Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
chom
Stummioù :
rester
-
👂 🔗 E-barzh Trezelan, e-barzh ar skolioù bihan evel se e chomez betek daouzek vloaz. Ha goude daouzek vloaz neuze 'h ez pelloc'h, se an hini a oa. Se an hini a oa.
Bah Trézélen, bah skolio bïen vesé chomès béték dowzek la. A goudé dowzek la neuhé hès pèlloh, zé ni oa. Zé ni oa.
À Trézélan, dans les petites écoles comme ça,
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Honnezh a oa e-barzh ar memes klas ganin ivez, met honnezh ne oa ket e pension, met e chome bepred, peogwir he dud, a gav din, a oa o terc'hel ur boulañjiri, ha e chome e-barzh an étude neuze a-raok mont d'ar gêr.
Hoñ oa bah momes klas kenin ie, mè hoñ oa ke pañsïon, mè chomé bopet, pegur i dut, gaf tin, oa tèrhèl boulañjiri, a chomé bah 'n étude neuhé rok mon te gêr.
Elle était dans la même classe que moi, mais elle n'était pas en pension. Mais en tout cas, elle restait... parce que ses parents, je crois, tenait une boulangerie, et alors elle restait en étude avant d'aller chez elle.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Me 'ma lavaret, 'meus soñj, da Maman, me 'ma lavaret da Maman, 'ma ket c'hoant da chom e-barzh ar skol ken.
Mé ma lât, meus choñch, de Maman, mé ma lât te Maman ma ke hoan te chom bah skol kén.
Je me souviens que j'avais dit à Maman que je ne voulais plus rester à l'école.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kamaradoù mat e oant chomet quoi.
Komarado mad oant chomet quoi.
Ils étaient restés bons amis.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, met 'na ket ezhomm da chom da ruzañ.
Ya, mè na ked émm de chom de ruzañ.
Oui, mais on n'avait pas besoin de rester traîner [il ne fallait pas].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 War ul lêrenn all 'h ae hebiou he gouzoug ma kerez da stagañ, ha evel se e chome aze.
War lèrenn all ’h è buw i gouk, ma kées, de stagañ, a vesé chomé ahé.
Sur une autre lanière qui passait par son cou, si tu veux, pour l'attacher, et comme ça elle restait en place.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Goude e oan chomet er gêr neuze, betek e oan dimezet. 2. Te ha ar skol avat hañ.
1. Goudé oan chome gèr neuhé, bétég oan diméet. 2. Té a skol had añ.
1. Ensuite j'étais restée à la maison jusqu'à ce que je me marie. 2. Toi et l'école alors !
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Geo, pa on chomet er gêr gant Maman goude, pa...
Gé, pé on chome gêr gan Mañmañ goudé, pé...
Si, quand je suis restée à la maison avec Maman, quand...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pevarzek vloaz. Pevarzek vloaz e oan chomet er gêr.
Parzèg la. Parzèg la oan chome gêr.
À quatorze ans. Je suis restée à la maison à quatorze ans.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Maman 'na c'hoant da welet ac'hanon o vont aze, met ne oa vann d'ober, me 'ma ezhomm da chom er gêr, e oan chomet er gêr da bevarzek vloaz .
Maman na hoan te wéled añoñ von ahe, mè oa vann d'or, mé ma émm de chom gêr, oan chome gêr de barzêg la.
Maman voulait que j'y aille, mais il n'y avait rien à faire, moi je voulais vraiment rester à la maison, j'étais restée à la maison à quatorze ans.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met feiz, avat, chomet e oa ma gochon bihan bev. Ah ya ! Laket ur pañsamant dezhañ war-benn ha tout, graet se brav, comme il faut.
Mè fé hat, chome oa me gochon bien béw. A ya ! Lake pañsaman déañ war-bènn a tout, gwèt sé braw, comme il faut.
Mais mon petit cochon avait survécu. Ah oui ! [J'avais] mis un pansement dessus et tout, fait ça bien, comme il faut.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 N'onn ket penaos chom en e sav !
[ˈnɔ̃ kə pəˈno ʃom i zɑː]
Je ne sais pas comment elle tient debout !
[en mangeant si peu]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 toujust ma 'h eo kat da chom war ar wezenn
[tu'ʒyst ma hɛ kat tə ʃɔm war 'weən]
tout juste s'il peut rester sur l'arbre [nid de pie]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an hini bihan a chome xxx (?) an daou gozh 'da gwelet ac'hanon hag e oa karzhet met an hini bihan, eñ n'anaveze ket mann ebet c'hoazh, an hini bihan a oa chomet
[a n:i 'biən 'ʃɔmɛ ? ndɔw go:z da gwɛ:ld ɑ̃w wa 'kɑrzət mɛ n:i 'biən hẽ̞: hɑ̃n'veɛ mɑ̃n'be hwas n:i 'biən wa 'ʃɔmət]
et le petit [renardeau] restait, xxx (?) les deux adultes m'avaient vu et ils avaient détalé mais le petit, il ne connaissait rien encore, le petit était resté
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Ma debrez ket chomi bihan evel ul logodenn, evel ul logodenn nevez-vet !
[ma deˈbes kə ˈʃomi ˈbiən wɛl lɔˈgɔdən wɛl lɔˈgɔːn newe vet]
Si tu ne manges pas tu resteras petit comme une souris, comme une souris nouvellement née !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 ha chom da sellet deus ar machin-se
[a ʃom də 'zɛl døz 'mɑʃin ze]
et rester à regarder ce truc-là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ oa ket bet chomet ganin amañ
[hẽ: wa kə be 'ʃomə 'gãni 'ãmã]
celui-là je ne l'avais pas gardé ici
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 chom 'ba 'r gêr d'evañ a reont
[ʃom bar ge̞:r 'de:və rɛɲ]
ils restent chez eux pour boire
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 neuze e chom 'ba 'n ti
['nœhe ʃom ban ti:]
alors elle reste dans la maison
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket bet chomet e Saint Bernard
[nɛ kə be 'ʃomə sɛ̃ bɛr'nar]
il n'est pas resté à Saint Bernard
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha goude 'h on bet chomet amañ
[a 'gu:de hɔ̃ be 'ʃɔməd 'ɑ̃mɑ̃]
et après je suis resté ici
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'h on chomet un tamm da sellet
[hɔ̃ 'ʃomət tɑ̃m də zɛl]
je suis restée regarder un peu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'int ket chomet
[niɲ cə 'ʃomət]
ils ne sont pas restés [gens]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 na chomez ket aze tu-raok !
['ʃɔmɛs kəd 'ɑhe ty'ro:k]
ne restes pas là devant !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 chom trañkil !
[ʃom 'trɑ̃ŋkil]
reste calme, tranquille !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 chom ervat !
[ʃɔm vɑ:t]
reste tranquille !
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Ne oa ket chomet dre amañ marteze.
[ˈwa kə ʃom dʁe ˈɑ̃mɑ̃ maˈtee]
Elle n'est peut-être pas restée par ici.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Just ya. (Vez klevet diouzhtu an aksant.) Gant an aksant e vez gouvezet ya. (Ya, ya dre se oarez.) Ha me a gaoze brezhoneg dionte neuze, neuze e vez lorc'h en enne, sur ya, ne chomont ket pell !
[ʒys ja - gɑ̃n ˈnaksɑ̃n ve guˈveət ja - a me ˈgoze bʁeˈzɔ̃nək ˈdɔ̃tɛ a ˈnœe ˈnœe ve loʁh ˈnenɛ zyʁ ja ʃoˈmɛɲ cə pɛl]
Oui exactement. (On entend tout de suite l'accent.) Avec l'accent on sait [tout de suite] oui. (Oui, oui tu sais comme ça.) Et moi je leur parles en breton alors ils sont contents, oui certainement, ils ne restent pas longtemps ! [démarchage téléphonique]
[bezañ lorc'h en ennañ [ˈbeɑ̃ loʁs ˈnenɑ̃] signifie « être content » d'après le locuteur; et non pas « être fier » ]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 (Ur bannac'h glav a zo bet.) Ur bannac'h bihan ya, anons e reont hañ, anons e reont a-benn arc'hoazh hag an deiz war-lerc'h a rafe (?) glav. (Ah ya ?) Ha goude fin sizhun brav adarre. Met dec'h a oa anonset glav hag a oa chomet brav gwelet a rez.
[bɔh ˈpiən ja aˈnɔ̃s ʁɛɲ ɑ̃ aˈnɔ̃s ʁɛɲ bɛn aˈwɑs a de wa lɛʁh ˈʁafe glɑw – a ˈgude fin zyn bɾɑːw ˈɑe mɛ deχ wa aˈnɔ̃sə glɑw a wa ˈʃomə bɾɑw gwɛs]
(Il y a eu un peu de pluie.) Un peu de pluie oui, ils annoncent hein, ils annoncent de la pluie pour demain et après demain. Et après en fin de semaine [ils annoncent] beau de nouveau. Mais hier ils ont annoncé de la pluie et il a fait beau tu vois.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 met n'on ket o vont da chom aze ma c'hoaze o c'hortoz anezhañ, ma n'arru ket, ma zo arru tud e-barzh
[mɛ nɔ̃ kə fɔ̃n də ʃɔm 'ɑɛ mə 'gwɑ:ze 'hɔrtoz neɑ̃ ma nɑj kət ma zo ɑj tyd bɑrs]
mais moi je ne vais pas rester assise à l'attendre s'il n'arrive pas, s'il y a du monde d'arrivé chez lui
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oan chomet er gêr
[pe wɑ̃n 'ʃo̞mə ge̞:ʁ]
quand j'étais resté à la maison [après la scolarité]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ober petra 'h in da welet ar medesin ? tremenet eo ar boan-c'hoûg kazi diouzhtu, gant thym, esaeet 'teus ? bet 'meus, klañv on ! klañv on ! e choman 'ba an ti herie
[do̞:ʁ pʁa hĩ də 'we̞l mœ'dœsin - tʁe'me:nəd e̞ bwɑ̃n'hu:k kae dy'sty - gɑ̃n 'tœ̃ ɛ'sɛ:ɛ tœs - bed mœs - 'klɑ̃: hɔ̃ - 'klɑ̃: hɔ̃ - 'ʃo̞mɑ̃ ban ti 'hɛje]
pour quoi faire j'irai voir le médecin ? le mal de gorge est passé presque tout de suite, avec le thym, tu as essayé ? j'ai eu, je suis malade ! je suis malade ! je reste à la maison aujourd'hui
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 betek e oa... betek e oa akouchet deus eu... betek e oa akouchet xxx ( ?), tr... tremen... tremen daou viz e oan bet, tri miz ivez ! Noël a oa tremenet ha 'ma... (T. : e vamm 'deue ket bemdez) bemdez bemdez bemdez ! ordin ordin ordin ! oh oui ! ha deus an noz e c'houlle xxx ( ?) din, eu... eu... eu... « vous ne pouvez pas rester dormir ? vous ne pouvez pas rester ce soir, je suis invitée », ha me 'chomin ket da gousket hañ !
[ˈbekəd wa - ˈbekəd wa aˈkuʃət dəz ə - ˈbekə wa aˈkuʃət ? - ˈst ˈstʁemen - ˈstʁemen ˈdo̞w viz wɑ̃n bet - ˈtʁi miz ˈie - noˈɛl wa tʁeˈmeːnəd a ma - ˈbo̞mde ˈbo̞mde ˈbo̞mde - ɔʁˈdin ɔʁˈdin ɔʁˈdin - o wi - a dəz ˈnɔ̃ːz ˈhule̞ ˈkʁeʃən dĩ - ə ə ə - ... - a me ʃo̞ˈmĩŋ kə də ˈguskəd ɑ̃]
jusqu'à ce que... jusqu'à ce qu'elle ait accouché de euh... jusqu'à ce qu'elle ait accouchée xxx ( ?), pl... plus de... j'y ai été plus de deux mois, trois mois aussi ! Noël était passé et j'avais... (T. : sa mère ne venait pas tous les jours) tous les jours, tous les jours, tous les jours ! tout le temps, tout le temps, tout le temps ! oh oui ! et le soir elle me demandait xxx ( ?), euh... euh... euh... « vous ne pouvez pas rester dormir ? vous ne pouvez pas rester ce soir, je suis invitée », et moi je ne resterai pas dormir hein !
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
habiter
-
👂 🔗 Ha feiz neuze 'ma tremenet ma certificat, ha bet ma certificat ganin, ha goude e oan chomet er gêr peogwir n'houlennen ket mont d'ar skol.
A fé neuhé ma tréménet me certificat, a bé me certificat genin, a goudé oan chome gêr, pegur n'oulènn ke mon te skol.
Et alors j'avais passé mon certificat, et j'avais eu mon certificat, et ensuite j'étais restée à la maison, parce que je ne voulais pas aller à l'école.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Evel se neuze goude neuze 'h eo aet da chom e-barzh an ti-se.
Ve-sé neuhé goudé neuhé 'h è wèt te chom bah 'n ti-zé.
Ensuite elle est allée habiter cette maison.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'H eo aet da chom e-barzh an ti, e-barzh an ti, feiz e-lec'h omp bremañ quoi ma kerez.
'h è wèt te chom ba 'n ti, ba 'n ti, fé lèh 'h om brémañ quoi ma kées.
Elle est allé habiter dans la maison où nous sommes actuellement.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude neuze e oa aet da chom d'ar bourk.
A goudé neuhé oa èt te chom de bourk.
Et ensuite elle est allée habiter au bourg.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Da vamm marteze ne oa ket o chom 'ba Bear a-benn neuze c'hoazh (?).
[te vɑ̃m mateː ˈwa kə ʃom ba beːʁ bɛn ˈnœe wɑh]
Ta mère n'habitait pas Bear à ce moment là (?).
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 pelec'h emañ-eñ o chom ? – eñ zo o chom 'ba foñs an abimoù
[ple̞h mɑ̃ ẽ: ʃom - hẽ: zo ʃom ba vɔ̃:s na’bimo]
où il habite ? – il habite au fond des abîmes [dans un endroit perdu, reculé]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi