Etnolouzaouaerezh war an dachenn

Etnolouzaouaerezh war an dachenn

Gant Lusieñ tal-kichen e drakteur (poltred Laurent Gall)

Labour (ha plijadur !) zo en hañv-mañ. Nevez-geveleret eo Hent Don gant ar gevredigezh Herborescence (Laurent Gall) evit serriñ anvioù ar plant hag an implijoù a vije dioute gwechall. Pal al labour-se : sevel un atlas evit Breizh-Izel en he fezh.

Asambles gant Laurent e oamp bet an deiz all ti Lusieñ Minous, o chom e « Porzh an Ifern » en Trezelan. Komzet hon oa deus a-bep-sort « louzoù » dezhañ, en ur ober un tamm tro ‘ba ar jardin. Ha klevet traoù kaer.

Da skwer en devoa diskwelet dimp ul louzaouenn hag a vez graet « ieul » diouti (Silene latifolia, compagnon blanc). A-hervez e c’hoarie ar vugale gante gwechall, c’hwezhañ a raent er fleurenn d’ober ur pif. Roet en devoa dimp ivez lesanv ar yeot-onkl : « lostoù kezeg kours ». Menel a ra traoù da dastum war an dachenn c’hoazh…

Evel ur miltamm bras an hini eo en gwirionez. Pep den en deus derc’het soñj deus un tamm anezhañ. Lusieñ da skwer n’en deus ket derc’het soñj nemeur deus anvioù ar fleur bihan a vez kavet war ar c’hleuzioù. E-kichen ma mamm-gozh he deus. Lusieñ, eñ, zo un tamm mat akuitoc’h war anvioù al louzoù a vez kavet er parkeier. Gant Janig am eus klevet nevez zo anvioù all c’hoazh ha n’em boa ket klevet na gant Lusieñ, na gant mamm-gozh…

Se zo kaoz ac’hanta e vanka dimp mont da welet bremañ ar muiañ a dud ma c’hallomp. N’hon eus ket kalz a amzer ken dirakomp. A-benn 5-10 vloaz e vo aet al lodenn vrasañ deus ar reoù a oar bern traoù, evel ma mamm-gozh ha Lusieñ. An amzer a dro, an Ankou a sko, gouez d’egile. Ar pezh na vo ket dastumet a vo kollet da viken.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *