An dañserien-noz (kontadenn) / Les danseurs de nuit (conte)

An dañserien-noz (kontadenn) / Les danseurs de nuit (conte)

Ur gontadenn all bet dastumet gant Fañch an Uhel zo propozet amañ, un tamm mat hirroc’h evit eben. Kaoz e vez adarre e-barzh deus ar gornandoned. Aezetaet eo bet an destenn un tamm. Troc’het eo bet en 5 lodenn abalamour da labourat warni gant bugale CE1-CE2. Ur briziadenn a zo da heuli.

Nous proposons ici un autre conte collecté par François Luzel, bien plus long que le précédent. On y parle à nouveau des « kornandoned », les korrigans trégorrois, bien qu’ils ne soient pas au centre de l’histoire. Le texte a été légèrement simplifié. Il a été coupé en 5 parties afin de pouvoir le travailler avec  des élèves de CE1-CE2. Une évaluation est également comprise.

Kavet a ra din eo interesant-kaer labourat war kontadennoù evel-henn. Dre an danvez zo e-barzh e vez laket ar vugale d’anveet un tamm deus sevenadur o bro (« ar gornandoned » aze). Evit ar pezh a sell an « deskiñ brezhoneg » e tegas bern traoù d’ar vugale. Laket e vezont da selaou da gentañ, dezhe da glevet stummioù yezh mat. Diwar-se e vezont laket da gaozeal ha da esa kompren ar pezh ‘neuint klevet. Un dalvoudegezh vras ‘neus al labour dre-gomz-se. Goude neuze e vez labouret war ar skrid : lenn an destenn a vouezh uhel hag ober poelladennoù war feuilhenn. Kavet a ra din e vez aezetaet al lenn oc’h ober evel-se, dre ma vez rekouret ar skolidi gant ar gontadenn bet selaouet gante da gentañ. Arriet a reont da gevreañ gwelloc’h ar stummioù skrivet deus ar stummioù komzet, ha ton a lakeont aezetoc’h d’al lenn.

Mersi bras da Malo ar Menn ha TES evit an tresadennoù.

 

Lodenn 1 : 0’00 / Lodenn 2 : 1’24 / Lodenn 3 : 4’54 / Lodenn 4 : 8’02 / Lodenn 5 : 8’47

Pellgargañ an destenn (.docx pe .pdf)

Pellgargañ ar poelladennoù 1 (.docx pe .pdf)

Pellgargañ ar poelladennoù 1bis (.docx pe .pdf)

Pellgargañ ar poelladennoù 2 (.docx pe .pdf)

Pellgargañ ar poelladennoù 3 (.docx pe .pdf)

Pellgargañ ar poelladennoù 4 (.docx pe .pdf)

Pellgargañ ar poelladennoù 5 (.docx pe .pdf)

Pellgargañ ar briziadenn (.docx pe .pdf)

Selaou ar gontadenn war lec’hienn TES : yezh Leonyezh Gwened

 

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *