30/11 : Beilhadeg Trezelan / Veillée de Trezelan

30/11 : Beilhadeg Trezelan / Veillée de Trezelan

BEAR : Beilhadeg Trezelan

 

Arri eo an amzer griz ha poent eo en em adkavet en-dro da yezh ha sevenadur ar vro ! Beilhadeg Trezelan (Bear) a vo propozet evit ar bloaz adarre gant ar gevredigezh hent Don. Delc’het e vo d’ar gwener 30 a viz du gant kanerien, konterien ha sonerien brudet ar vro : Alan Tudored, Remi Gallou, Roje Buzulier, Ifig ha Nanda Troadeg, Padrig Gwerniou, Padrig Lefebvre ha Maï-Kler ar C’horr, Jil Lehart… digor e vo al leurenn d’an hini a fello dezhañ kanañ, kontañ pe soniñ un dra bennaket !

Lire la suite Lire la suite

Staj brezhoneg Treger en Lannuon / Stage de breton trégorrois à Lannuon

Staj brezhoneg Treger en Lannuon / Stage de breton trégorrois à Lannuon

Sell aze eil staj brezhoneg Treger aozet gant ar c’hevredigezhioù Hentoù Treuz ha Hent Don. Delc’het e vo an dro-mañ e Bro Lannuon, d’ar sadornioù 20 a viz here ha 24 a viz du. Amañ e kavfet an titouroù diwar-benn ar staj-mañ. Ne vo ket nemet 10 plas, han-se ne vo ket amzer da goll. Skrivit dimp da hentdon[gmail.com

 

Voilà le deuxième stage de breton trégorrois organisé par hent Don et hentoù treuz. Il aura lieu le samedi 20 octobre puis un mois plus tard le samedi 24 novembre. Vous trouverez ici les renseignements concernant ce stage. Il n’y aura que dix places, par conséquent ne perdez pas de temps et écrivez-nous à hentdon[gmail.com.

 

Loened ar menaj (C’hoari 10 familh) / Animaux de la ferme (Jeu de 10 familles)

Loened ar menaj (C’hoari 10 familh) / Animaux de la ferme (Jeu de 10 familles)

Sell aze ur c’hoari 10 familh evit deskiñ anvioù loened ar menaj, evel e vezont lâret en Treger. Bemdez e vez c’hoariet du-mañ, ken sot eo ma daou vab gantañ. An hini henañ, seizh vloaz dezhañ, a oar tout an anvioù bremañ. An hini bihan pevar bloaz n’ouveza ket tout c’hoazh, met ober a ra gant « mamm », « tad », « mab » pe « merc’h » pa ne oar ket an anv.

Voici un jeu de 10 familles pour apprendre les noms des animaux de la ferme, tel qu’on les dit dans le Tregor. Chez nous, nous jouons tous les jours depuis que le jeu est fabriqué. Mes deux fils adorent. L’aîné de sept ans connait tous les noms. Le petit est loin de tout savoir, mais il se débrouille en utilisant « mamm », « tad », « mab » ou « merc’h » quand il ne connait pas le nom exact.

Lire la suite Lire la suite

Staj « Henchoù treuz » e Bear / Stage « Henchoù treuz » à Bégard

Staj « Henchoù treuz » e Bear / Stage « Henchoù treuz » à Bégard

A-baouez achuiñ emañ staj « Henchoù treuz » e Rostrenn ha poent eo plêal gant staj Bear ! Delc’het e vo d’ar sadorn 24 a viz c’hwevrer hag ur miz war-lerc’h d’ar sadorn 24 a viz meurzh. Amañ hag amañ e kavfet an titouroù diwar-benn ar staj-mañ. Ne vo ket nemet 10 plas, han-se ne vo ket amzer da goll. Skrivit dimp da hentdon[gmail.com.

Le stage « Henchoù treuz » à Rostrenn vient tout juste de se terminer et il est temps de lancer celui de Bear. Il aura lieu le samedi 24 février puis un mois plus tard le samedi 24 mars. Ici et ici vous trouverez les renseignements concernant ce stage. Il n’y aura que dix places, par conséquent ne perdez pas de temps et écrivez-nous à hentdon[gmail.com.

Beilhadeg en Trezelan / Veillée à Trezelan

Beilhadeg en Trezelan / Veillée à Trezelan

 

BEAR : Beilhadeg Trezelan

 

E Trezelan (Bear, 22) e vo degemeret d’ar 1añ a viz kerdu kentañ beilhadeg troiad Dastum Bro-Dreger. Adlañset an traoù gant div gevredigezh : Hent Don ha komite animasionoù Trezelan. Eno e c’hallo an nen gwelet ha klevet yezh ha sevenadur ar vro en o splannañ. Konterien, kanerien ha sonerien deus Bro-dreger a deuio da lakat an dud da gaout plijadur en noz-se. War ar program : Marsel Gwilhouz, Remi Gallou, Roje Buzulier, Ifig ha Nanda Troadeg, Padrig Gwernioù, Patrick Lefebvre ha Marie-Claire Le Corre, Jil Lehart…

 

D’ar gwener 1añ a viz kerdu, adalek 20h30, e sal gouelioù Trezelan. Digor d’an holl hag evit mann.

 

Lire la suite Lire la suite

Beilhadeg / Veillée

Beilhadeg / Veillée

Evit ar bloaz ec’h adlañsa Hent Don beilhadeg Trezelan. Delc’het e vo d’ar gwener 1 añ a viz kerdu adalek 20h30 e sal ar gouelioù Trezelan. Gallet a refet selaou eno sonerien, kanerien ha konterien deus Bro-Dreger :

  • Jil Lehart- Mathieu Messager
  • Roje Buzulier
  • Remi Gallou
  • Yannig Dabo
  • Patrick Lefèbvre – Marie Claire Le Corre
  • Gweltaz An Intañv

 

Hent Don relance cette année la veillée de Trezelan. Elle se déroulera le vendredi 1er décembre à partir de 20h30 à la salle des fêtes de Trezelan. On pourra y écouter sonneurs, chanteurs et conteurs du Tregor :

  • Jil Lehart- Mathieu Messager
  • Roje Buzulier
  • Remi Gallou
  • Yannig Dabo
  • Patrick Lefèbvre – Marie Claire Le Corre
  • Gweltaz An Intañv

 

Ar brezhoneg dre an hentoù treuz / Le breton par les chemins de traverse

Ar brezhoneg dre an hentoù treuz / Le breton par les chemins de traverse

Sell aze ur stummadur nevez-flamm kinniget gant Hent Don hag ar Fiselerezh. N’eo ket da deskiñ brezhoneg avat. Mont e-mesk ar vrezhonegerien a-vihanik ha daremprediñ anezhe ne lâran ket. En Rostrenn e vo delc’het ar staj kentañ, e-pad div sadornvezh : d’ar 04/11 ha d’an 02/12.  Leun eo dija, n’eus ket plas ebet ken.

An eil a vo delc’het en Bear, d’ar 24/02 ha d’ar 24/03. Ma oc’h intereset degasit keloù dimp !

Voilà une formation qui vient de se créer, organisée par Hent Don et la Fiselerie. Pas pour apprendre le breton, mais plutôt pour apprendre à fréquenter les locuteurs natifs et à utiliser le breton avec eux. Le premier stage se tiendra à Rostrenn durant deux samedis : le 04/11 et le 02/12. Il n’y a plus de place.

Le deuxième se tiendra à Bear, les 24/02 et les 24/03. Si vous êtes intéressés, écrivez-nous !