɑ̃ də vɑt ma ve]
... il vient à chauffer dur si c'est...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi