Kaozeadenn / Causerie

Kaozeadenn / Causerie

D’an 18 a viz ebrel, d’ar meurzh da 18h00, an hini vo, ‘ba sal « an amzer libr », e-kichen MJC Bear.

Elle aura lieu mardi 18 avril à 18h00, à la salle du « temps libre », à côté de la MJC à Bear.

 

BEAR : Kaozeadenn en brezhoneg gant ar gevredigezh Hent Don

 

Serj Falezan, paotr c’hoarioù Treger

 

Kernevad deus tu e vamm ha Tregeriad deus tud e dad eo Serj Falezan, ha bremañ emañ ur pennad-mat zo o chom ‘ba Pederneg. Anveet mat eo ‘ba Bear dre an avani ‘neva krouet Skol Gouren Bear tregont vloaz zo, en 1987. Ha manet prezidant diouti e-pad ugent vloaz. ‘Ba Bear an hini eo ‘neus staliet e gevredigezh C’hoarioù Treger, bet krouet ‘ba ar bloavezh  2008. Ganti e vanke dezhañ saovetaat ar c’hoarioù hengounel hag a vije amañ gwechall ‘ba Bro-Dreger. Bep sizhun neuze e teu ur bagad tud da Vear da sachañ war an tortis, hag int sirius ken ‘h int dre ma arri gante da vont da broioù estren da gonkouriñ. Met kentañ tra a ra ar gevredigezh eo adlakaat en o sav c’hoarioù hengounel gant gouelioù parrouzioù ha pardonioù e-kerzh an hañv. Tout an dud a anve ar boulloù hag ar c’hilhoù. Estroc’h evite zo avat, c’hoarioù a oa kazi aet er-maez ar c’hiz a vez diskwelet ha c’hoariet hardi gant Serj hag e skipailh : c’hoarioù nerzh evel sevel an ahel-karr pe ar berchenn, ar baked rus, ar vazh-yod hag ar vazh a-benn… Ken eo deut tamm-ha-tamm Serj da vezañ paotr ar c’hoarioù hengounel er vro. Ha ne vo ket kavet muioc’h latennet evitañ da gomz dioute. Gwir eo eo bet kalz e-mesk ar reoù gozh ha dastumet ‘neus digante ur bern reoloù ha stummioù dishañval da c’hoari. Hag evel-just ur bern siklezonoù da heul c’hoarioù ha ‘h a d’ober ul lodenn vras deus hom c’hultur.

 

Digor d’an holl hag evit mann eo ar gaozeadenn. D’ar meurzh 18 a viz ebrel, da 18h00 an hini e vo, e sal an amzer vak e-kichen an MJC.

 

BEAR (BEGARD) : Causerie en breton organisée par l’association Hent Don

 

Serj Falezan, la passionné de jeux trégorrois

 

Cornouaillais par sa mère et Trégorrois par son père, de Pont-Melvez, Serj Falezan est installé depuis longtemps déjà sur la commune de Pederneg. Les Bégarrois le connaissent bien puisqu’il fut à l’origine de l’école de lutte bretonne de Bear, la Skol Gouren Bear, il y a précisément 30 ans. Il en fut le président pendant vingt ans. L’association de promotion et de valorisation des jeux traditionnels bretons du Tregor qu’il a créée en 2008, C’hoarioù Treger, est elle aussi installée à Bear. Chaque semaine, un entraînement au tir à la corde y est organisé, le plus sérieusement du monde puisque l’équipe de Serj participe à diverses compétitions internationales. Mais l’activité principale de l’association reste la valorisation des jeux traditionnels à l’occasion des fêtes de villages et des pardons, particulièrement l’été. Tout le monde connait la boule bretonne et les quilles, mais d’autres pratiques ludiques ayant failli disparaitre sont aujourd’hui mises en valeur par Serj et son équipe : les jeux de force comme le lever d’essieu ou de perche, le baquet russe, ar vazh-yod et ar vazh a-benn…

Il faut dire que Serj est devenu au fil du temps la figure incontournable de ces jeux traditionnels trégorrois, sur lesquels il est intarissable. Il a en effet collecté auprès des anciens quantité de règles et de variantes locales, ainsi que de nombreuses anecdotes sur ces jeux qui forment un pan important de notre culture.

 

La causerie est gratuite et ouverte à tous. Elle se déroulera à la salle du temps libre, à côté de la MJC, le mardi 18 avril à 18h00.

 

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *