Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
dont
Gwelet ivez taolennoù an displegadurioù.
Stummioù :
- daefe
- defet
- deu
- deua
- deuan
- deue
- deuec'h
- deuemp
- deuen
- deuent
- deuer
- deues
- deuet
- deuez
- deufe
- deufent
- deufes
- deufet
- deufomp
- deufont
- deui
- deuin
- deuio
- deuit
- deuje
- deujent
- deuomp
- deuont
- deut
- dont
- teu
- teuan
- teue
- teuemp
- teuen
- teuent
- teues
- teuez
- teufe
- teufent
- teufet
- teufomp
- teufont
- teui
- teuin
- teuio
- teuit
- teuje
- teujent
- teuont
- tont
venir
-
👂 🔗 E oa sañset dont herie amañ ?
Oa sañset don héié amañ ?
Il était censé venir ici aujourd'hui ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Lavar din pegoulz 'h arrii neuze, abalamour din da lavaret d'unan bennaket all dont neuze.
Lâr din pégouls hayi neuhé, blam tin de lât t’un bennaked all don neuhé.
Dis-moi quand tu viendras, pour que je dise à quelqu'un d'autre de venir.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Gouzout a ouie e deues amañ herie ?
Gout ouié dèz amañ héié ?
Il savait que tu venais aujourd'hui ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha Maman a oa deut ganin, a oa deut da welet ac'hanon, ha e oamp aet da welet... 'meus ket soñj piv, e-barzh Bear aze
A Maman oa deut kenin, oa deut te wéled añoñ, a oam èt te wélet... Meus ke joñj piw, ban Béar ahé.
Et Maman m'avait accompagnée... Elle était venue me voir, et nous étions allées voir... je ne sais plus qui, à Bégard.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'Ta ket lavaret dezhe e rajes ur c'hachenn. Anez da se marteze e vijent deut.
Ta ke lât tè rachèz (eu) c’hachenn. Nès te zé matéé vijènt deut.
Tu ne leur avais pas dit que tu ferais un gâteau. Sinon ils seraient peut-être venus.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 E deufes e-barzh ya.
[ˈdœfə baʁs ja]
Tu t'en sortirais, tu t'en tirerais oui.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 pa deuemp da Vear
[pa dɛm də 'vear]
quand nous venions à Bear
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa deuomp da Vear eo da Gerdaniou
[pe dɑ̃m də ’veər hɛ də ge̞rda’nio]
quand nous venons à Bear c'est à Kerdaniou
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e deu dre amañ da c'houll petra vez petra
[da dɛr ’ɑ̃mɑ̃ də hu:l pra he pra]
il vient par ici demander qu'est-ce qui est quoi [comment on dit ça]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya met dont d'ober amañ n'eo ket kat d'ober
[ja mɛ dõn do:r 'ãmã ne kə kat do:r]
oui mais venir le faire ici il n'est pas capable, il ne peut pas
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 deus Charente emaint o tont aze
[døs ’ʃarãnt mɛɲ tõn ’ahe]
là ils viennent de la Charente [pour ce week-end]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha bremañ e deu honnezh ganti amañ, e-plas eu... e-plas Louis, Louis Le Coq a deue ganti kwa, ha 'deu ket bremañ, n'eo ket kat da dont ken pa eo marv
[a 'bʁœmɑ̃ dø hɔ̃:z 'gɑ̃nti 'ɑ̃mɑ̃ - plɑs ə plɑs lwi - lwi lə kɔk dɛ gɑ̃nti kwa - a 'døkə 'bʁœmɑ̃ - ne̞ kə kɑd dɔ̃n ken pe e̞ mɑʁw]
et maintenant celle-là vient avec elle ici, à la place de... à la place de Louis, Louis Le Coq venait avec elle quoi, et il ne vient pas maintenant, il ne peut plus venir puisqu'il est mort
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha ne deu ket bremañ
[dø kə 'bremɑ̃]
il ne vient pas maintenant
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 unan bihan oa o tont da Vear, o tont d'ar c'hatechis
[yn 'bijən wa tõn tə 'vear toñ tə hatə'ʃis]
un petit venait à Bear, venait au catéchisme
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pegoulz e deuio Lucienne da welet ac'hanomp ?
[’pegulz dɛj ’lysjɛn də wɛld ɑ̃m]
quand Lucienne viendra nous voir ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... gwelet e dad-kaer o vont d'ar gêr ivez, o ruilhal 'ba an hent, o tont d'ar gêr o ruilhal, deus beure, o tont da gerc'hat amann e vije, o tont d'ar gêr e veze o ruilhal 'ba an hent
[gwɛld i dɑt’kɛ:r vɔ̃n tə ge̞:r ’ije ə ’ryʎəl bah nɛn tɔ̃n tə ge̞:r ə ’ryʎəl døz ’bœ:re tɔ̃n tə ’gɛrhəd ɑ̃’mɑ̃n viʒe tɔ̃̃n tə ge̞:r ’viʒe ’ryʎəl bah nɛn]
... voir son beau-père rentrer à la maison en roulant sur la route... rentrant à la maison en roulant [marchant bourré, zigzaguant], le matin, il venait d'être allé chercher du beurre, en rentrant à la maison, il roulait [marchait bourré, zigzaguait] sur la route
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne deuez ket da Vear ?
[dɛs kə də 'vear]
tu ne viens pas à Bear ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dont a ra
[dɔ̃n ə ra]
elle vient [à la piscine]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 o tont deus Gres aze, eo bet o labourat du-hont
[tɔ̃n tøs grɛs 'ɑhe ɛ bed la'bu:rəd 'dyɔ̃n]
il vient de Grèce là, il a été travailler là-bas
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dont a ra
[dɔ̃n ə ra]
il vient
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar reoù all deut da welet ac'hanon « da biv eo neuze ? »
[a rew ɑl dœt tə wɛld ɑ̃w də biw ɛ 'nœhe]
et les autres [étaient] venus me voir « c'est à qui alors ? »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket deut da baotr bihan ?
[nɛ kə dœt tə bot 'biən]
ton petit gars n'est pas venu ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da Wenezhan amañ e plije dezhañ dont ivez
[də we'ne:zən 'ɑ̃mɑ̃ 'bi:ʒɛ deɑ̃ dɔ̃n ije]
il appréciait de venir à Gwenezhan
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da welet Jean ne deue ket james
[də 'wɛ:lə ʒɑ̃ dɛ kə 'ʒɑ̃məs]
elle ne venait jamais voir Jean
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Ivon o tont da gerc'hat ar gazeg
[i'vɔn tɔ̃n də 'gɛrhɛ 'gɑ:zək]
Yvonne venant chercher la jument
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a deu alies
[me da a'liəs]
je viens souvent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne deuin ket
[din kət]
je ne viendrai pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 alies e deuan
[a’liɛs dã]
je viens souvent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne deuio ket
['dɛj kət]
il ne viendra pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 deuit !
[døt]
venez !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'deuez ket aze !
[des kəd 'ɑe]
ne viens pas là !
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 deus alese deus... diwar ma hent !
[dœz ’lese dəz - diwaʁ mə’hɛn]
écarte-toi de mon chemin !
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 na deuez ket diwezhat hañ !
[dɛs kə di'wɛ:d ɑ̃]
ne viens pas tard !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 deus war ma daoulinoù !
[døz war mə dow'li:no]
viens sur mes genoux !
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 deus amañ din !
[døz 'ɑ̃mɑ̃ dĩ]
viens ici à moi !
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 na deuit ket amañ !
[det kəd ’ɑ̃mɑ̃]
ne venez pas ici !
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 deus !
[døs]
avance [ton pied] !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 geo, tout int deut, met asambles int deut tout
[gɛw tud iɲ dœt mɛ 'sɑməz iɲ dœt tut]
si, ils sont tous venus [sortis] mais ils sont sortis tous ensemble [en même temps, biscuits]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Gant soñjal deus pelec'h emañ hemañ o tont !
[gɑ̃n ˈʒɔ̃əl døs plɛχ mɑ̃ ˈhemɑ̃ tɔ̃n]
Ils se demandent d'où est-ce qu'il sort !
[en parlant de lui même, car il s'adresse en breton aux télévendeurs]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 deuit amañ !
[død 'ɑ̃mɑ̃]
venez ici !
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar gwener goude merenn e deu da gerc'hat anezhi da Vear
[’gwe:nɛr ’gu:de mɛrn dø də ’gɛrhad nɛj də ’vear]
le vendredi après-midi il vient la chercher à Bear
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet 'deus bet lâret amañ 'blije ket dezhi gwelet Antoinette gant ar C'hog oc'h arriout da welet anezhi, peogwir a-raok 'deue amañ d'evañ kafe gant Céline ivez
[bed døz be ˈlɑːʁəd ˈɑ̃mɑ̃ biˈʒe̞ kə dɛj gwe̞ːl ɑ̃twaˈnɛt gɑ̃n hok ˈhɑjut tə ˈwe̞ːlə nɛj - pu ʁo̞g dɛ ˈɑ̃mɑ̃ ˈdeːvə ˈkɑfe gɑ̃n seˈlin ˈiə]
elle a dit ici qu'elle n'aimait pas voir Antoinette avec Ar C'hog venir la voir, puisque avant elle venait ici boire le café avec Céline aussi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
apparaître
-
👂 🔗 pa oa deut ar skolioù e oant deut...
[pe wa dœd 'skoʎo wɑ̃ɲ dəd]
quand les écoles étaient apparues elles étaient venues...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
revenir (fig.)
-
👂 🔗 bremañ-souden marteze e deuio din
[’bɔzɔ̃m ma’tee dɛj dĩ]
tout-à-l'heure peut-être ça me reviendra
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gouvezout a ra met ne deu ket an anv dezhañ
['gu:ve ə ra mɛ da kə 'nɑ̃:no deɑ̃]
il sait mais le nom ne lui revient pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude e oa addeut din
['gu:de wa 'hɑd:ət tĩ]
après ça m'étais revenu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma vije tud da gaozeal brezhoneg ganin, me a ad... addeuje bern traoù din en-dro kwa hein
[ma viʒe tyt tə go'ze:əl bʁɛ'zɔ̃:nək kə'nĩ me had ha'd:œʃe bɛʁn tʁɛw dĩ ndɾo kwa ɛ̃]
s'il y avait des gens pour parler breton avec moi, il me re... reviendrait plein de choses quoi hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
venir (fig.)
-
👂 🔗 dam, deut int aezet din emezañ
[dɑ̃m død iɲ 'ɛ:zəd dĩ meɑ̃]
dame, elles sont venues facilement qu'il dit [agrafes enlevées]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
revenir
-
👂 🔗 'dea... 'dea... 'oarent ket e oan... 'oarent ket mann ebet c'hoazh e oan... e oan o tont, 'oa ket voaien degas keloù na mann ebet, 'ma ket... paper-lizher, ne oa ket ! (T. : neuze e soñjent e oas marv marteze ?) nann, nann, nann, a-benn neuze e dijent eu... goût a oarent 'met e vijen bet lazhet 'ba ar momed diwezhañ neuze, nann, nann, 'oant ket eu...
[dea dea waɹɛɲ cə wɑ̃n - waɹɛɲ kə 'mɑ̃n be hwas wɑ̃n - wɑ̃n tɔ̃n - wa kə 'vo̞jən dɛs 'ke̞:lo na 'mɑ̃n bet - ma kət - 'pɑ:pəɹ 'li:zəɹ - nə wɑ kət - nɑ̃n nɑ̃n nɑ̃n - be̞n 'nœ:he diʒɛɲ ə - gu:d ə 'wɑ:ɹɛɲ mɛd ə 'viʒɛn be 'lɑ:hə bah 'mo̞məd di'we:ɑ̃ 'nœ:he - nɑ̃n nɑ̃n - wɑ̃ɲ cəd ə]
ils avaient... ils avaient... ils ne savaient pas que j'étais... ils ne savaient rien du tout encore que j'étais... que j'étais en train de revenir, il n'y avait pas moyen de faire parvenir de nouvelles ni rien, je n'avais pas... de papier à lettre, il n'y en avait pas ! (T. : alors ils pensaient que tu étais mort peut-être ?) non, non, non, pour alors ils savaient bien, à moins que je me fasses tuer au dernier moment alors, non, non, ils n'étaient pas euh...
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
🔗 ha deut gantañ betek amañ
[a død 'gãntã 'betɛg 'ãmã]
et revenu avec lui jusqu'ici
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 deut out d'ar vro
[død ud də vɾo:]
tu es revenu au pays
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
devenir
-
👂 🔗 hag e oa deut muioc'h kalm da vên 'meus ket... 'ma ket respontet anezhi
[a wa døt 'myɔh kɑlm da vɛɲ møs kə mɑ kə res'pɔ̃tə nɛj]
et elle était devenue plus calme puisque je n'ai pas... je ne lui avais pas répondu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e deu kalet evel mein
[da ’kɑ:ləd wɛl mɛɲ]
devient dur comme de la pierre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'onn ket, n'onn ket petra e deu da vezañ
[nɔ̃n kə nɔ̃ kə prɑ: da də ’veɑ̃]
je ne sais pas, je ne sais pas ce qu'il devient
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 neuze oant deut drouk
['nœhe wɑ̃ɲ død druk]
alors ils étaient devenus méchants
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan hag unan ya, ha bezañ laket... goloet anezhe mat hein goude ! a-hend-all e deuont kraz, diouzhtu e deuont kraz, ha me a lak film warne hañ ! ya, plastik, ya, me a lak film da gentañ hag un torchouer goude, eu... eu... plastik ac'hanta, ar film-se a derc'h anezhe muioc'h eu... souples, souples, ordin e lakean hañ !
[yn a yn ja - a ˈbeːɑ̃ ˈlɑkət go̞ˈlo̞ːə ne̞ mɑːd ɛ̃ ˈguːde - hɛnˈdɑl dɛɲ kʁaːz - dyˈsty dɛɲ kʁaːs - a me lɑk film waʁne̞ ɑ̃ - ja plastik - ja me lɑk film də ˈgentɑ̃ a tɔʁˈʃuːəʁ ˈguːde - ə ə plastik ˈhɑ̃nta ˈfilmze dɛʁh ne̞ ˈmyːɔχ ə - supl - supl - ɔʁˈdin laˈkeːɑ̃ ɑ̃]
une par une oui [crêpes], et ayant mis... les ayant bien couvertes hein après ! sinon elles deviennent desséchées, tout de suite elles se dessèchent, et moi je mets un film dessus hein ! oui, du plastique, oui, je mets du film d'abord et un torchon après, euh... euh... le plastique eh bien, ce film-là les maintient euh... souples, souples, j'en mets toujours
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 te a oar petra zo kaoz eo deut evel-se ?
[te wɑ:r pras'ko:z e døt vi'se]
tu sais pourquoi il est devenu comme ça ?
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan pinvidik ha deut paour
[yn ‘pinvic a dœt po̞wʁ]
un riche et devenu pauvre
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 deut eo teñval ya
[dœd e̞: 'tẽwəl ja]
c'est devenu sombre oui [pièce]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi