Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kavout

Stummioù :

trouver

  • 🔗 an evned bihan a veze kavet bern

    ['newnə 'bijən 'viʒe ka:d bɛrn]

    des petits oiseaux on en trouvait plein

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ar pezh a gavan gante, n'int ket sec'h tamm ebet.

    Pés gavan gantè, n'int ke sêc'h tamm bêt.

    Ce que je leur trouve, c'est qu'ils ne sont pas du tout secs.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Daon, pitoiapl a gavan anezhi. Heu, ma kerez, 'ma ket bet ar blazioù-se santet c'hoazh.

    Daon, pitoyab gavan nèi. Eu, ma kéez, ma ke bét (a) blajo-zé sante c’hoa.

    Dame, je la trouve vraiment très bonne. Heu, si tu veux, je n'avais pas senti ces goûts-là encore (= je n'avais jamais goûté ça).

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 traoù a vez e-pign aze war ar gwezenn, goût a oarez petra 'h eo se

    [tʁɛw ve piɲ 'ɑhe waʁ 'gwe:ən - gud 'wɑ:ʁe̞s pʁɑ he̞ ze]

    des choses suspendues là dans les arbres, tu sais bien ce que c'est

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a gav unan daou bep bloaz dindan ar wezenn-aval du-hont

    [me gɑ:v yn dow bop lɑ: di'nɑ̃:n 'weən 'ɑ:vəl 'dyɔ̃n]

    j'en trouve un [ou] deux tous les ans sous le pommier là-bas

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 mespêr, n'onn ket pelec'h a gavi se

    ['mespər nɔ̃ kə ble̞h 'gɑ:vi ze]

    un néflier, je ne sais pas où tu trouveras ça

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kavet 'meus

    [kɑ:d møs]

    j'ai trouvé

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket kavet reoù vrein

    [møs kə kɑ: rew vrɛɲ]

    je n'ai pas trouvé de pourries

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag e kavo aze ?

    [a 'gɑ:vo 'ɑhɛ]

    et il trouvera là ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deus an noz e kavan bern traoù

    [døz no:s 'kɑ:vã bɛrn trɛw]

    la nuit je trouve plein de choses [réponses aux questions]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag e kaven anezhe

    [a 'gɑ:vɛn nɛ:]

    je les trouvais

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kavet a ra d'ober

    [kɑ: rɑ do:r]

    elle trouve à faire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... hag e kavi

    [a 'gɑ:vi]

    ... et tu trouveras

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 neuze e kavin

    ['nœhe 'gɑ:vĩ]

    alors je trouverai

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma kavomp da respont

    [mɑ 'gɑ:vɑ̃m də 'respɔ̃n]

    si nous trouvons de quoi répondre

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kavet e vo bremañ-souden

    [kɑ: vo bə'zɔ̃m]

    on le trouvera tout à l'heure

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... 'na kavet anezhe 'ba 'r Lannuon

    [na kɑ:d nɛ: bah lɑ̃'nyɔ̃n]

    ... les avait trouvé [rencontré] à Lannuon

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bezañ zo reoù hag a gav o blas

    ['beɑ̃ zo rew a gɑ:v o blɑs]

    il y en a certains qui trouvent leur place

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Dija e oa... a kavo diaes pa ne vo ket e vamm-gozh aze marteze.

    [ˈdiʒa wa ˈkavo ˈdiəs pe ˈvo ki vɑ̃m goːz ˈɑe maˈtee]

    Déjà qu'il va trouver dur quand sa grand-mère ne sera plus là.

    [avec lui à l’école]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Kavet teus un dra bennaket ?

    [kɑː tøs dra mˈnɑːkə]

    Tu as trouvé quelque chose ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ni pa 'mamp komañset a rae gant euh... betek euh... evit an tier e raemp gant ar pezh... tammoù traoù a gavemp evit komañs hon menaj

    [nim pe nɑ̃m ko̞'mɑ̃səd ʁɛ gɑ̃n ə 'bekəd ə wit 'ti:əʁ ʁɛm gɑ̃n pes 'tɑ̃mo tʁɛw 'gɑwɛm wit 'ko̞mɑ̃z ɔ̃m 'me:nəʃ]

    nous quand nous avions commencé faisions avec euh... jusqu'à euh... pour les bâtiments nous faisions avec ce que... les quelques éléments que nous trouvions pour commencer notre exploitation

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e-lec'h 'teus kavet anezhañ

    [le̞h tøs 'kɑ:vət 'neã]

    là où tu l'as trouvé

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

rencontrer

  • 🔗 ma kavet anezhi ...

    [ma kɑ:d nɛj]

    je l'avais trouvée [rencontrée]...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an hini oa 'ba ar vered ha ma kavet anezhi

    ['ni:ni wa bar 've:rət a ma kɑ:d nɛj]

    celle qui était dans le cimetière et que j'avais trouvée [rencontrée]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me a oa bet o kerc'hat bara eu... disul beure, ha... ha... ha 'meus kavet unan eu... madame Gorju-se

    [me wa be ˈkɛhə ˈbɑːʁa ə - deˈsyːl ˈbœːʁə - a a a møs kɑːd ˈyn ə - madam gɔʁˈʒy ze]

    j'avais été chercher du pain euh... le dimanche matin, et... et... et j'avais rencontré une euh... cette madame Gorju-là

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

trouver (fig.)

  • 👂 🔗 kavet a raen ne vere ket ma gafe

    [kɑ: rɛn ve'rɛ kə mə ’gɑfe]

    je trouvais que mon café ne coulait pas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kavet a ran n'eo ket mat

    [’kɑ: rã ne kə mɑ:t]

    je trouve que ce n'est pas bon

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kavet a rae...

    [kɑ: rɛ]

    il trouvait...

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne gavan ket

    ['gavã kət]

    je ne trouve pas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne gavez ket ?

    ['gɑ:vɛs kə]

    tu ne trouves pas ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne gavan ket yen

    ['gɑ:vɑ̃n kə ji:n]

    je ne trouve pas [qu'il fasse] froid

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me a gav !

    [me gɑ:f]

    je trouve !

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e kavomp gwelloc'h sistem eo gwerzhañ anezhe tout

    ['gɑwɑ̃m 'wɛlɔx 'sistɛm ɛ 'gwɛʁzɑ̃ nɛ tut]

    nous préférons un meilleur système où nous les vendons tous

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pep hini a gav mat evel a ra

    [po'pi:ni gɑ:v mɑ:d wɛl ə ɹa]

    chacun trouve bien comme il fait

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kavet a ra diaes hañ !

    [kɑ: ʁa 'di:ɛz ɑ̃]

    elle trouve dur hein !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi