Nozvezh e Lanneanoù / Veillée à Lanneanoù

Nozvezh e Lanneanoù / Veillée à Lanneanoù

LANNEANOU : Beilhadeg

En Lanneanoù (e-kichen Gwerliskin, 29) e vo degemeret disadorn kentañ beilhadeg kentañ troiad Dastum Bro-Dreger. E fin ar sizhun-mañ e vo aozet ur staj brezhoneg gant ar  c’hevredigezhioù Hent Don ha Henchoù Treuz, hag e-skeud-se e vo kinniget evit ar wech kentañ un nozvezh brezhoneg en Lanneanoù. Eno e c’hallo an nen klevet yezh ha sevenadur ar vro en o splannañ. Konterien ha kanerien, deus ar vro, reoù yaouank ha reoù gozh, a deuio da lakat an dud da gaout plijadur en noz-se. Da vezañ klevet : Fañch an Ozac’h, Jilber Gwazhdoue, Silveñ ar Rouz, Nolwenn Fallezan, Anna Bellour, Juluan ar C’hozh, Tangi Yekel, Dewi Siberil… Digor eo al leurenn evel-just !

Disadorn adalek 21h00 en ostaleri Skol Louarn en Lanneanoù. Digor d’an holl hag evit mann. Titouroù : hentdon@gmail.com / 06 43 12 31 67

LANNEANOU : Veillée bretonne

Lanneanoù (à côté de Gwerliskin, 29) accueillera ce samedi 26 octobre la prochaine veillée bretonne de la tournée Dastum Bro-Dreger. Les associations Hent Don et Henchoù Treuz, organisatrices d’un stage de breton dans le petit Trégor ce même week-end, proposent en effet une soirée conviviale où seront mises en valeurs langue et culture bretonnes. Conteurs et chanteurs du pays, jeunes et anciens, auront ainsi le plaisir d’animer la veillée. Au programme : François Lozac’h, Gilbert Goasdoue, Sylvain Le Roux, Nolwenn Fallezan, Anne Bellour, Juluan ar C’hozh, Tangi Yekel, Dewi Siberil… La scène est évidemment ouverte à tous !

Samedi à partir de 21h00 au bar-restaurant Skol Louarn à Lanneanoù. Gratuit et ouvert à tous. Renseignements : hentdon@gmail.com / 06 43 12 31 67

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *