Gwelet an heol (danevell)

Gwelet an heol (danevell)

Amañ da-heul un danevell skrivet ganin hag embannet e-barzh ar gazetenn Ya e daou damm (d’an 19 ha d’ar 26 a viz Even 2019).

Riwal Georgelin


« Ur bempenn fleuch zo ganin. » Ha Yannig da boz e gartoù unan-ha-unan war an daol houarn. Dek, lakez, damez, roue, born. Treuflez anezhe tout. « Fidambie, Yannig ar Chañs vat, » a lavar en ur c’hoarzhin ar plac’h zo fas dezhañ en tu all deus an daol, « n’onn ket piv ’na roet an anv-se dit, met hennezh ’na ket laeret e bemp gwenneg. An dro-mañ ’teus gonezet ar barti ha me zo rivinet. » Gant he dorn gwenn e vout he c’hartoù e-barzh ar pakad, kuit da diskouel anezhe. Ur strakadenn gant he bizied etrenek an ostizez evit goull ur bannac’h wiski all. Yannig, stenn e gorf c’hoazh gant ar start ’h eo bet ar barti, zo o sellet deus an arc’hant berniet war an daol, c’hwerv e lagad. An arc’hant-se zo dezhañ bremañ met ne dap ket bezañ kontant koulskoude. Jenovefa a derc’h da c’hoarzhin leizh he c’hof. Evit rivinet n’eo ket, na tost. Kollet ’deus tout an arc’hant ’da degaset evit partioù an nozvezh, sell aze tout. Un taol kaer ’hat ! A-benn pegeit ’do adc’honezet ar sammad-se ? Ur miz, eizhtez, un deiz pe daou ? Peotramant amzer da lonkañ daou pe dri gouzougad wiski ? Sur a-walc’h emañ hec’h arc’hant o labourat o-unan tu bennaket e-barzh ar c’houmoul niverel, e-pad emañ-hi o c’hoari poker e-barzh toulloù duañ ar vegalopolenn. N’eo ket sur Yannig e vefe kat da gompren pegen pinvidik eo Jenovefa ha n’eo ket an daou baotr all zo deus taol a c’hallfe sikour anezhañ. Paour-razh int o-daou ivez, evel tout ar reoù all deus o renk. Ha Yannig, goude e vez graet « ar Chañs vat » diontañ, n’eo ket drusoc’h e soubenn evit-se.

« Memestra, Jenovefa, ne gomprenan ket, » eme Bêr – krenañ a ra e vouezh un tamm bihan ha ne gred ket sellet eeun dionti –, « petra zo kaoz e teu un Alfa eveltout betek foñs an abimoù da c’hoari ar c’hartoù ganimp e-barzh an ostaleri lous-mañ ? N’eo ket brav a-walc’h ar vuhez en estaj kentañ ? » Jenovefa ne respont ket diouzhtu, kollet he selloù e-barzh he gwerennad wiski marc’had-mat. An daou all ne lavaront sort ebet ivez. An driet paotr, Paol, ’h eo krizet e dal. Ledet eo war e gador, e daouarn en e c’hodelloù. Gant e dorn dehoù emañ o flourañ e gontell-bleg. Ne raio mann ebet evel just. Da betra ? N’eus forzh penaos e oar a-walc’h n’eo ket deuet Jenovefa hec’h-unan. Moarvat zo ur gward-korf pe daou e-mesk pratikoù an ostaleri, ha moarvat n’int ket armet gant kanivedoù. Met a bep sort soñjoù a deu da Baol memestra e-skeud santout yenion e laonenn dindan e viz. N’eo ket difennet hunvreal, geo ?

« Petra zo kaoz e teuan da c’hoari ar c’hartoù gant Epsiloned eveltoc’h ? Feiz… Abalamour da se… » Ur gouzougad wiski. « Ha da se… » Ur sachadenn war he sigaretenn. « Abalamour da c’hoari gant gwir gartoù ha gant gwir arc’hant. ’N em estaj ’h eo sorc’hennet ma c’hoñsorted gant al labour hag ar yec’hed. Tremen a reont o devezhioù brañchet war ar Meganet, o pleal deus o aferioù – ne displegan ket deoc’h petra eo an aferioù-se, ne gav ket din ’h oc’h kat da gompren –, ha pa divrañchont ’h eo evit debriñ boued yac’hus, evañ dour sklaer hag ober sport war dapisoù-ruilh. Hag advrañchañ goude-se evit c’hoari e-barzh ar realded niverel. Met me ’meus ezhomm traoù all. Evel just ’meus d’ober pleal deus ma aferioù ivez, ha sport a ran kement hag ar reoù all – mat eo evit ar c’horf, ret e vefe deoc’h esa. Met ur wech an amzer e plij din ivez diskenn da welet ac’hanoc’h ! En ur stumm ’h eo gwelloc’h ho puhez amañ er bempet estaj evit hini an Alfaed en estaj kentañ ; c’hwi zo liproc’h. » Ha c’hoarzhoù adarre. Pêr a sell a-gorn dionti ; biskoazh ’neus gwelet ur c’hroc’hen ken gwenn, na dent ken gwenn all – na dilhad ken prop. Paol ne lavar mann ebet.

« Ha n’it ket er-maez james ? » eme Yannig. « Gwelloc’h eo deoc’h chom dindan an douar ? N’it ket da welet an oabl hag an heol ? » Lak a ra Jenovefa he daouilin war an daol ha sellet deus Yannig, souezhet. « An heol ? Abalamour da betra ’h afemp da welet an heol ? » « Ne oaran ket. A-hervez ’h eo un dra vrav da welet. Ma mamm-gozh ’da kontet se din, peogwir ’da soñj deus an amzer-se, pa ne oa ket aet an dud c’hoazh da vevañ dindan an douar e-barzh ar vegalopolenn pemp estaj. » Un damc’hoarzh a deu war muzelloù ruz ar plac’h. « Te ’tefe c’hoant da welet an heol, Yannig ar Chañs vat ? » Ha Yannig da sevel en e sav ha da dreiñ e selloù war-grec’h. « Estonet out ? Amañ, n’eus forzh pelec’h ’h ez e-barzh ar bempet estaj, e c’hallez touch deus an terrest gant da dorn, ha c’hoazh ’teus ket ezhomm da astenn da vrec’h gwall uhel. N’eus ket ’met trepasioù izel hag enk ha lous ha sklêrijennet fall. Gwasket omp gant an terrest daonet-se ha gant ar pevar estaj all a santomp a-us d’hom fennoù, ken e vez pleget hom chouk ganimp ordin. Neuze ya, c’hoant ’mefe da welet an heol hag an oabl, ha da santout an avel war ma bizaj. Met piv ’neus gwelet biskoazh un Epsilon o vont uheloc’h evit an driet estaj ? » Ha mont en e goazez, arri berr warnañ a-greiz-tout. Chom a reont o-fevar hep kaozeal. Jenovefa a daol bouilhoù moged e-barzh an aer tev, en ur flourañ gant he bizied al lugell USB imboudet e-barzh chouk he c’hil. Goude ul lajad ’h a Paol kuit en ur ober ur c’hruz d’e skoazioù. Pêr ne oar ket petra d’ober, pe mont a-raok, pe chom ; neuze e chom. « Sell, Yannig, » a lavar plac’h an estaj uhelañ a-benn ar fin, « te a blij din, neuze ’h amp d’ober evel-hemm : ’h amp da c’hoari ur barti all. Ma c’honezan-me ’h adtapin tout ma arc’hant, ha fin dre eno. Met ma emañ da chañs vat ganit adarre e c’halli mirout an arc’hant ha war ar marc’had e c’halli dont du-mañ, ’n em lojamant, hag alese krapat er-maez da vont da welet an heol hag an oabl ha tout ar pezh ’to c’hoant da welet. Petra a soñjez ? Da dro eo d’ober an dorn bepred. »

***

Eizhtez goude emañ Yannig o kerzhet e-barzh an trepas ’h a da sal ar pignerezioù. Mezvezennet eo un tamm bihan. Ne oar ket ken pe ’h eo gwir e eñvorennoù deus an nozvezh all pe n’int ket. Daoust hag-eñ ’nefe ket hunvreet e-barzh ar barti gartoù-se ? Bezañ emañ o vont da grapat betek an estaj kentañ ha betek gorre an douar ? Bezañ emañ o vont da welet an oabl hag an heol ? A-greiz-tout, hep gouzout dezhañ, ’h arri e-barzh sal vras ar pignerezioù. Uheloc’h eo an terrest amañ, pe izeloc’h al leur kentoc’h, hag e c’haller gwelet pelloc’h. Ur mor a dud zo eno o virviñ, Epsiloned a-vil-vern o tont hag o vont, pe o c’hortoz e-barzh regennajoù hir-hir da vont d’ar bevaret pe d’an driet estaj da labourat. E-kreiz, ar pignerezioù bras, o lonkañ hag o tislonkañ al labourerien, hep paouez – n’eus na noz na deiz er bempet estaj. Pelloc’h, war ar c’hostez, zo pignerezioù bihanoc’h hag a gas d’an daou estaj kentañ. N’eus den ebet o c’hortoz dirak o dorejoù ha maeset int gant soudarded o lifreoù du, mindrailherezioù gante. Ne gred ket Yannig tostaat. Petra a raio ar re-se pa welfont un Epsilon o tont etrenek dezhe ? Ar re-se zo Gammaed pe Deltaed ha ne reont ket ’met fae ha tremen fae war amprevaned lous an estaj diwezhañ. Ken fonnus all e tennfont warnañ hep soñjal pelloc’h… A-greiz emañ Yannig o kildroenniñ evel-se e wel unan deus ar soudarded oc’h ober sin dezhañ da dont tostoc’h. Anavez a ra anezhañ diouzhtu, hag-eñ ’h eo koachet e daoulagad gant lunedoù du : e-barzh an ostaleri e oa an deiz all, war e orloc’h deus ar c’hontouer, oc’h ober van d’evañ bannac’h ; unan deus gwardoù-korf Jenovefa moarvat. Cheñchet ’neus stumm bepred : herie ’neus gwisket dilhad teñval ar soudarded. « Deus war ma lerc’h » emezañ, rust.

***

Bremañ en em gav Yannig e-unan o c’hortoz ken e vo digor dirakañ dorejoù beton ar sas. Emañ c’hoazh e benn o vezvezenniñ hag a-boan ma oar penaos eo arri betek amañ. N’eo ket gwall sklaer ar soñj ’neus derc’het deus ar momejoù diwezhañ. Ar bignerez kentañ o sevel, didrouz ha distroñs, gwenn he mogerioù. Ar gward-korf en e gichen, dilavar, sonn en e sav, e daouarn a-drek e gein. Ur gouloù neon kreñv a-us d’o fennoù. Poan d’e daoulagad. Pegeit e oa padet ? Ur c’hardeur pe ur penn-devezh ? An norejoù o tigoriñ en estaj kentañ. « Deus. » Trepasioù ledan hag uhel, sklêrijennet gant neonoù splann. Mogerioù gwenn. Otoioù tredan o tremen an daou baotr ken a findaon. Alfaed ’n enne ha ne divaloaint ket pa welont anezhe o kerzhet war ar bord. Lojamant Jenovefa. Mogerioù gwenn. Neonoù. A-drek ur werenn, e-barzh ur pezh all, Jenovefa astennet war un azezenn, serret he daoulagad. Ur fun USB brañchet e-barzh an tu a-dreñv deus he fenn. Ar gward-korf a derc’h da vont, ha Yannig ivez neuze. Un trepas enkoc’h. E-barzh ar foñs, ur bignerez all. Yannig e-unan an dro-mañ. Neonoù gwenn. Ur penn-devezh pe ur c’hardeur. An norejoù o tigoriñ. Un trepas all, hir, e beton. E penn an trepas-se zo ur sas : evel ’na lavaret paotr e lunedoù du e wask Yannig war ur bouton evit serriñ an norejoù beton ponner war e lerc’h. Goude se, evit digoriñ an norejoù zo dirakañ, e renk gwaskañ div wech war ar bouton all abalamour d’e daouarn o krenañ.

Da gentañ, ne wel Yannig mann ebet. Chom a ra war an treuzioù o c’hortoz e daoulagad da gustumiñ. Met kaer ’neus gedal ha dislontañ e daoulagad, n’eus ket ’met teñvalijenn a-hed gwel dezhañ ; n’eus tamm sklêrijenn ebet o tiskenn deus an oabl. Sebedennet eo : pelec’h emañ an heol neuze ? Ma zo diontañ c’hoazh ’h eo koachet-libr a-drek ar c’houmoul. E kement lec’h e par Yannig e selloù, ne wel ket ’met koabrennoù ponner hag izel o krozal. Deus ar vro tro-ha-zro n’hall ket spurmantiñ ’met stummioù dispis ha teñval, ha n’eus mann ebet o fiñval estroc’h evit ar c’houmoul du oc’h en em gannañ a-us d’e benn. A-daol-darzh ’h eo dallet ar paourkaezh Yannig gant ul luc’hedenn o freuzañ an aer, ken e kouezh war bennoù e daoulin, stonket-marv. Chom a ra aze ur pennad, o sellet en-dro dezhañ evel unan aet da sot, an avel yen-sklas o skornañ e izili. Gant ar reuziadoù luc’hed a vez gwech ha gwech all e c’hall damwelet dismantroù – met dismantroù deus petra ? – goloet gant ur poultr gris ha lous ha pegus, hag amañ hag ahont ur wezenn bennaket, marv, du, krignet… Pa ’h eo kat ar paotr da sevel en e sav en-dro e teu gorrek war e giz e-barzh ar sas etrenek an trepas beton. En ur gerzhet e renk en em harpañ deus ar voger evit chom war e divhar hag a vank dindanañ.

***

Pa ’h arri Yannig en-dro e-barzh lojamant Jenovefa emañ ar plac’h o c’halompat war un tapis-ruilh, a-drek he gwerenn. Klev a ra he mouezh o tont deus uhelgomzerioù : « Neuze, Yannig, ur valeadenn vrav ’teus graet ? » emezi hep paouez da redek. Ha dirollañ da c’hoarzhin. « Mann ’met gwelet da benn e tivinan ’h out kerseet. ’Teus ket gwelet ar pezh ’ta c’hoant da welet ? » « Ne gomprenan ket… » a satouilh an Epsilon, « teñval e oa evel ma vefe noz-du, ha koulskoude ’h omp e-kreiz an deiz. ’Meus ket gwelet sort ebet. » « Ah ? Petra a oas en gortoz da welet neuze ? Krediñ a rae dit da vat e oas o vont da welet an heol hag an oabl glas ? Hag evned bihan ivez, betek hag ober ? ’Meus aon ’da ket kontet da vamm-gozh tout an istor dit neuze. Petra zo kaoz, a gav dit, ’h omp o vevañ dindan an douar ? Nim ivez e vije gwelloc’h dimp mont da vale dindan an heol ha da dizalaniñ aer fresk. Met pell amzer zo n’eus ket ken a aer fresk, hag an heol n’eo ket bet gwelet keit all zo ivez. Distrujet e oa bet an Douar gant ar brezel nukleel bras. Soñj ’da da vamm-gozh deus an heol met pas deus ar brezel ? Ne vije ket aet he c’hokenn war an tu gin un tamm bihan ? Oh, met pa soñjan, se zo kaoz ’ta ket degaset ganit da dilhad a-enep ar skinadoù nukleel ? Ha me ’ma ket bet skiant da lavaret dit. ’Meus aon ’neus paket da gorf un toullad mat a skinadoù aze. Ba, n’eo ket tener, gant da chañs vat e vi kat da ’n em dennañ, ne vi ket ? Ale, ken ar wech all, Yannig ar Chañs vat ! » Ha hi da derc’hen da redek hep sellet diontañ ken. Tostaet eo ar gward-korf dezhañ : achu ar gaozeadenn, ha Yannig ’h a daheulañ da-gaout ar bignerez evit retorn d’ar bempet estaj.

***

« Eh, sell ’ta piv ! Yannig ar Chañs vat ! Penaos emañ da damm kont ? » Yannig a sell deus Pêr o tont etrenek dezhañ, hep respont. « Daou pe dri miz zo ’ma ket gwelet ac’hanout. Petra zo kaoz ne deuez ket ken da c’hoari ar c’hartoù ganimp ? Fachet out ? Feson skuizh zo warnout bepred. Eh, dec’h e oamp bet boutet er-maez deus an ostaleri peogwir e oamp oc’h en em gannañ : Paol n’houlle ket kouzantiñ ’ma-me gonezet ar barti. Damen e vo ! Al lorgen-se ne blij ket dezhañ koll ’hat ! » Laket ’neus Yannig e dorn deus ar voger, imobuet gant fistilherezh ar paotr. « Oh, ha neuze, Yannig, derc’het ’da Jenovefa d’he c’homz ? Laosket ’da ac’hanout da grapat betek an estaj kentañ ? Bet e oas o vale war c’horre an douar neuze ? Lavar din penaos e oa ’ta ! Penaos eo an heol ? » Adkrog eo Yannig da vont gant e hent. « Brav eo, Pêr. Brav eo ken ken ’h eo. »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *