Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

mervel

Gwelet an tem Mervel

Stummioù :

mourir

  • 👂 🔗 e oa aet da gerc'hat ar garg delioù hag e oa serret an delioù pell a oa, ha pa oa arri evit serriñ anezhe, e oa naered e-barzh, « daonet e vo », eñ o komañs darc'hañ traoù 'ba ar c'harr, e oa komañset an naered da fiñval hag arriet ur gaerell emezañ, 'tije gwelet an naered o partial tout deus partout, karzhet e oant emezañ gant euh... hoñ a groge en enne hag e varvent hañ, « tak », ken prim-se

    [wa ɛt tə ’gɛrχəd gɑrg ’dɛʎo a wa ’zɛrə ’ndɛʎo pɛl ə wa a pe wa ɑj wid ’zɛrĩ nɛ: wa ’ɛ:rət bɑrs ’tɑ̃wnə vo ẽ̞: ’komɑ̃z ’dɑrχɑ̃ trɛw bah χɑr wa ko’mɑ̃səd ’nɛ:rɛd də ’vĩwəl ag ɑj gɛrl meɑ̃ tiʒe ’gwɛ:ləd ’nɛ:rɛt par’tiəl tut dəs par’tut ’kɑrzə wɑ̃ɲ meɑ̃ gɑ̃n ə hɔ̃: ’grɔ:ge nenɛ a ’vɑrwɛɲ ɑ̃ tɑk ken ’prymze]

    il était allé cherché son chargement de feuilles et il avait ramassé ses feuilles depuis longtemps, et quand il était arrivé pour les ramasser, il y avait des serpents dedans, « nom de dieu », lui de commencer balancer des choses dedans, les serpents avaient commencé à bouger et une belette était arrivée dit-il, tu aurais vu les serpents tous partir de partout, ils avaient détalé avec euh... elle les mordait et ils mourraient hein, « tac », aussi vite que ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 evit an deizioù e varvfont tout, e vo yen

    [win ’deʎo ’vɑrfɔ̃n tut vo ji:n]

    ces jours-ci ils mourront tous, il fera froid

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

éteindre (s'–)

  • 🔗 ne gleje ket mervel ken e vez tremenet ar c'hafe

    ['gleʃe kəd 'merwəl ken ve tre'menə 'hɑfe]

    elle ne devrait pas s'éteindre tant que le café n'est pas passé [cafetière]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi