Abadenn ‘ba ti ar reoù gozh

Abadenn ‘ba ti ar reoù gozh

D’ar sadorn 18 a viz Du e oamp bet, Riwal ha me, oc’h ober un tamm abadenn ‘ba ti ar reoù gozh en Bear. Un toullad kontadennoù hag ur ganaouenn d’achuiñ, gant-se e oa evuruz hom reoù gozh eno ! Trugarez da Résidence du Kreiz-Kêr evit an degemer.

Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel (HLBI)

Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel (HLBI)

Kazi bloaz zo on krog da labourat evit ur pikol raktres lañset en 2015, « Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel » (HLBI). Daou emaint e penn ar jeu, Loig Cheveau, arbennig war brezhoneg Bro-Wened, ha dreist-holl ar yezhour Iwan Wmffre. Ar pezh a fell dezhe eo renabliñ holl anvioù-lec’hioù Breizh Izel ha dastum o distagadur(-ioù) ha kement tra zo moaien da c’hoût diwar o fenn :

Le Hanoiou-lec’hiou Breiz Izel (HLBI), ou ‘L’Enquête des noms de lieux bas-bretons’, est un projet ambitieux qui a pour objectif de publier 39 tomes contenant les formes indigènes locales ainsi que les traditions et les connaissances concernant environ 60,000 et plus de noms de lieux de la Basse-Bretagne, accompagnées des formes cartographiques et historiques de ces noms.

Lire la suite Lire la suite

Aet eo Yann an Du d’an anaon

Aet eo Yann an Du d’an anaon

Dimerc’her penn-sizhun an hini e oa. O tont d’ober un tamm gweladenn d’am mamm-gozh e oan. A-raok mont kuit ‘deva diskwelet din he had koko. Un tamm poan ‘deva kemeret o tigloriñ ar re-seouig hag o trempañ anezhe etre feuilhennoù paper journal. Dibabet ‘deva ar reoù vras anezhe, met ne oa ket bet aezet dezhi, d’an oad a 92 vloaz…

Lire la suite Lire la suite

29/01 : Kaozeadenn en Kawan / Causerie à Kawan

29/01 : Kaozeadenn en Kawan / Causerie à Kawan

A-benn ar sizhun all ec’h a levraoueg vrezhonek Ti ar Vro da addigeriñ goude bezañ bet serret ur bloavez hanter. E-skeud-se e vo adlañset ar c’haozeadennoù brezhonek eno, hag ur blijadur eo dimp bezañ ar reoù gentañ da vezañ pedet.

Dimerc’her an hini e vo, da 20h30, e Ti ar Vro en Kawan. Evit mann. Titouroù all war lec’hienn Ti ar Vro.

A l’occasion de la réouverture de la bibliothèque bretonne de Ti ar Vro, l’association Hent Don est invitée de la causerie en breton. Rendez-vous mercredi à 20h30 à Ti ar Vro (Kawan).