Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

evañ

Gwelet an tem Evañ

Stummioù :

boire

  • 👂 🔗 Ar re-se a oar krapat war ar c'helorn da evañ laezh ya.

    Ré-hé oar krape war hélorn da évañ lês, ya.

    Ceux-là [les chats] savent monter sur le seau pour boire le lait, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Geo avat, se zo gwir, an ouvrierien alies da-heul evel-se, 'nez ezhomm d'evañ bannac'h goude merenn, hag eñ ne blije ket se dezhañ quoi, ha evel-se feiz...

    Gè hat, zé zo gwir, ouvriêrien alies, de heul vesé, né émm d’évañ bañh goudé mèrn, ag eñ blijé ke sé déañ quoi, a fé vesé fé...

    Si alors, ça c'est vrai, les ouvriers ont souvent après comme ça, ont besoin [= envie] de boire un coup après le repas de midi, et lui n'aimait pas ça, et donc...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met a-benn neuze e oa arri klakenn ma faotr, eñ a oa bet er bourk evel just goude merenn ha un tamm a bep sort. Ha moarvat 'na arri evet un toullad bannac'hoù hag a bep sort.

    Mè bènn neuhé oa ai klakenn ma vot, heñ oa bé bourk vèl just, goudé mèrn a tamm bop sort. A mac’hat na ai évet toullet bannaho a bop sort.

    Mais pour alors, mon homme était devenu bavard. Il était passé au bourg bien sûr, après le déjeûner, et il avait sûrement bu pas mal de coups.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ur bannac'h all ha ur bannac'h all ha ur bannac'h all, met ur bannac'h all pa vezer partiet evel se koura, fidedoulle avat, ha e vez graet... 'h eve hep gouzout dezhañ.

    Bañh all a bañh all a bañh all, mè bannah all pé vèr partiet vesé koura, fidedoullé hat, a vé gwèt... évé èp koût téañ.

    Un verre et un verre et un verre, mais un autre verre quand on est parti comme ça... Il buvait sans s'en rendre compte.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz goude neuze feiz e oar bet tout an dud oc'h evañ bannac'h e-barzh an ostaleri, e-barzh an eil pe e-barzh an all.

    A fé goudé neuhé fé oar bét, tou ’n dut, ’h évañ bañh bah ’n ostaléri, bah ’n èil pé bah ’n all.

    Et ensuite tout le monde était allé boire un coup au café, dans l'un ou l'autre des cafés.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze e vije kafe ha chokola. D'evañ. Ha chistr.

    A neuhé vijé kafé a chokola. D’évañ. A jist.

    Et alors il y avait du café et du chocolat. À boire. Et du cidre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 pa veze kavet ur wazh bennaket ec'h aemp... ec'h aemp... ec'h aemp e-barzh da evañ, ya paotr e rae vad

    [pa viʃe kɑ:d ər wɑ:s bə'nɑkət hɛm hɛm hɛm baɾs da 'e:vɑ̃ ja pɔd rɛ vɑ:t]

    quand on trouvait un ruisseau quelconque nous allions... allions... allions dedans pour boire, oui mon gars ça faisait du bien

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eva ket chistr

    ['ne:va kə ʒist]

    il ne boit pas de cidre

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ev da hini !

    [e:f te 'i:ni]

    bois le tiens !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi