Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
préférer
gwelloc'h (bezañ –)
-
👂 🔗 'Na lavaret din, me eo gwelloc'h din emezañ gwelet ac'hanout o vont da Lannuon, evit mont, evit chom e-barzh ar gêr emezañ, an dro-mañ emezañ, kar n'out ket ken yaouank ken. Feiz nann avat emezon-me, n'on ket ken yaouank ken, sur gouez dit avat . Ha evel se... Ah, n'eo ket emezañ, trankiloc'h e vin emezañ o welet... Se a oa fasil hañ, ne oan ket ar memes oad ken na mann ebet, d'akouchiñ ha tout se, anfin...
Na lât tin, mé ’h è wèlloh tin méañ gwéled anout von te Lannuon, wit mont... wit chom bah gêr, méañ, ’n dro-mañ méañ, ka n’ou ke kén yowañk kén. Fé nann hat moñmé, n’on ke kén yowañk kén, zur gwéch tit hat. A vesé... A, n’è ket, méañ, trankiloh vin méañ wélet... Zé oa vasil añ, oan ke momes noat kén na mann bét, d’akouchiñ a tout sé, añfin...
Il m'avait dit : je préfère te voir aller [accoucher] à Lannion que de rester à la maison cette fois-ci, car tu n'es plus aussi jeune. Non, dis-je, je ne suis plus aussi jeune, comme tu dis. Et comme ça... Ah, c'est pas pour dire, dit-il, je serais plus tranquille. C'était évident, je n'avais plus le même âge, pour accoucher et tout...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 gwelloc'h din bezañ o labourat 'ba 'h... 'ba 'h an tier a-hent-all evit o tiwall bugale
['wɛlɔh dĩ 'beɑ̃ la'bu:rəd bah bah 'ntiər hɛn'dɑl wit 'tiwal by'gɑ:le]
je préfère être à travailler dans... dans les maisons autrement que de garder des enfants
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelloc'h e vefe din e rafes se gant unan all bennaket
['wɛlɔh vefe dĩ 'rɑfɛz ze gɑ̃n yn ɑl bə'nɑkə]
je préfèrerais que tu fasses ça avec quelqu'un d'autre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwelloc'h e vije bet din ma baejen
['wɛlɔh viʃe be dĩ ma 'bɛʃɛn]
ça aurait été mieux pour moi de payer [j'aurais préféré payer]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelloc'h a oa se ganin
['wɛlɔh wa ze gɑ̃nĩ]
je préférais ça
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 gwelloc'h ar boched ganti evit ar Frañsizien
[’wɛlɔh ’boʃə ’gɑ̃ti wid vrɑ̃’si:ʒən]
elle préférait les boches aux Français
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelloc'h ar gwin gante
[’wɛlɔh gwi:n gãntɛ]
ils préfèrent le vin
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwelloc'h eo din gwelet anezhañ o c'haloupat war ar yeot
['wɛlɔh e dĩ gwɛld 'neɑ̃ ga'lɔ̃mpəd war 'jɛwɔt]
je préfère le voir gambader sur la pelouse
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me eo gwelloc'h din diskutiñ e brezhoneg hañ, me eo gwelloc'h din diskutiñ e brezhoneg
[me e̞ 'wɛlɔh tĩn dis'kytĩ bʁe̞'zɔ̃:nək ɑ̃ - me e̞ 'wɛlɔh tĩn dis'kytĩ bʁe̞'zɔ̃:nək]
moi je préfère discuter en breton hein, moi je préfère discuter en breton
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelloc'h traoù all dezhe
['wɛlɔh trɛw ɑl dɛ:]
ils préfèrent autre chose [à manger]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwelloc'h oa din goro
['wɛlɔh wa dĩn 'go:ro]
je préférais traire
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwelloc'h e oa din, reiñ boued d'ar moc'h ha goro
['wɛlɔh wa dĩ ‘rɛĩ bwed də moh a 'go:ro]
je préférais donner à manger aux cochons et traire
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelloc'h oa dezhe
[jɑ 'wɛlɔh wa dɛ:]
ils préféraient [les activités manuelles]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 gwelloc'h eo dit
['wɛlɔh ɛ dit]
il vaut mieux pour toi
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 marteze e oa gwelloc'h dezhe ivez
[ma'tee wa 'wɛlɔh tɛ: iə]
peut-être que c'était mieux pour eux aussi
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
gwell (bezañ –)
-
👂 🔗 gwell oa ganin ober menajoù evit a oa... evit a oa en em okupiñ deus bugale evel-se
[wɛl wa gə’nĩ ho:r me’nɑ:ʒo wid ə wa wid ə wa nɔ̃n o’kypĩ dəz by’gɑ:le vi'se]
je préférais faire des ménages que de... que de m'occuper d'enfants comme ça
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 nann, gwell eo ganin...
[nɑ̃n wɛl ɛ gə’nĩ]
non, je préfère...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ma lâret dezhi oa gwell ganin deus ar beure
[mɑ 'lɑ:rət tɛj wa gwɛl gə'nĩ dəz 'bœ:re]
je lui avais dit que je préférais le matin
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwell... gwell eo gantañ an hini bras ivez bremañ
[wɛl wɛl ɛ gɑ̃ntɑ̃ n:i brɑ:z ije 'bœmɑ̃]
il pré... il préfère le grand maintenant aussi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwell eo al logodenn dezhañ
[wɛl ɛ lo’go:n deɑ̃]
il préfère la souris
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me eo gwell ganin mont d'ober bisiklet
[me ɛ wɛl gənĩ mɔ̃n do:r bi'siklɛt]
moi je préfère aller faire du vélo
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwell eo dit kaout un damm bennak aze ?
[wɛl ɛ dit kɑ:d dɑ̃m mə’nɑ:g ’ɑhe]
tu préfères avoir quelque chose là ?
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 gwell eo din lâret « garde-champêtre » din c'hoazh
[wɛl ɛ dĩn lɑ:r gard’ʃɑpɛt dĩ hwɑs]
je préfère que l'on me dise « garde-champêtre » encore
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 oh, gwell eo dit amañ, er-maez eo yen
[o: wɛl ɛ did 'ɑ̃mɑ̃ me̞:z ɛ ji:n]
oh, tu es mieux ici, dehors il fait froid
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
gwellañ (an – gant)
-
🔗 ar c'hig eo an gwellañ ganin
[hiɟ ɛ 'ngwɛlɑ̃ gɑ̃nĩ]
c'est la viande que je préfère
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hemañ an hini eo an hini gwellañ ganin
[hem ni ɛ ni ’gwɛlɑ̃ ’gɑ̃nĩ]
c'est celui-ci que je préfère
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ale, pehini eo ar gwellañ dit ? goude, evel gwin... ne vefont ket distouvet o-div, geo ?
['ɑ:le 'pi:ni he̞ 'gwɛlɑ̃ dit 'gu:de wɛl gwi:n vɔ̃ɲ kə di'stu:vəd o'diw ge̞w]
allez, laquelle tu préfères ? après, comme vin... on ne va pas les déboucher toutes les deux, si ?
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
plijout ar muiañ
-
🔗 pehini an hini eo a blij dit ar muiañ ?
[pi'ini ni ɛ pliʒ dit 'myɑ̃]
c'est lequel que tu préfères ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
plijout ouzhpenn
-
🔗 pehini an hini eo a blij dit ouzhpenn ?
[pi'ini ni ɛ pliʒ dit 'spɛn]
c'est lequel que tu aimes davantage ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi