Ar paotr kozh o tiroc’hal (kontadenn)

Ar paotr kozh o tiroc’hal (kontadenn)

Ur wech ’oa daou gozh ha ’oa o chom ’ba ’n Trezelan, ’ba ur menaj.
Un nozvezh goude koan ’na lavaret ar paotr kozh d’e wreg :
A-benn arc’hoazh ’vo foar ’ba Roc’h,
Ma kerez ’h efomp hom-daou, da werzhañ patatez,
Ha ma vez gwerzhet mat hom fatatez ’brenfomp boñboñioù.
Ah ya ’ha, eme ar plac’h kozh, mat eo din.
Hag i o-daou da vont da gousket.

An deiz war-lerc’h deus ar beure ’oa divunet ar plac’h kozh, ’oa savet, ’oa ’non wisket,
debret lein, graet tout ar pezh ’oa d’ober ’ba an ti, ha ’oa prest da vont.
Met pelec’h ’oa ar paotr kozh e-keit-se ? ’N e wele, o tiroc’hal !
Ha kaer ’da ar plac’h kozh hijañ anezhañ, guchal warnañ ha me ’oar petra c’hoazh, ne divune ket.

Arsa, eme ar plac’h kozh, me ’divuno ac’hanout !
Ha ’oa aet da borzh ar menaj, lec’h ’oa chas,
Ha ’da degaset anezhe ’ba an ti,
Ha petra ’da goullet gante ober ? Harzhal !

Piv ’oa ’ba an ti neuze ?
Daou gi o harzhal,
Ha ur paotr kozh o tiroc’hal…
Ne divune ket !

Fidambie, eme ar plac’h kozh, me ’divuno ac’hanout !
Ha ’oa retornet ’ba porzh ar menaj, lec’h ’oa kizhier,
Ha ’da degaset anezhe ’ba an ti,
Ha petra ’da goullet gante ober ? Miniaoual !

Piv ’oa ’ba an ti neuze ?
Tri gazh o viniaoual,
Daou gi o harzhal,
Ha ur paotr kozh o tiroc’hal…
Ne divune ket !

Fidedoulle ’hat, eme ar plac’h kozh, me ’divuno ac’hanout !
Ha ’oa aet ’ba ar c’hraou, lec’h ’oa moc’h,
Ha ’da degaset anezhe ’ba an ti,
Ha petra ’da goullet gante ober ? Skwiñjal !

Piv ’oa ’ba an ti neuze ?
Pevar gochon o skwiñjal,
Tri gazh o viniaoual,
Daou gi o harzhal,
Ha ur paotr kozh o tiroc’hal…
Ne divune ket !

Damen e vo, eme ar plac’h kozh, me ’divuno ac’hanout !
Ha ’oa aet ’ba ar park a-drek an ti, lec’h ’oa deñved,
Ha ’da degaset anezhe ’ba an ti,
Ha petra ’da goullet gante ober ? Beal !

Piv ’oa ’ba an ti neuze ?
Pemp dañvad o veal,
Pevar gochon o skwiñjal,
Tri gazh o viniaoual,
Daou gi o harzhal,
Ha ur paotr kozh o tiroc’hal…
Ne divune ket !

Damen e vo m’ereo, eme ar plac’h kozh, me ’divuno ac’hanout !
Ha ’oa retornet ’ba porzh ar menaj, lec’h ’oa yer,
Ha ’oa aet ’ba ar c’hraou, lec’h ’oa saout,
Ha ’oa aet ’ba ar marchosi, lec’h ’oa kezeg,
Ha ’da degaset anezhe tout ’ba an ti,
Ha petra ’da goullet gante ober ?
Ar yer ’da goullet gante sklokal,
Ar saout ’da goullet gante blejal,
Ar c’hezeg ’da goullet gante c’hwirinal.

Piv ’oa ’ba an ti neuze ?
Div gazeg o c’hwirinal,
Teir buoc’h o vlejal,
Peder yar o sklokal,
Pemp dañvad o veal,
Pevar gochon o skwiñjal,
Tri gazh o viniaoual,
Daou gi o harzhal,
Ha ur paotr kozh o tiroc’hal…
Ne divune ket !

Daon ’vo m’ine, eme ar plac’h kozh, me ’divuno ac’hanout !
Ha ’oa aet betek plasenn ar bourk, lec’h ’oa ur sirk an deiz-se,
Ha ’ba ar sirk-se ’oa un elefant.
ha ’da degaset anezhañ ’ba an ti,
Ha petra ’da goullet gantañ ober ?…
Petra ’vez lavaret deus trouz an elefanted ?
’Oarit ket ? Na me ivez !
Koulskoude ’meus klasket ’ba al levrioù,
Ha betek ’ba an diksioner ’meus kavet mann ebet.
N’eo ket strikt, ’h amp da lavaret trompetal !

Piv ’oa ’ba an ti neuze ?
Un elefant o trompetal,
Div gazeg o c’hwirinal,
Teir buoc’h o vlejal,
Peder yar o sklokal,
Pemp dañvad o veal,
Pevar gochon o skwiñjal,
Tri gazh o viniaoual,
Daou gi o harzhal,
Ha ur paotr kozh o tiroc’hal…
Ne divune ket !

Ziwazh, eme ar plac’h kozh, biken ’vin kat da divuniñ ac’hanout !
Ha ’oa aet en he c’hoazez war ar bank-tosel
Ha ’oa krog da c’harmat ha da difronkal.
Piv ’oa ’ba an ti neuze ?
Ur plac’h kozh o tifronkal
Ha ur paotr kozh… na diroc’he ket ken !
Divunet ’oa bet gant difronkadennoù e wreg.

Oh ma flac’h kaezh, emezañ, na c’harmez ket ken,
Divunet on bremañ, ha poent bras eo mont d’ar Roc’h.
Ha evel-se ’deaint gallet mont d’ar foar
Ha evel-se ’deaint gallet gwerzhañ o fatatez
Ha evel-se ’deaint gallet prenañ boñboñioù !
Ha sell aze an istor.

CC-BY-SA-NC Riwal – Brezhoneg Bro-Vear

2 réflexions sur « Ar paotr kozh o tiroc’hal (kontadenn) »

  1. Ar paotr-kozh o tiroc’hal.
    1.) Skrivet eo:
    « Un nozvezh goude koan.. »
    Laret eo:
    Un nozvezh ‘VEL-SE goude koan..
    2.) Skrivet eo:
    « Ha ma vez gwerzhet mat hom fatatez BRENFOMP boñboñioù. »
    Laret eo:
    Ha ma vez gwerzhet mat hom fatatez C’HALLFOMP BRENIAÑ boñboñioù.
    3.) Skrivet eo:
    « Ha kaer ‘da ar plac’h kozh… ha me ‘oar petra c’hoazh, ne divune ket.  »
    Laret eo:
    « Ha kaer ‘da ar plac’h kozh… ha me ‘oar petra c’hoazh, PAOTR-KOZH (ne) divune ket.
    4.) Skrivet eo:
    « KOULSKOUDE ‘meus klasket ‘ba al levrioù, ha betek ba’ an diksioner, ‘meus kavet mann ebet. »
    Laret eo:
    KLASKET MEUS ‘ba al levrioù, ha betek ba’ an diksioner, ‘meus KET kavet mann ebet.
    5.) Skrivet eo:
    « Ha evel-se ‘deaint gallet mont d’ar foar… »
    Laret eo:
    Ha evel-se ‘deaint gallet mont D’AR ROC’H d’ar foar…
    6.) Skrivet eo (partoud):
    « neuze » hag « aze ».
    Laret eo (partoud):
    ‘neuhe’ hag ‘ahe’.
    🙂 Setu 🙂
    Klevet meus mat, ‘ha. 🙂

Répondre à CADREN Aurélia Annuler la réponse

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *