Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

u

Stummioù : u ; uioù ; uoù ;

Gwelet an temoù Uoù ar yer ha An uoù (boued)

oeuf

un u molet

[nyː ˈmɔlət]

un œuf molet

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

u ar voualc'h

[y vwɛlh]

l'œuf de merle

Plac'h, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)

me 'ma bet savet ur glujar diwar he neizh 'ba 'r park e-pad ar brezel aze, hag e oa pemp warn-ugent u dindani, e oa o c'horiñ anezhe

[me ma be ’zɑ:vət ’gly:ʒər diwar i he:z bah pɑrk pad ’bre:zəl ’ɑhe a wa pɛm war’ny:gən y: dinɑ̃’ni wa ’ho:ri nɛ:]

j'avais levé une perdrix de son nid dans le champ pendant la guerre là, et il y avait vingt-cinq œufs sous elle qu'elle couvait

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

Ah ya. Sukr zo ivez ya, d'accord, uoù marteze zo ivez ?

A ya, suk so ie ya, d'accord, uo maté zo ie ?

Ah oui, il y a aussi du sucre, d'accord. Il y a aussi des œufs peut-être ?

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ah n'eus ket uoù e-barzh ?

A neus ked uoù bars ?

Ah, il n'y a pas d'œufs dedans ?

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Bleud. Uoù. Ha... ha laezh. Se eo tout.

Bleut. Uo. A... a lês. Zé hè tout.

De la farine. Des oeufs. Et du lait. C'est tout.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ah ya, a-wechoù e vije lakaet un u, ha e vije etalet gant ar rozell ivez

A ya, wêjo vijé laked en u, a vijé étalet gan rozell ie.

Ah oui, parfois on mettait un œuf, et on l'étalait avec le racloir.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Hag a-wechoù e vije lakaet un u warnañ. Un u. Torriñ un u war-benn. Ha hennezh a vije stlabezet war-benn goude gant ar rozell, ar rozell a vije graet deus ar machin a vije oc'h etaliñ... Ar bas...

A wêjo vijé lake 'n u warnañ. En u. Toiñ 'n u war-bènn. A heñ vijé sklabéet war-benn goudé gan rozell. Rozell vijé gwèt deuz machin vijé 'h étaliñ... bas.

Et on mettait parfois un œuf dessus [sur la crêpe]. Un œuf. Casser un œuf dessus. Et on le répartissait dessus avec le racloir. On appelait racloir le truc qui servait à étaler... la pâte à crêpe.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Darn 'nije c'hoant da gaout un u war ar grampouezhenn, ha neuze e vije torret un u war-benn, neuze e vije krevet gant beg ar machin, ha feiz neuze e vije etalet gwellañ e vije gallet, abalamour da lakaat gwenn ha melen un tamm partout quoi. Ha honnezh a vije ur grampouezhenn uoùek, e vije graet deus honnezh.

Darn nijé hoan de gaout 'n u war grampouenn, a neuhé vijé torret 'n u war-benn, neuhé vijé kreuvet gan bég machin, a fé neuhé vijé étalet gwèllañ vijé gallet, bañw te laket gwènn a mélen tamm partout quoi. A hoñ vijé grampouenn uoek, vijé gwèt teus hoñs.

Certains voulait un œuf sur la crêpe, et alors on cassait un œuf dessus, on le crevait avec le bout du machin [la spatule], et on l'étalait du mieux qu'on pouvait, pour mettre du blanc et du jaune un peu partout. Et on appelait ça une crêpe « œufée ».

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

un u molet hag un u poazh kalet

[nyː ˈmɔlə a nyː pwɑs ˈkɑ:lat]

un œuf molet et un œuf dur

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)