Ar raktres Ahotsak en Euskadi

Ar raktres Ahotsak en Euskadi

Kinniget e vo amañ dindan un destenn bet savet diwar ur c’hounskrid Master 2 Brezhoneg skrivet gant Derv Uhelloù-Meyler en 2015. Hennezh en deus studiet ur raktres interesant ken ec’h eo bet kaset da benn er pemzek vloaz diwezhañ en Euskadi : Ahotsak.

Da gentañ e oa un arbennigour war an euskareg, kelenner skol-veur, Koldo Zuazo. Embannet en devoa e 1999 ul levr diwar-benn euskareg traoñienn an Deba (proviñs Gipuzkoa, Euskadi ar C’hreistez). E-skeud brudañ al levr-se en doa bet sikourioù gant 11 parrouz diwar 17. Ha dastumet en-dro dezhañ un toullad-mat a dud tomm o c’halon deus euskareg an draoñienn. Dre-se e oa lañset ur gevredigezh nevez e 2001 evit kas war-raok rannyezh Deba e kement parrouz a oa, Badihardugu hec’h anv. Sell aze d’ober petra e oa bet krouet :

« – Krouiñ al lec’h a vodo ar re a labour evit an euskareg e traonienn Deba, bodañ nerzhioù ha dont a-benn etre an holl da dizhout ar gwellañ disoc’hoù posubl.

– Reiñ brud d’hor yezh bro ha tennañ ar c’hemplezhoù zo stag outi. Broudañ ha brasaat implij ar rannyezhoù. Dalc’hmat gant lec’h ha kefridi ar batua sklaer en hor fenn.

– Bodañ ar c’horpus ha suraat e blas er standart.

– Yac’haat ha pinvidikaat an euskareg o labourat hag o reiñ nerzh d’ar parlantoù bro.

– Evit pezh a-sell ouzh statud ar yezh er gevredigezh, broudañ an treuzkas naturel ha kulturel. Kemer ar rummad nevez evel test, suraat an treuzkas hag azezañ ha brudañ war dachennoù an implij.

– Kenlabourat ha kenglokaüsañ gant raktresoù heñvel o zres hag o falioù, diwan dialuskoù. » miz ebrel 2001 (p21)

Stank eo an danvez dija, ha tro hon do da gomz dioutañ diwezhatoc’h. Adalek ar penn kentañ zo bet birvilh er gevredigezh en-dro da gKoldo Zuazo. Embannet o doa diouzhtu kalz a studiadennoù diwar parlantoù an draoñienn ha kinniget o doa d’ar parrouzioù reiñ dorn dezhe da greskiñ implij ar rannyezh er vuhez foran. Abred a-walc’h avat e oant bet krog da labourat war ur pezh raktres, e-mesk bern traoù all : al lec’hienn Ahotsak (« mouezhioù »).

En 2003 e stagas ar gevredigezh Badihardugu gant al labour e traoñienn an Deba. Emglevioù a voe sinet gant un toullad mat a barrouzioù evit « dastum ha skignañ euskareg ha glad dre-gomz ar barrouz » (p54). Gant an arc’hant bet serret e komañsas skipailh Ahotsak da vont da filmañ euskaregerien gozh an draoñienn e pep parrouz. Met prim a-walc’h e voent gelvet gant parrouzioù deus kornioù all deus Gipuzkoa da vont di d’ober ar memes labour. Dre-se en em ledas tamm-ha-tamm tachenn labour Ahotsak war ar vro en he fezh.

En 2008 e voe digoret al lec’hienn war an ton bras. A-benn neuze e oa an holl rannyezhoù warni ha lodenn vrasañ parrouzioù ar vro euskarek. Delc’het o doa da labourat hardizh er bloavezhioù war-lerc’h evit serriñ ar muiañ a euskaregoù lec’hel ma c’hallent, ha talvoudekaat anezhañ war al lec’hienn. Aet eo al labour-se war dousaat abaoe, met divent eo an danvez a gaver war al lec’hienn. E miz mae 2015 e oa moaien da glevet euskareg 300 parrouz, ar pezh a rae tost da 5 000 komzer, 7 000 enrolladenn, 26 000 film. Evit al labour-se e oa bet roet 500 000 € gant proviñs Gipuzkoa hag ar bank Kutxa. E-se e oa bet paeet un toulladig tud da gas war-raok al labour dastum. An disoc’h zo ur gwir « korpus hengounel an euskareg » :

« Ret eo kaout un oustilh diazezet war ar c’horpusoù dre gomz evit gouzout an holl draoù-se, an hini diazezet war parlantoù hag enrolladennoù Bro-Euskal a-bezh a zizkouezfe dimp skouerioù an holl, an hini a lakfe war-wel implij hor zud-kozh, hag asambles gant ar skouerioù treuzskrivet, an hini a rofe dimp da glevet (ha da welet ar c’homzer o prezeg) an danvez da lenn-se, a-drugarez d’ar fichennaouegoù klewelet a-vremañ ha d’ar pezh diharz a c’haller ober dre internet. Da stouvañ ar vank-mañ e teu Korpus hengounel dre gomz ahotsak. [Ahotsak] » p82

Er bloavezhioù diwezhañ-mañ eo krog ar gevredigezh da liesaat an tachennoù m’emañ o labourat warne : yezh ar re yaouank, ar rannyezh er skol, an istor, ar c’han… ha bep tro danvez serret ha skignet. Stank stank eo an traoù bet graet gant ar gevredigezh Badihardugu en ur ober pemzek vloaz. Ha posubl e vefe ober kemend-all en Breizh ? Ne soñj ket dimp, na tost. Un diouer a dud, a arc’hant hag a youl a vefe. Daoust da se e kav dimp zo kentelioù da dennañ e-mesk an holl draoù kaer savet gante. Dreist-holl eo spered ha preder ar gevredigezh Badihardugu a fell dimp komz dioute. Koldo Zuazo, en deus bet soñjet hardizh er c’hudennoù a save gant an euskareg standard hag ar rannyezhoù. Talvezout a ra ar boan displegañ dre ar munud petore preder zo gante.

Da gomañs e vanka lâret penaos emañ kont gant an euskareg e traoñienn an Deba. Treuzkas ar yezh n’eo ket bet ken stank er c’horn-se evel e lec’h all dre an avani e oa deuet kalz a vichourerien deus Bro-Spagn da labourat eno. 58% a euskaregerien zo en draoñienn, ha cheñch a ra kalz deus an eil parrouz d’eben (deus 24% en Ermua da 79 % en Oñati). Ar sell o devoa an euskaregerien a-vihannik war o yezh ha war ar batua (anv an euskareg standard) zo heñvel deus ar pezh ac’h anavezomp mat amañ en breizh :

Klevet gante tamalloù o bugale, gwelet gante al live yezh uhel skrivet e batua en o farrouz, e soñj da galz a gerent eo fall, direizh, didalvez o euskareg eme Zuazo. Ha chom a reont mut. Kuzhat a reont o euskareg ha ne dreuzkasont ket anezhañ. Ha ne gredont ket reizhañ fazioù o bugale. p27

Kement-se en deus efedoù war ar yezh kaozeet gant ar re yaouank. N’eo ket kenkoulz hag ar pezh a glefe bezañ, na tost :

« Eus an tu all, en anv an euskareg batua zo bet implijet un euskareg divoutin a-walc’h abaoe ur mare zo, unan pell eus hor yezh pemdeziek. E-giz-se, o soñjal e oa fall hor euskareg, zo chomet kalz diouzhomp hep deskiñ anezhañ d’hor bugale. Krog omp bremañ da welet disoc’h an traoù-mañ : An euskareg zo gant ar re yaouank n’eo ket ken mat evel oa bet c’hoant. Seblant a ra paour ha dinerzh d’ar re yaouank o-unan, skeiñ a reont d’ar spagnoleg alies. Ezhomm hon eus eus ur yezh yac’hoc’h evit an darempredoù etre mignoned. [Zuazo] » p20

Gwelet a raer ar memes distok evel en Breizh etre yezh ar gomzerien a-vihannik hag ar yezh standard. Ne glefe ket bezañ ur skoilh avat da gKoldo Zuazo, ma kav pep hini he flas, rak ezhomm e vez dioute o-div :

« Gwir eo n’eo ket [ar rannyezh] euskareg batua, met euskareg eo avat. Marteze ne oar ket an hini a gomz e-giz-se euskareg batua, met euskareg a oar. Arabat deomp ankouaat, an euskareg eo ar yezh, hag ar batua ul lodenn eus ar yezh, ur parlant hepken eus ar yezh-se. Ul lodenn hollbouezus ha n’hellomp ket ober hepti, a dra sur, met n’eo ket ar yezh en he fezh ha estroc’h zo evitañ evel ar parlant mat. [Zuazo] » p26

Dam da se emañ e penn tud Badihardugu ar soñj eilpennañ sell an dud war o yezh.

Kollet vefe ar vrizhkredenn eo fall ha gros euskareg an dud, fiziañs ha surentez da gomz a vefe kemeret. Hag e-giz-se ne vefe ket mezh gant an dud d’ober gantañ ha ne vo ket aon da zeskiñ anezhañ d’ar rummadoù da zont. p26

Sur eo ha n’eo ket marteze en deus bet ar raktres Ahotsak un efed war ar sell o deus an euskaregerien war o rannyezh, evel e tielfenn Derv Uhelloù-Meyler :

Un efed vo war spered an dud, priziet vez yezh ha gouiziegezh an dud ha posubl eo e c’hell cheñch an emzalc’h a-fed yezh ivez. Da skouer, ma en em rent kont an dud eus pinvidigezh yezh o zud pe ma deuont a-benn da gompren perzhioù o rannyezh a drugarez d’an treuzskrivadur. Tost 5 000 den zo bet aterset, ma soñjer en ur c’helc’h 10 den tost en dro da bep hini e teuer da 50 000. p68

Un dra all a-bouez d’ober war an dachenn-se eo diskwel ar rannyezh skrivet :

Da soñj Zuazo, ne ra ket droug implij an euskareg bro dre skrid e tachennoù uhel zo.

Ouzhpenn bezañ klevet e rank ar yezhoù bezañ gwelet. Pa ne vez ket gwelet ar yezh e soñj ar gomzerien eo fall, dalc’het ha didalvez, hag a-enep d’an dra-mañ eo ar soñj hag ar gemennadenn a ranker kas, hervez Zuazo, « er gevredigezh euskarat leun a vezh hag a gemplezhioù-mañ ». p42

Dezhañ zo peder dachenn e-lec’h ma c’hall ar rannyezh bezañ skrivet :

« 1. Er c’hemennadennoù parrouz berr.

2. En istorioù ha lennadurioù all evit ar vugale.

3. E lodennoù zo eus ar c’hazetennoù parrouz. Da laret eo : en atersadennoù graet da dud ar barrouz, el lodennoù graet evit ar vugale, el lodennoù diwar-benn implij dre gomz ar yezh.

4. E stummoù lennegel zo, pa vezont liammet ouzh an implij dre gomz dreist-holl. [Zuazo]» p42

Kement-se en ur delc’hen soñj eo « an implij dre gomz […] tachenn naturel ar rannyezh » (p40).

Evel a lâr Zuazo c’hoazh, « evit ma padfe an euskareg en ur mod bev ha yac’h, neuze, eo hollbouezus al liamm etre ar rummadoù. [Zuazo] » (p28). Dre ar rannyezh e tremen al liamm-se, ha sell aze ar sioù mat a ro dezhi :

« 1. A-drugarez d’an euskareg bro e c’hell an treuzkas etre ar vugale hag o zud, pe o liamm dre ar yezh bezañ kreñvaet.

2. A-drugarez d’an euskareg bro e c’hell bezañ kresket ar santadur hag ar c’hrouiñ.

3. A-drugarez d’an euskareg bro e c’heller sevel un euskareg gwelloc’h, reishoc’h ha kreñvoc’h.

4. A-drugarez d’an euskareg bro e c’heller aesaat ha primaat deskadurezh an euskareg. [Zuazo] » p25

N’eo ket trawalc’h ar skol hag ar mediaoù evit saovetaat ar yezh, ar familh eo pouezus-kaer he ferzh ivez :

Bremañ zo 30 bloaz zo e veze laret e vefe bet saovetaet an euskareg ma antrefe er skol hag er skinwel a lar Zuazo. Antreet eo an euskareg er skol hag er skinwel ha n’eo ket saovetaet mod ebet evit afer se.

« Bremañ emaomp krog da welet pelec’h emañ hor fazi : ar skol hag ar skinwel a zo binvioù mat, n’haller ket ober hepte, met n’int ket trawalc’h hag estroc’h evite zo. An ti eo, ar familh eo ar c’helenner kentañ, ha hemañ eo moarvat diwar an holl an hini pennañ ha pouezusañ. [Zuazo] » p28

Han-se eo pouezus ar skol war an dachenn-se. Ma soñj gant Zuazo eo ret deskiñ ar batua er skol, er bloazioù kentañ avat e klefe ar vugale yaouankañ bezañ skoliataet er rannyezh, da lâret eo ar yezh a vez en-dro dezhe war ar pemdez. Peotramant e klefe ar skolaer kaout doujañs ouzh ar rannyezh da vihannañ, kuit da gaout « efedoù fall war implij ar yezh en o endro » :

N’eus tamm douetañs ebet evit Zuazo e ranker diskouez an euskareg unvan hag al live yezh uhel er skol met ne wel ket ar redi d’en ober gant bugale 3-4 bloaz. Er parrouzioù euskarek e ranker loc’hañ eus an euskareg a vez komzet enne, ha ma ne oar ket ar c’helenner hemañ e rank-eñ kaout doujañs en e geñver emezañ. p25

Ar yezh a vez kaozeet er parrouzioù eo an hini tostañ da galon an dud dre an avani eo hini ar gerent, an amezeien, ar c’hamaladoù, ar c’heneiled… Drezi da gentañ e teu ar blijadur :

« Evit ma vefe ar yezh plijus da implij eo ret dezhi bezañ tost ha nes. Evel en doa laret ha skrivet Fernando Muniozguren, efedus eo an euskareg afektivel. [Zuazo] » p31

C’hoari gant ar rannyezh zo a-bouez ivez evit kreñvaat ar yezh en he fezh :

« Arabat dimp ankouaat, ton ar farsadennoù hag ar goap, ha kaout plijadur gant ar rannyezhoù a zo nerzhioù evit ar yezh [Zuazo]. » p44

Dre-se, tamm-ha-tamm, e vez kresket « ar santadur » da geñver ar yezh, da lâret eo ar varregezh da gompren spered ar yezh, da vont da heul patrom yezh ar reoù gozh kentoc’h evit mont da heul ar c’hastilhaneg :

« Evit ma rafe an dud unan gant ar yezh, evit ma c’hoarife ha kavfe plijadur an dud gant ar yezh, eo sklaer e ranko bezañ ur yezh tost, savet e Bro-Euskal gant euskaregerien. Hent-all ne en em wrizio ket, ne gemero ket nerzh hag e vo displijus. [Zuazo] »

Ha soñjal a ra dezhañ eo sur ar yezh da vervel ma vez pellaet re eus ar yezh pemdeziek.

« Reiñ nerzh d’ar santadur n’eo ket mod ebet un dra aezet, met un dra a ranker delc’hen en soñj, n’eo ket un dra enganet nemetken, labouret ha diorroet a vez. Sikour a ra kalz an nen, just a-walc’h, kaout skouer ar ger hag ar barrouz. [Zuazo] » p24

Gwelloc’h ha reishoc’h e teu da vezañ un euskareg diazezet war yezh ar re gozh. Deus se eo sur Zuazo ivez :

An euskareg hag ar spagnoleg a vez mesket re alies diabeg ivez hervez Zuazo. Kemer a ra ur skouer all tennet eus ur gelaouenn eus traonienn Deba e-lec’h vez implijet ur c’halk eus ar spagnoleg randonus a-walc’h, n’eo ket saourus an disoc’h evitañ ha simpl koulskoude an diskoulm :

« n’hon eus nemet gwelet ha deskiñ penaos a ra hor zud hag ar re gozh [Zuazo] » p29

Kement ha ken bihan ma lâr emañ skouer an euskareg er parrouzioù a gaoze euskareg :

« An hini a zesk e Londrez pe Barcelona en do nebeut a skouerioù dindan an dorn. Hini dre gomz ar c’helenner, hini dre skrid al levrioù hag ar pezh en do klevet e lec’h-mañ-lec’h a vo e skouerioù nemete. Met an hini ganet e Antzuola pe Aramaio en deus e skouerioù, hag abalamour d’an dra-se e laran e rank bezañ roet nerzh da yezh ar parrouzioù euskarek, hag abalamour d’an dra-se e laran e rank ar barrouzioù euskarek bezañ skouer an euskareg, kreiz an euskareg. [Zuazo] » p31

Soñjet en deus kalz er yezh a glefe bezañ desket d’an dud deuet. Evit sikour an nevez-euskaregerien e klefe ar yezh-se bezañ ar batua, met ur batua an tostañ ma c’haller deus yezh ar barrouz :

Ret eo kemer en kont gant piv vo an deskard e darempred ha gant piv e komzo. Betek bremañ, da soñj Zuazo, e veze kelennet euskareg ur Vro-Euskal difetis pa rank an dud ober gant an euskareg en o farrouz. P32

Peotramant zo ur riskl da digalonekaat an deskarded, ar pezh a anavezomp re vat en Breizh :

« Eus un tu e teskint euskareg gant muioc’h a galon. Dalc’hmat vez plijus hag e tomma kalon an dud, ur wech er-maez eus ar c’hentelioù-noz, kompren ar pezh a lar un den all ha bezañ komprenet gant un den all. Er c’hontrol, pa vez gwelet ne vez ket implijet ar pezh bet desket er c’hentelioù-noz er straedoù e c’h a da traoñ ar c’hoant da vont war-raok. Eus an tu all, ma vez tost a-walc’h euskareg ar c’hentelioù-noz ouzh an hini a vez implijet bemdez en em lec’ hio primoc’h an deskard, ha berroc’h – hag evel-just marc’hadmatoc’h – e vo hent an deskiñ. Ma vez pell euskareg ar c’hentelioù-noz diouzh hini ar straed, e vo skuizhusoc’h an deskiñ, ha goude bezañ desket ivez, ma vez start an implij e c’h aio d’an aesañ, ha skeiñ d’ar spagnoleg eo an aesañ alies e-barzh hor c’hevredigezh. [Zuazo] » p33

Ar batua zo ezhomm diouti asambles gant ar rannyezh, ne vanka ket d’an hini kentañ mougañ an eil avat :

« Astenn ar rannyezh e rank ar batua bezañ ha n’eo ket he distrujer pe he mouger [Zuazo] » p.29

Komz a ra deus « un tabut diboell » pa glasker enebiñ an daou :

Met evitañ eo chomet stanket an dud en un tabut diboell, hini ar batua pe ar rannyezhoù. Diboell hervezañ peogwir an holl a c’h a d’ober an euskareg, parlantoù an euskareg int. Ar gudenn n’eo ket eus an daou pehini implij, met pelec’h, pegoulz implij unan pe egile. p34

Pelloc’h evit se ec’h a c’hoazh dre an avani e lâr n’int ket nemet daou barlant e-mesk reoù all, hag ezhomm dioute-tout :

Un abeg all a lak Zuazo da laret eo un tabut diboell. Parlantoù all c’hoazh he deus ur yezh : yezh ar vugale, yezh ar re yaouank, yezh micherioù zo… hervez an degouezhioù kevredigezhel ha sevenadurel, hag an holl anezhe a ra pinvidigezh ur yezh. Al lodennoù all eus ar yezh a zo bet lakaet a-gostez abalamour d’an tabut batua/rannyezhoù ha war goll int bet e-pad keit-se. p34

Ha kaout liveoù yezh dishañval zo pouezus dezhañ ivez, deus an degouezh :

« Evel just eo ret d’an euskareg bezañ stag ouzh pep tachenn eus hon doare da vevañ : etre kamaradoù, o c’hoari, oc’h ober sport, ouzh pep tra, ha dreist-holl ouzh an traoù plijus. Evit diskoulmañ ar c’hudenn a zo savet betek bremañ, an euskareg er skol hag ar spagnoleg er maez, e c’hellfe an hent da heul bezañ an doare komz uhel er skol, hag a-feur ma kresker an euskareg batua, hag er maez diouzh ar skol an doare komz etre mignoned hag an euskareg bro. [Zuazo] » p36

Lesket hon eus ar gaoz gant Koldo Zuazo un tamm brav, ken pinvidik eo e breder war parlantoù e vro. Ne gav ket dimp zo ezhomm d’astenn e gaoz muioc’h, trawalc’h a soñjoù pouezus hon eus renablet aze.

Petore kentel tennañ deus kement-se neuze ? ‘M eus aon en deus kemeret Breizh ur bern dilerc’h. Skoet omp da gentañ gant an diouer a breder en hon bro war an dachenn-se. Feiz, sur a-walc’h zo hiniennoù, er skolioù-meur hag e lec’h all, hag a blê gant ul lodennig deus ar problemoù savet gant Zuazo-se. Met ne soñj ket dimp zo en Breizh en deiz a herie deus ur preder ken don ha ken ledan war an darempredoù etre parlantoù ur yezh. Ha ma zo dioutañ, ne wel ket an nen an efedoù er gevredigezh. Ar c’hontrefed deus ar raktres Ahotsak kwida.

Da eil e welomp gant Zuazo ur sell war ar yezh pragmatik ken ec’h eo, distag deus an ideologiezh. Bezañ zo a-bep-sort parlantoù en euskareg, ezhomm zo dioute-tout evit saovetaat da gentañ ha pinvidikaat ar yezh. En Breizh omp pell-mat deus se. Deus un tu eo techet an Emsav da heuliañ « puristed » ar yezh, saouzanet mac’h int gant « ar glannder ». Deus an tu all e kaver tud heg o tikrial pep tra pe dost graet evit adlakat ar brezhoneg en e sav, en anv ar brezhoneg pobl. E berr komzoù, nasionalisted breton elistist-minabl a-enep da republikaned o tifenn… an nasionalism gall hep goût dezhe. Diskwel a ra brav Zuazo pegen fin-sot eo an div gostezenn a-benn ar fin.

Un dra all a diskwela. Arri eo poent bras d’ar Vretoned en em soñjal da vat war ar yezh o deus c’hoant da saovetaat. Gant ma tegaso preder Zuazo un tamm brav a sklaerijenn dimp.

Tangi YEKEL

Pellgargañ ar c’hounskrid : Kounskrid « Ar raktres Ahotsak »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *