Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

geo

Gwelet ar pennad yezhadur [Respont d'ur goulenn nac'h]()

Stummioù :

si

  • 👂 🔗 Tap un asied din eta, ha ur gontell. Un asied heu... Hemañ n'eo ket ac'hanen geo ?

    Tab eun asiet tin ta, a gontell. Eun asied eu... Hémañ nè ke hann gè ?

    Prends-moi une assiette, et un couteau. Une assiette heu... Celle-ci n'est pas d'ici, si ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, n'eo ket gant koaven 'teus graet anezhi ? Ah geo, gant koaven.

    Ya, né ke gan koaven teus gwè(t) nèi ? A gè, gan koaven.

    Oui, tu ne l'as pas faite avec de la crème ? Ah si, avec de la crème.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Pa oas te yaouank sur a-walc'h ne vije ket familiales a-benn neuze. 2. Bije. 1. Bije ? 2. Bije laouen. 2. Ya ? 2. Ya ! Memestra . Ya. 1. Se n'on ket kat da lavaret hañ, met... 2. Geo.

    1. Pé oas té yowañk zur wah vijé ke familiales bènn neuhé. 2. Bijé. 1. Bijé ? 2. Bijé lowen. 1. Ya ? 2. Ya, mostra. Ya. 1. Zé n’on kat te lâred añ, mè... 2. Gè.

    1. Toi, quand tu étais jeune, il n'y avais probablement pas d'aides familiales à cette époque. 2. Si. 1. Si ? 2. Bien sur que si. 1. Ah bon ? 2. Oui, quand même. 1. Moi je ne sais pas, mais... 2. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Met ne vije ket arri septembre a-benn e vije graet se ? 2. Oh geo. Arri e vije tost septembre. Ya.

    1. Mè vijé ked ai septembre bènn vijé gwè sé ? 2. O gè. Ai vijé tost septembre. Ya.

    1. Mais on n'était pas en septembre quand on faisait ça ? 2. Oh si. On était presque en septembre. Oui.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. ar re-se 'naint ket ur machin da c'horo ? 2. Ah geo.

    1. Ré-zé naint ke machin de horo ? 2. A geo.

    Eux n'avaient pas de machine de traite ? 2. Ah si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ya met 'neaint ket ur machin da c'horo gant podoù dija a-benn neuze ? 2. Ah geo. Geo geo. 1. Ne 'meus ket soñj. 2. A-benn neuze e oa ur machin da c'horo gant podoù. Boa.

    1. Ya, mè néaint ked machin de horo gan poujo déjà bènn neuhé ? 2. A gè. Gè gè. 1. Meus ke joñch. 2. Bènn neuhé oa machin de horo gan poujo. Boa.

    Oui, mais ils n'avaient pas déjà une machine de traite avec des pots pour alors ? 2. Ah si. 1. Je ne sais plus; 2. Pour alors il y avait une machine de traite avec des pots. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Geo da c'horo 'h ae X bepred. 2. N'ae ket avat . 1. Ah ne rae ket ? 2. Geo, pa oa... Geo, a-raok, pa oa goroet gant an dorn, met pas goude.

    1. Gè, de horo ’h è X bopet. 2. N’è ke vat. 1. A rè ket ? 2. Gè, pé oa… Gè, rok, pé oa goroet gan dorn, mè pas goudé.

    1. Si, X venait traire. 2. Non alors. 1. Ah non ? 2. Si, quand... Si, auparavant, quand on trayait à la main, mais pas après.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ha du-mañ ne c'horoe ket... Geo, X pa oa er gêr a rae, met Y, Y 'na ket bet goroet.

    [a ’dumã ho’ʁoːe kət... ge X pə wa ’ge̞:ʁ ʁe me Y Y na kə be go’ʁoːət]

    Et chez nous, il ne trayait pas... Si, X quand elle était à l maison le faisait, mais Y n'a jamais trait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Geo, ma arri unan bennak da welet ac'hanon e vin kat da lavaret dezhañ.

    Gè, ma haï un bênnak te wèlet añoñ vin kat te lât téañ.

    Si, si quelqu'un arrive me voir, je pourrais le lui dire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Geo, pa on chomet er gêr gant Maman goude, pa...

    Gé, pé on chome gêr gan Mañmañ goudé, pé...

    Si, quand je suis restée à la maison avec Maman, quand...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Geo pa vije un annoar bennaket da deskiñ, neuze e sikoure ac'hanon.

    Gè, pé vijé ’n annwar bénnaket de diski, neuhé jikouré añoñ.

    Si, quand il y avait une ou deux génisses à dresser, alors il m'aidait.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 geo, amañ e-kichen zo unan aze, hag a zo daou c'hant vloaz marteze

    [gɛw 'ɑ̃mɑ̃ 'kiʃən zo yn 'ɑhe a zo dɔw hɑ̃n lɑ: ma'tee]

    si, ici à côté, il y en a un [arbre] là, qui a deux cent ans peut-être

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 N'eo ket skrivet div wech memes tra hañ ? (T : Nann.) Geo ? (T : Nann.)

    [ˈne̞ kə ˈskʁivə diw weʃ mɔ̃sˈtʁa ɑ̃ː – gɛ]

    Il n'y a pas écrit deux fois la même chose hein, (T : Non.) Si ? (T : Non.)

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Arri 'neus div... div gamaradez vihan. Pokañ a ra dezhe ha tout hañ, geus geus, n'eo ket diwezhat o temarriñ, arri e ray tu bennaket !

    [aj nø diw diw gɑ̃m’ʁɑ:dəs ˈvi:ən ˈpokɑ̃ ʁa dɛ a tud ɑ̃ gø gøs ˈnɛ kə ˈdiwɛː teˈma:ĩ aj ʁɛj ty ˈmnakət]

    Il a deux copines, il leur fait des bisous et tout hein, si si, il n'est pas tard, il arrivera quelque part !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Geus me meus kartennoù met ne gredan ket e zo anvioù n'eus ket nemet numeroioù warne.

    [gøs me møs kaʁˈteno mɛː gʁeˈdɑ̃ kə zoː ɑ̃ˈnojo ˈnøs kə mɛ ˌnyːmeˈʁojo ˈwaʁnɛ]

    Si j'ai pris des cartes mais je ne crois pas qu'il y ait des noms, il n'y a que des numéros dessus.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien