Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kontañ

Gwelet an tem Kontañ

Stummioù :

compter

  • 👂 🔗 en ur gontañ ar c'helc'hioù zo 'ba diabarzh

    ['gɔ̃ntɑ̃ 'hlɛhjo zo ba dia'bɑrs]

    en comptant les cercles qu'il y a à l'intérieur [tronc d'arbre]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 (T : C'hwec'h ha pevar ugent.) Ah ya komañs kontañ c'hoazh hañ. (T : Ya.)

    [a jaː ˈkomɑ̃s ˈkɔ̃tɑ̃ wɑːs]

    T : 86 ans.) Ah oui ça commence à compter aussi hein. (T : Oui.)

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

raconter

  • 🔗 brav e vez selaou ur gozh o kontañ traoù evel-se hañ

    [brɑw ve ’ʃi:lɔw ə go:s ’kɔ̃ntɑ̃ trɛw və’se ɑ̃]

    c'est beau [intéressant] d'écouter un vieux raconter ces choses-là

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kontañ a reont anezhe brav

    ['kɔ̃ntɑ̃ ʁɛɲ nɛ bʁɑw]

    ils les racontent bien [histoires drôles]

    Gant : Jerar Toudig, ganet e 1962 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a oa kat da gontañ anezhi ivez

    [hẽ: wa kɑt tə ’gɔ̃ntɑ̃ nɛj ie]

    il était capable d'en raconter aussi

    Gant : Jerar Toudig, ganet e 1962 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Plûned.

    Dastumer : Tangi

considérer comme

  • 👂 🔗 peotramant e vije kontet Breiz Atao

    [pe'tɑ̃mɑ̃n viʒe 'kɔ̃ntət bʁɛjz a'tɑw]

    sinon on était considéré Breiz Atao

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag al louarn a oa kontet fin ha 'na... 'na... 'na seizh ard ha seizh-ugent

    [a 'lu:aɹn wa 'kɔ̃tə fi:n a na na na sɛjz aɹt a sɛj'zy:gən]

    et le renard était considéré comme malin et il avait... avait... avait cent quarante-sept tours

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi