Petore brezhoneg evit an dazont ?

Petore brezhoneg evit an dazont ?

 

‘Meus aon he deus ar yezh a gelennomp gwallefedoù war ar pezh a glaskomp ober.  A-hervez e vezer o saovetaat ar brezhoneg. Kavet a ra din e reomp muioc’h sin evit ne delc’homp anezhi en he sav, en gwirionez. Ha kement-se dam d’ar yezh a gasomp war-raok. Kentoc’h evit adperc’hennañ ur benveg eskemm en deus an Emsav choazet da stummañ un arouez identitaer.

Petra d’ober evit « saovetaat ar yezh » ? Ma vefe goulennet gant emsaverien e vefe respontoù a-bep-seurt : kaout ul lennegezh, servijoù publik divyezhek, ur yezh vodern kat da gomz deus tout, teknologiezhioù nevez en brezhoneg ha me ‘oar. Traoù hag a zo ezhomm dioute evel-just. Met a-benn ar fin ne glever ket komz kement-se deus « chadenn an treuzkas ». Graet e vez evel pa vefemp tremenet d’ar bazenn war-lerc’h, evel pa ne vefe ket ken deus ar vrezhonegerien a-vihannik.

Eviton-me emañ aze an delc’h herie. Kalz a draoù a ra an Emsav evit delc’hen ar brezhoneg en e sav, met nebeud-kaer evit adsosializañ ar yezh. Koulskoude e klefe hennezh diwezhañ bezañ hom fal pennañ : adlakaat ar rummadoù d’en em veskañ dre ar brezhoneg a vez kaozeet en deiz-a-herie. Yezh ar bobl zo diouti c’hoazh. Implijet e vez kalzig em farrouz hag en Bro-Dreger dre vras, ha ‘meus aon pelloc’h evit se. Pec’hed eo distreiñ hom divskouarnioù diwar ar yezh vev-se.

Koulskoude eo se an hini a ra an Emsav herie, hag ar skolioù brezhonek da heul. Ar pezh a vez kelennet, dre vras, eo ar yezh evel ma kleje bezañ, ha n’eo ket ar yezh evel m’emañ. Da lâret eo ur yezh standart puraet ha modernizet, o vont gant he zamm hent, pell-mat deus ar yezh kaozeet gant ar bobl. Kement ha ken bihan ma en em gaver gant div yezh dishañval-libr, diaes-kaer d’an eil reoù intent ar reoù all. Ha yezh ar skol, feiz, n’he deus alies-mat mann da welet, pe dost, gant ar pezh a vez kaozeet en-dro dezhi. Penaos lakaat hom skolidi da gaozeal gant o zud-kozh ma eo re dishañval an div yezh ? Penaos implijet ar brezhoneg er-maez deus ar skol ma ne bermeta ket ar yezh desket da doullañ kaoz gant an dud diwar-dro ?

Efedoù en deus kement-se war kalite ar yezh. An distok etre ar rummadoù brezhonegerien nevez ha kozh zo ken bras ken emaer o koll prozodiezh ar brezhoneg. Gallet a rafer komz ivez deus an ereadurezh pe deus « spered ar yezh » o vont da heul hini ar galleg. War baouraat ec’h a ar yezh war bep tachenn, met ne vezer ket spontet nemeur dre an avani « eo gwelloc’h evit mann ebet », gouez da tud zo. Din-me ne vanka ket degemer ul laoskentez evel-se war dachenn ar yezh. Un dever hon eus, implijet ha treuzkas ur yezh ar reishañ ma c’hallomp. Ar gelennerien hag ar skolarien muioc’h evit ar reoù all c’hoazh.

Arri eo poent bras cheñch penn d’ar vazh kwida. En Korsika, Euskadi hag Okitania eo krog an dud da brederiañ da vat war an delc’h-se. Deut eo sklaer dezhe n’haller ket saovetaat « ar yezh » en ur laoskel a-gostez yezh ar bobl. Deskiñ ur yezh standard a c’hall kaout un interest, met ne soñj ket din e vanka ober dioutañ pal diwezhañ an deskiñ brezhoneg. N’eo ket nemet ur bazenn etrezek ur brezhoneg gwriziennet, ar yezh nemeti a c’hall an deskarded implijet er-maez o c’hentelioù. Ganti e adsosialisfomp ar brezhoneg, peotramant e telc’hfomp da dreiñ mein da sec’hañ evel herie.

Tangi YEKEL

An destenn-mañ n’eo ket nemet un diverrañ deus an destenn c’hallek « Voulons-nous sauver le breton? ».

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *